Arouez kimiek : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.6.4) (Robot ouzhpennet: ia:Symbolo chimic
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
An '''arouezioù kimiek''' a zo anezho [[berradurioù]] eus anvioù an [[elfenn gimiek|elfennoù kimiek]]. An holl elfennoù naturel o deus pep a arouez, anezhañ ul lizherenn pe ziv. Elfennoù 'zo, krouet gant mab-den, o deus un arouez da c'hortoz, anezhañ teir lizherenn. Bras eo al lizherenn gentañ ha bihan ar re all.
 
Renket eo an arouezioù kimiek en [[taolenn beriodek an elfennoù|daolenn beriodek]] ha graet e vez ganto er [[kevatalenn gimiek|c'hevatalennoù kimiek]], da skouer :
Linenn 6:
Dre ma vez deveret alies an arouezioù kimiek diouzh anvioù [[latin]] pe [[gresianeg]] e c'hell arouezioù an elfennoù bezañ disheñvel mat diouzh an anvioù [[brezhoneg|brezhonek]] boas, da skouer : Na evit [[sodiom]] (latin ''natrium'') hag Fe evit [[houarn]] (latin ''ferum'').
 
E [[Sina]] e vez roet un [[''arouezlun]]'' evel arouez da bep [[elfenn gimiek]]. Ar pep brasañ anezho a zo bet krouet a-ratozh evit se.
 
Gallout a ra an arouezioù kimiek cheñch evit diskouez e vez kaoz eus un [[izotop]] resis eus an atom, hag ivez evit diskouez doareennoù all e-giz stad [[ionizadur]] hag [[oksidadur]] ar c'hompozennoù kimiek.