Lost-louarn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: et:Apteegitill
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Foeniculum vulgareJuly 2011-1a.JPGjpg|thumbright|Lostoù-louarn300px]]
[[Restr:Illustration Foeniculum vulgare1.jpg|right|300px]]
 
[[Louzaouenn]]où eus familh ar [[bolzadeg]]ed eo al '''lostoù-louarn''', ''Fœniculum vulgare'' ha ''Fœniculum officinale'' o anvioù [[latin]].
Al '''lost-louarn''', pe ''fanouilh'' diwar ar ger [[gallek]], zo ul [[louzaouenn]].
 
== Anvioù all ==
* '''''Annus''''' <ref name="HV"> DUROS Fañch, ''Herbarum Vernaculi'', La Digitale, Bei 29130 Kemperle, 1991 ISBN 978-2-903383-36-1</ref>
* '''''Fanil''''' <ref name="HV" />
* '''''Fanouilh''''' <ref name="HV" />
* '''''Louzaouenn an aer''''' <ref name="HV" />
 
== Deskrivadur ==
Plant bividik frondus-tre, tev o sichenn, eo al lostoù-louarn.
Sonn eo o c'horzenn, 1-2 metrad uhelder dezhi, garanet eo an traoñ anezhi.
Didroc'het eo an delioù a-lêrennoù moan hir-tre, bourlasek ar penn anezho.
Eus miz Gouere da viz Gwengolo e teu bolzadoù dezho, a zo rannet e 10-30 skin.<br />
War tuchennoù meinek hag en dismantroù e kreskont. <ref name="HV" />
 
== Istor ==
En [[henc'hresianeg]] e kaver meneg eus ar blantenn, anvet ''μάραθος'' "marathos" ; kement ha ''fanileg'', ''fanouilheg'' e talvez an anv [[Marathon]], ul lec'h ma kaved lostoù-louarn a-vil-vern eta. Brudet e oa evit sklaeraat ar gweled.<br />
E [[sevenadur]] ar [[Impalaeriezh Roman|Romaned]] e oa ''Fœniculum vulgare'' plantenn nevet [[Bacchus]] peogwir e veze lakaet da blantenn hud hag orgedus.
 
E lod rannoù eus Aostralia ez eus lezennoù da reoliañ skignadur al lostoù-louarn.
 
== Gounezerezh ==
Hogosik e pep lec'h er bed e kresk lostoù-louarn, hag abaoe pell e vezont gounezet evit o blaz [[aniz]] pergen ; dre ar gounezerezh e teu ar pep niverusañ eus an doareoù a gaver hiziv.<ref name="RHS">BROWN Deni, ''Encyclopedia of Herbs & Their Uses'', Royal Horticultural Society, Dorling Kindersley, London, 1995, ISBN 978-0-7503-0203-5</ref>
 
En douaroù dizour hag en heol e paota al lostoù-louarn. An doare ''dulce'' ("dous") a c'hounezer e douaroù strujus ha skañv, en heol, gant trawalc'h a c'hlebor evit ma koeñvfe an [[ognon]]enn a zo e traoñ ar gorzenn, hag a c'holoer gant douar a-feur ma kresk. <ref name="RHS" />
 
== Implij ==
An delioù, ar c'horzennoù, ar gwrizioù hag an hadoù a vez implijet.
=== [[Keginerezh]] ===
An delioù fresk hag an hadoù (fresk pe sec'h) ha lakaer pa geginer [[pesk]]ed.<br />
Ur blaz [[aniz]]et skañv a roer d'ar saladennoù pa lakaer tammoù ognonennoù kriz enno (gwelet ''cartucci'' [[Italia]]) ; evel legumajoù e vez debret an ognon goude bout bet poazhet.<br />
En Italia c'hoazh e reer silzig blazet gant lostoù-louarn, anvet ''finocchione''. E [[Bro-C'hall]] e reer ul likor gant fanouilh, ''la fenouillette''.
Glec'hiadennoù plijus a reer gant an hadoù ivez.
=== Traeterezh ===
C'hwezh-vat a reer gant [[eoul]] lostoù-louarn.
=== [[Mezegiezh]] ===
==== Dre ziabarzh ====
* Erbedet e vez drebriñ '''hadoù''' lostoù-louarn da aesaat ar c'hoazhañ, da bareañ an dipadapa, da zegas muioc'h a laezh d'ar merc'hed.
* Gant ar '''gwrizioù''' e reer war-dro kudennoù ar [[benvegad troazhañ]].
==== Dre ziavaez ====
* Gant fanouilh e farder louzoù-gargouilhat da bareañ poanioù ar munsunioù ha re ar gouzoug.
* Mesket gant [[rouanez-ar-foenneg]] (''Filipendula ulmaria''), [[bent]] [[pebr]]et (''Mentha piperita'') ha [[nadozioù]] (''Geranium maculatum'') e kempennar ar [[benvegad koazhañ]].
* Eoul lostoù-louarn mesket gant eoul [[louzaouenn-an-deñved]] (''Thymus vulagris'') hag eoul [[eukaliptuz]] (''Eucalyptus globulus''), ha kejet gant eoul [[olivez]] a implijer evel antred da frotañ ar vruched enep ar gorzellad.
* Ne vez morse erbedet eoul lostoù-louarn d'ar merc'hed pa vezont o tougen.
 
== Notennoù ==
<references />
 
[[Rummad:Louzoù]]