Manac'h : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
MerlIwBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: nn:Munk
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: ro:Călugăr, vi:Tu sĩ; Kemm dister
Linenn 4:
Ur '''manac'h''' zo un den a vev hervez e relijion o lakaat ar vuhez speredel a-raok buhez ar c'horf. Un dra gozh eo an doare bevañ-se en istor an Denelezh, ha kavet e vez e meur a relijion. Dont a ra ar ger eus ar [[gregach]] μοναχός, monachos.
 
== Manac'hegezh ==
''Manac'hegezh'', hervez [[Geriadur Roparz Hemon]] eo an anvioù a vez graet eus obererezh ha reolennoù ar ''venec'h'' hag al ''leaned''.
 
 
== Merc'hed ==
''Leanez'' a vez graet eus ur [[plac'h]] pe ur [[maouez|vaouez]], pe [[manac'hez]] dre fent.
 
== Manati ==
Bevañ a ra al leaned en ul ''leandi''. Ur [[manati]] a zo ul leandi bras. Dindan beli un abad emañ an ''abati'' ha dindan beli ur priol eo ar [[prioldi]], hag a zo dindan beli un abati. Enebet eo ar vanac'hiezh ouzh ar penitiouriezh|benitiouriezh]] pa vez ar benitiourien o vevañ o-unan en ur [[peniti]].
 
Linenn 20:
Leaned ha leanezed o deus klasket tapout o salvidigezh diwar ar [[pedenn|bedenn]] hag ar brederiadenn er [[sioulded]] hag an dilavar. [[Sant Anton Meur]] a vroude an dud da vezañ penitiourien evit heuliañ roudoù ar [[Jezuz-krist|C'hrist]] dindan levezon ar [[Spered santel]]. Er c'hontrol e lavare sant Pakom e oa dañjerus an digenvez pa c'hell kas d'an dispi. Kinnig a rae ma veze bodet ar venec'h evit ar [[merenn]]où nemetken, pep hini o prederiañ en e unan devezh-pad en ur c'hellig.
 
== Manac'hegezh kristen ar C'hornôg ==
[[SkeudennRestr:Kovelklein.JPG|thumb|right|100px|Manac'h katolik]]
E [[361]] eo bet diazezet ar c'hentañ manati a zo bet e [[Kornôg]] [[Europa]] gant [[Martinus]] (pe ''Sant Marzhin [[Teurgn]]'') war un dachenn roet gant [[Hilarius]], [[eskob]] [[Poitiers]]. En abati [[Ligugé (Vienne)]] ne oa nemet lochennoù graet gant brankoù evit reiñ goudor d'ar venec'h, met e c'houlenne sant Marzhin ma kemeront prantadoù evit al labour e-kreiz amzerioù evit ar bedenn.<br />
Rak e deus kroget ar manac'hiezh gant ar vuhez-arvestal a-raok ma teuio an diforc'h etre an [[urzhioù leaned]] oberiant hag an urzhioù-arvestal.<br />
Linenn 31:
 
 
=== [[Reolenn sant Benead]] ===
 
[[Benead Norcia|Sant Benead a Nursia]] ([[480]]-[[547]]) en deus savet ur manati e [[Subiaco]] hag, da-c'houde e [[Monte-Cassino]] (150 km eus Roma). Savet en deus ur reolenn vuhez evit ar venec'h hag a zo bet ar [[pimpatrom]] evit an holl [[urzh menec'h|urzhioù menec'h]] e Kornôg Europa. ""Ora et labora" (Ped ha labour) a zo bet e [[ger-ardamez]]. Chomet eo hini ar [[urzh sant Benead|venec'h beneadiz]].
 
 
[[SkeudennRestr:Tapisserie moines mannequins.jpg|thumb|Menec'h er Grennamzer]]
 
Hervez ar reolenn e vez aozet buhez ar manati hervez [[pennaenn]]où speredel ar gumuniezh (degemer ar baourien, karantez breurel, amzerioù ar bedenn-stroll), met e teskriv an aozadur pleustrek ivez ar reolenn (eurioù an devezh, kefridioù ar venec'h, stummadur an novised).
Linenn 47:
* An novised a vez stummet evit mont da vanac'h ;
* Ar [[mevel|vevelien]] : ar re-mañ a zo tud lik ha n'int ket leaned, met servijerien al leandi int. Lojeiz o deus er savadurioù pe er-maezh gant o familh.
[[SkeudennRestr:Courceleste.jpg|Lez an Neñvoù]]
 
=== Kumuniezh ar venec'h ===
Linenn 61:
Ar vreudeur lik n'int ket evit bezañ engouestlet pa 'z int deuet e-barzh al leandi pa oant oadourien dija ha darn anezho a zo ken dizesk ha n'int ket da vezañ stummet. Fiziet eo dezho ar c'hargoù pleustrek.
 
=== Kargoù ar venec'h ===
Bez ez eus ofiserien bennañ a zo en o c'harg aozañ ha lakaat ar gumuniezh da vont mat en-dro :
* an [[abad]]
Linenn 76:
E penn familh ar venec'h emañ an abad (eus an [[arameeg]] abba=tad). Dilennet eo gant ar venec'h lenneg evel atebeg war an amzerell ([[latin]] ''temporalis'') gant galloudoù an aotroù [[gladddalc'helezh|gladdalc'hel]] koulz ha war an traoù speredel. Envel a ra an ofisourien ha ret eo kaout e asant pa vez kaoz eus sevel pe kemm ar c'hustumoù bihan ha bras. Ober a ra disentezioù ma vo herberc'het ar gantreerien evit un amzer berr ha ma vo sikouret ar re baour.
 
=== Ar savadurioù menec'h ===
Savet e vez ar savadurioù hervez tresoù resis evit ma vo lec'hioù ar bedenn hag ar vuhez menec'h e-kreiz al leandi. Savet e vez da gentañ an iliz ha staget dezhi ar [[kloastr|c'hloastr]], ar salioù boutin (sal ar chabistr, ar [[predva]], ar sal tomm) ha kelligoù ar venerc'h.
Pelloc'h e kaver ar c'heginoù ha ar savadurioù labour (skriptoriom). Pelloc'h ez eus, er-maezh eus klozadur ar venec'h, savadurioù an atant ha [[sanailh]]où evit an eostoù. Ur voger-kloz a ya e tro al leandi a-bezh hag emañ ur manac'h o wareziñ an nor bennañ. Ur gwazh-dour a dreuz ar savadurioù en kaniennoù mein evit kas dour d'al [[lavabo]], d'ar c'heginoù ha dindan ar prevezioù.<br />
Linenn 125:
[[pl:Zakon mniszy]]
[[pt:Monge]]
[[ro:Călugăr]]
[[ru:Монах]]
[[sh:Redovnik]]
Linenn 136 ⟶ 137:
[[tr:Keşiş]]
[[uk:Чернець]]
[[vi:Tu sĩ]]
[[zh:修士]]