Remont Jestin : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 22:
 
'''Remont Jestin''' (ganet e [[Landerne]] e 1902 - marvet e Menton e 1991), Raymond Gestin e anv kefridiel, a voe ur skrivagner brezhonek, stag ouzh skol Pariz gant [[Goulven Pennaod]] ha tud [[Kêr-Vreizh]]. Lesanvioù e-leizh a arveras evit skrivañ e zanevelloù, e studiadennoù pe e bennadoù : Rieg Jestin, Rigakos, Gestin...
 
==Buhez==
 
Desavet e voe e brezhoneg gant e vamm-gozh e [[Bro-Leon]], kent mont pell-pell war ar studi e Pariz. Studiañ a reas en ''Ecole du Louvres'', goude bet o chom en Istanboul hag e Mezopotamia e-men e reas enklaskoù war ar sumereg. Dont a reas da vout kelenner en ''Ecole pratique des hautes études'' ("Skol Bleustrek ar Studioù Uhel") adalek 1953.
Linenn 36 ⟶ 38:
*''Ar spered relijiel sumerek en e endro usvedel'', [[Preder]], 1959.
*''Hent ar ouenn ? Hent an natur'', Ar Stourmer, niverennoù 1-3, 1962.
 
==Arroud==
 
"''Al lorc'h evit ur ouenn a zo bleunienn ar yec'hed, ha mousc'hoarzh ar c'hlanded, ouzhpenn ez eo kreñvañ mirour he galloud hag he youl-emledañ, he spered-trec'h. An hini lorc'hus a zo faeüs ha dre-se n'eo ket fall e-keñver e enebourien. Ar sklav eo a zo gourvennek ha dieeun. An hini balc'h a oar ar pezh a galv ha gwelloc'h eo gantañ bezañ eñ e-unan eget bezañ unan all. Neuze ne gilo na ne ziskrogo, rak ezhomm en do atav da greskiñ e nerzh hag e binvidigezh-ene evit kenderc'hel da vagañ an emskiant-se.''" (Lorc'h, Preder, Tonkad 61, 1961)
 
[[Rummad:Ganedigezhioù 1902]]