Kentañ Kroaziadeg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
MerlIwBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: jv:Perang Salib Kapisan
Skeudenn:Levant 1135-fr.svg
Linenn 8:
E-keit-se e oa marc’heien ivez o kuitaat [[Frankia]] hag Italia, d’ar [[15 a viz Eost]] [[1096]], an deiz a oa bet lakaet dezho gant ar pab. Mont a rejont war-zu ar reter hag ur wech degemeret gant impalaer Bizantion e voent kaset da Nicaea ivez. Lakaat a rejont seziz war ar gêr ha trec’h e voent a-benn ar fin d’an 19 a viz Mezheven [[1097]].<ref>Christopher Tyerman, ''God's War: A New History of the Crusades'', Allen Lane, 2006. pp. 106-124</ref> Armeoù ar Groazidi a gemeras perzh e meur a emgann all ouzh an Durked, evel seziz [[Antakya|Antioc'heia]] a badas eus miz Here [[1097]] da viz Mezheven [[1098]]. Ur wech kouezhet ar gêr-se etre krabanoù ar varc’heien, e voe graet skrap ha riñs warni ha lazhet an holl vuzulmiz a oa o chom enni. Goude se ez eas ar groazidi war-zu ar c’hreisteiz, a-hed an aod, tre betek Jeruzalem. Erruout a rejont dirak mogerioù ar gêr-se d’ar 7 a viz Mezheven [[1099]], gant ul lodenn hepken eus an dud a oa aet kuit eus kornôg Europa.
 
[[Skeudenn: Near EastLevant 1135-fr.svg|thumb|280px|right|Ar Reter Nesañ e 1135, ha [[Stadoù ar Groazidi]] merket gant kroazioù ruz.]]
Stourm a reas annezidi Jeruzalem, Yuzevien ha Muzulmiz, ouzh ar Franked<ref>"Franked" (''Franj'' en arabeg) a reer eus ar Groazidi dre ma oa an darn vrasañ anezho o tont eus Frankia</ref>. Met trec’het e voent ha d’ar 15 a viz Gouere 1099 e c’hallas ar Groazidi dont tre e Jeruzalem. Lakaet e voe kêr en arigrap ha distrujet moskeennoù, met n'emañ ket a-du an holl istorourien da c'houzout daoust ha lazhadeget e voe an annezidi, Muzulmiz, Yuzevien pe Gristenien eus ilizoù ar Reter <ref>Jean Richard, ''Histoire des Croisades'', Fayard, 1996 ; Amin Maalouf, ''Les croisades vues par les Arabes'', pp. 68-70, J’ai Lu, 2001</ref> Hogen ur brezel yud e oa ha garv e oa ar Groazidi. Marnaoniet hag ankeniet e oa ar Franked, pell diouzh o bro, eme un istorour, ha kement-se a zispleg perak e voe debret tud ganto a-wechoù, goude seziz [[Ma'arrat al-Numan|Maarat]] e 1098, da skouer.<ref>Claude Lebedel, ''Les Croisades, origines et consequences'', p.62, ISBN 2737341361 ; Amin Maalouf, ''Les croisades vues par les Arabes'', pp. 55-56, J’ai Lu, 2001</ref>