Andoù : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.2+) (Robot ouzhpennet: ilo:Andes
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{LabourAChom}}
[[Restr:Aconcagua 13.JPG|thumb|right|200px|Ar menez [[Aconcagua]] en [[Arc'hantina]].]]
 
Un [[aradennad venezioù]] eus ar re vrasañ eo an '''Andoù''', o tibunañ un sistem [[uhelenn]]où a-hed [[kornôg]] [[kevandir]] [[Suamerika]] a-bezh. E [[Venezuela]], [[Kolombia]], [[Ecuador]], [[Perou]], [[Bolivia]], [[Brazil]], [[Chile]] hag [[Arc'hantina]] en em astennont. Gant an uhel m'eo o menezioù kreiz ez eo an Andoù ur skoilh bras da dreuziñ. Strishoc'h int etre Chile hag Arc'hantina hag eno e sav an aradennad evel un harz naturel. Er c'hontrol eo ledanoc'h an Andoù e Perou hag e Bolivia. Er broioù-se ez eus un uhelgompezenn uhel-mat a vez graet anezhi an ''Altiplano'' e [[spagnoleg]]. Soñjal a reer e teu anv an Andoù eus ur ger [[ketchwaeg|ketchwaek]] ''Anti'', a c'hallfe talvezout kement ha "kribenn uhel".
 
Linenn 7:
E lodenn greiz an Andou e oa diazezet an [[Impalaeriezh Inka]] er {{XVvet kantved}}, pa erruas ar [[konkistador|gonkistadored]] spagnol. Gwelout a reer c'hoazh kalz a savadurioù eus an amzer-se hag a roudoù eus o sevenadur. An [[Amerindianed]], annezidi gentañ Amerika, o deus dalc'het o c'hrog war o bro kalz muioc'h en Andoù eget e lec'h er c'hevandir. E Perou da skouer ez eo Amerindianed ar braz eus an annezidi. Ouzhpenn ar spagnoleg e vez komzet yezhoù indianek, [[Ketchwaeg|quechua]] hag [[Aymareg|aymara]] dreist-holl. Gounezet e vez [[butun]], [[kafe]], [[koton]] … hag an [[aval-douar|avaloù-douar]], kavet en Andoù gant tud Europa, a vez debret kalz gant an dud.
 
[[Restr:AconcaguaCono 13de Arita, Salta.JPG (Argentina).jpg|thumb|right|200px|Ar menez [[Aconcagua]] en Arc'hantina.]]
War an harzoù etre Chile hag Arc'hantina emañ kernioù uhelañ an Andoù, hag en aradennad anvet ''Cordillera Blanca'' e Perou. An [[Aconcagua]], en Arc'hantina, eo ar menez uhelañ-holl e kevandir Amerika, pa sav betek 6 959 metr a-us live ar mor.