Malta : diforc'h etre ar stummoù

1 okted lamet ,  9 bloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D (r2.7.3) (Robot ouzhpennet: frr:Malta)
Aucun résumé des modifications
 
 
Emañ republik Malta war un [[enezeg]] e [[Su]] [[Europa]], er [[Mor Kreizdouar]] etre [[Italia]] ha [[Tunizia]], en ul lec'h strategel-kenañ, ken eo bet renet gant meur a c'halloud riek abaoe [[kantved]]où. Ur [[republik]] dizalc'h eo hiziv abaoe [[1964]]. Dezhi ar [[gorread]] bihanañ (316 km²) e-touez izili [[Unaniezh Europa]]. Ur plas poblet-tre eo e-lec'h m'eo diaes kavout labour evit pep Maltad ha strewet eo an divroidi er bed a-bezh.<b/>Pa oa [[Breizh-Veur]] o ren ([[1800]]-1964) eo bet diorroet oberezhioù greantel war-dro ar sevel listri ha [[chanter-bigi|chanterioù-bigi]] bras a veze eno. Hiziv e vez diorroet an [[touristerezh]] diwar an [[traezhenn]]où heoliet mizioù-pad , ar savadurioù kozh hag ar [[splujerezh]]. Priziet eo enezeg Malta gant an Europiz pa gavont eno tud liesyezhezek, prizioù izel hag un [[hin]] blijus.
[[Kêr-benn]] Republik Malta a zo hec'h anv [[Valletta]]. En enezeg e kaver an enezenn pennañ, Enez-Valta (216 km²), div enezenn boblet nebeutoc'h, Enez-Ghawdex (Enez-Gozo) hag Enez-Kemmuna (Enez-Comino) ha peder enezenn digenvez, Cominotto, an div enezenn Sant-Paol hag hini Filfola.
 
175

modifications