Kabilia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "Kabilia, lec'hiet e norzh-reter Algeria (hag a zo e Afrika), e-kichen ar Mor Kreizhdouarel, a zo ul lec'h meneziek tre. Poblañs : Anv Kabilia a deufe eus an Arabeg al..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 22 Her 2012 da 16:51

Kabilia, lec'hiet e norzh-reter Algeria (hag a zo e Afrika), e-kichen ar Mor Kreizhdouarel, a zo ul lec'h meneziek tre.

Poblañs :

	 Anv Kabilia a deufe eus an Arabeg al-quabila  hag a dalvezfe « meuriad ». 6 490 776 a dud a vev en holl e Kabilia. Kabilia a ra 25 257 km². E 1871, e oa bet un emsavadeg gant ar c'habilianed  a-enep ar C'hallaoued ha neuze e oa bet rannet Kabilia e daou gant ar C'hallaoued : Kabilia norzh a veze graet ganto Kabilia Veur ha Kabilia su a veze graet Kabilia Vihan. Ur bern a Gabilian a vev e diavaez Kabilia (peurliesañ ma ne vevont ket e Kabilia e vez gwelet anezho e Europa, alies e Bro-Chall). 

Traoù all da c'houzout :

E Kabilia e vez komzet Kabil (hag a zo berbereg), Arabeg Aljerian hag Galleg. E kêrioù pennañ a zo Bejaïa, Tizi Ouzou, Bouira, Bourmedes, Bordj-Bou-Arreridj, Jijel, Setif. Gêr stur Kabilia a zo « A nerrez wala a neknu » hag a dalvez « Kentoc'h terriñ eget plegañ ».

	E-pad brezel Algeria (eus 1954 betek 1962), e oa bet Kabilia e-kreiz ar brezel-se, abalamour d'e strud bras hag a golo anezhi. Tu a oa d'ar soudarded en em skoachañ eus o enebourien.

Kabilia Veur:

Kabilia Veur a zo lec'hiet e Kabilia, e norzh Algeria ; Kabilia norzh eo. Kêr brasañ Kabilia Veur a zo Tizi Ouzou. 5 084 374 a dud a vev e Kabilia Veur ha 135 088 e Tizi Ouzou. He feg brasañ a zo menez Lalla-Khadidja hag a ra 2308 m uhelder. Kabilia Veur a zo un dachenn hag a oa anvet a-raok gant ar c'habilianed kozh « Tamawya taqbaylit » hag a dalvez « Kevread Kabilia ». Komzet e vez eno ar c'habil.

Rannet eo Kabilia Veur ha Kabilia Vihan gant ar menez Djurdjura, e traonienn ar Soumam, ur stêr hag a echu er mor Kreizhdouarel, e-kichen porzh Beija (hag a dalvez goulaouenn-goar). Kabilia Veur a ya eus kêr Thenia betek Tigzirt. E norzh traonienn ar Soumam eo.

Kabilia Veur a zo diforc'hiet gant Kabilia Vihan gant e menezioù uhel hag a en em astenn, eus an Norzh betek ar Su, d'eus ar mor Kreizhdouarel betek menez ar Djurdjura. E Kabilia Veur e vez kavet tri menez pouezus hag a okup an darn vrasañ :

• En Norzh-reter, betek ar mor, e vez kavet menez Tamgout, hag a ra 1278 m uhelder. • Er Su, e vez kavet menezioù an Atlas (hag a ra 2308m uhelder) • Etre an daou, e vez kavet menez kozh l'Agawa, hag a ra 800 m uhelder. War ar menez-se emañ Tizi Ouzou.

Kabilia Vihan:

Kêr brasañ Kabilia Vihan a zo Bejaïa hag a vez lesanvet « Bgayet n Lejdud » (« Bejaïa ar re gozh »). 1 406 402 a dud a vev e Kabilia Vihan ha 177 988 a vev e Bejaïa. Komzet e vez eno ar C'habil hag a zo un tammig bihan disheñvel diouzh yezh Kabilia Veur. E Kabil e vez graet diouzh Kabilia Vihan « Tamurt wadda » hag a dalvez « Bro ar Su » peogwir eo e Su traonienn ar Soumam. E menez uhelañ a zo menez Eponim hag a ra 2004 m uhelder. Kabilia Vihan, n'eo ket bihanoc'h eget Kabilia Veur met brasoc'h eo hi. Gweledvaioù:

    Gweledeva Bejaïa  (Tu a zo gwelet war ar                 (N'ez eus ket nemet ar mor hag a vez gwelet e
      skeudenn-se ar mor hag a zo tro-dro Kabilia             Kabilia evel gweledva met, ar menezioù a vez 	
      norzh.)                                                                      gwelet kalz ivez)