Kouldri : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
JAnDbot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.2) (Robot ouzhpennet: sv:Duvslag kemmet: nl:Duiventoren
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:La Cassagne Château pigeonnier.JPG|thumb|Ur c'houldri e [[La Cassanha]], e [[Perigòrd]].]]
Ur '''c'houldri''' zo ur savadur, e stumm un [[tour (savadur)|tour]] peurliesañ, a dalveze, er [[Krennamzer|Grennamzer]], da reiñ goudor d'an [[dube]]ed doñv. E-kichen [[kastell|kestell]] pe [[maner]]ioù e veze kavet ar c'houldrioù, e Breizh, rak ne oa nemet an [[noblañs]] a c'halle desevel dubeed.
 
Ar c'houldrioù kentañ e Breizh a voe savet en {{XIIIvet}} ha {{XIVvet kantved}}. Evit gallout bezañ perc'henn war ur c'houldri e ranke un noblañs bezañ perc'henn ivez war 300 [[devezh-arat]] en trowardroioù.
 
Ur roll a-bouez o doa ar c'houldrioù gant ar c'hig pourvezet koulz ha gant ar c'haoc'h-evned a yae d'ober temz. Daoust da se ne oa ket un dra vat d'ar beizanted ha roudoù a zo chomet eus ar c'hudennoù degaset dezhe gant an dubeed e [[kaier ar c'hlemmoù]] [[Gwenezhan]] e 1789 ma c'houlennont o defe an dizober eus al loened doñv-se abalamour d'ar reuz a lakaont war o farkeier<ref>[http://ville-de-begard.fr/ville_historique.html#colombier Lec'hienn ti-kêr Bear]<ref/>.
 
==Notenn==
<references/>
 
[[Rummad:Savadurioù]]