Gégène : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Gégène - Génératrice pour torture à l'électricité.JPG|thumbnail|right|400px|Ur benveg jahinañ implijet e brezel Aljeria]]
Ar ger Gégène a zo ur ger tennet eus luc’haj an arme c’hall hag ur stumm bihanaat eus ar ger « génèratrice », ganer-tredan pe tredanerez, ar pezh a dalvez ez eo un dinamo tredanek a servij da vouedañ ar pellgomzerioù distag ar maez. Ar « gégène » a oa implijet evit jahinañ tud en ur lakaat tredan da dremen dre o c'horfoù.
Hanter-kant vloaz 'zo, e-pad brezel Aljeria, e jahine soudarded Bro-C'hall gant tredan. Treiñ a raent ur gamblid. Dija d’ar mare-se e veze lazhet Aljerianed « ne oa ket evit bezañ drouk ganto met evit kavout titouroù a-benn saveteiñ buhezioù tud digablus », a veze lavaret d’an dud. Hanter-kant vloaz goude, an implijad-mañ nont ket ne vez ket implijet ar benveg-mañ ken rak savet ez eus bet lezennoù nevez evit harz ouzh an arme d’e implij.