Emsavadeg ar Bonedoù ruz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
 
'''Emsavadeg ar Bonedoù ruz''' a oa un emsavadeg pobl c’hoarvezet e Breizh e [[1675]] ha kastizet garv gant gouarnamant ar Roue [[Loeiz XIV]].<br>
Digejañ a ra an istourourienistorourien daou varead :
*Unan kentañ, c’hoarvezet e kêrioù bras reter ar vro, [[Roazhon]] dreist-holl, ha [[Naoned]], e miz [[Ebrel]] [[1675]] hag anvet '''''Emsavadeg ar Paper timbr''''', dre ma oa savet a-enep da daosoù berniet war an dud, en o zouez ar [[paper timbr]] lakaet da ret evit ober [[akta|aktaoù]].
*E Breizh-Izel e voe reuz er maezioù, gant kouerien, hag anvet eo '''''Emsavadeg ar Bonedoù ruz''''', dre ma veze gwisket ar beizanted gant bonedoù ruz (pe glas, kement-se a oa hervez al lec’hioù). E [[Kerne|Kernev]] hag e [[Treger]] dreist-holl e voe freuz ha reuz, e miz [[Gouere]] hag [[Eost]].
Tammoù reuz a savas er memes mare e kêrioù zo evel [[Dinan]], [[Gwened]], hag e [[Roazhon]] muioc’h c’hoazh.
Linenn 9:
==Red an darvoudoù==
Klevet e vez ez eus bet un emsavadeg e [[Bourdel]] a-enep tailhoù ’zo (nebeut a dra e gwirionez). En em sevel a ra an dud e kêr [[Roazhon]] d’an [[3 Ebrel|3 a viz Ebrel]] [[1675]] pa glevont ar c’heloù. Lakaet eo an arigrap war burevioù [[butun]] ha war burev ar [[paper timbr]] e [[Breujoù Breizh]].<br>
Kemend-all a c’hoarvez e [[Naoned]], [[Gwened]], [[Gwengamp]], [[Dinan]], h.a. Un emsavadeg kêr eo bet e penn kentañ eta. E penn an emsavadeg ez eus [[parlamantour]]ien ha tud eus ar bobl. Arme ar roue, renet gant an dug [[de Chaulnes]] a zo karget da lakaat an urzh da ren en-dro. Kregiñ a ra an “adurzhiañ” e Naoned. Eno eo lakaet d’ar marv [[Goulven Salaun]] a oa e penn ar jeu..
 
==Abegoù an emsavadegoù==
*War greskiñ ez a atav an [[tailhoù]] lakaet war-sav gant ar galloud kreiz, ar Roue [[Loeiz XVIXIV Frañs(Bro-C'hall)|Loeiz XIV]] adalek 1670. Koulz an [[noblañs]] hag ar bobl a zo paket en afer-se. Pa vez lakaet war-sav « ur paper timbr ispisial evit an aktaoù gwiriañ ha justis » ha gwirioù nevez war ar milinoù, ar goredoù, hag ur bern traoù all c’hoazh, e klask [[Stadoù Breizh]] adprenañ [[Edid|Edidoù]] ar Roue en eskemm d’an hanter muioc'h eget o zalvoudegezh. Darn hepken a vez dilezet. Bloaz war-lerc’h e vez adsavet an edidoù-se hep goulenn nag ali nag aotre [[Stadoù Breizh]].<br>
Sevel a ra emsavidi all a-enep an [[noblañs]] hag an [[uheliad|uhelidi]], an [[taos|taosoù]], ar [[gwirioù-dreist]]. Goulenn a raent ivez difenn frankiz [[Breizh]]. Plantet e voe an tan ganto e manerioù hag e kastellioù ‘zo, ha devet dielloù.<br>