Gwalarn (kelaouenn) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: en:Gwalarn
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Rummad:Lennegezh vrezhonek]]
 
{{LabourAChom}}
 
'''Gwalarn''' a voe brudetañ kelaouenn lennegel ar maread etre an daou vrezel. Krouet e voe gant [[Olier Mordrel]] ha [[Roparz Hemon]]. Ur 165 niverenn a yeas d'ober heuliad e niverennoù. Embannet e voe adalek miz Meurzh 1925 da 1944. Da gentañ ne oa anezhi nemet ur stagadenn d'ar gelaouenn [[Breiz Atao]], kent dont da vout ur gelaouenn en he unan adalek 1926 hag ur gelaouenn viziek adalek 1930. Ingal-hag-ingal e teuas er-maez bep miz nemet e-pad an toullad mizvezhioù a badas ar "Brezel diot" ma kemeras e aozerion perzh ennañ er bloavezhioù 1939 ha 1940.
Evit ar ger boutin, sell ouzh [[gwalarn]]
 
==Istor Gwalarn==
 
===Mennad an diazezerion ha niverennoù kentañ ''Gwalarn''===
Ur [[kelaouenn|gelaouenn]] [[brezhoneg|vrezhonek]] eo bet '''Gwalarn''' e-pad 19 vloaz ([[1925]]-[[1944]]). Krouet eo bet evel ur stagadenn sevenadurel drimiziek da v''[[Breiz atao]]'', kazetenn [[Strollad Broadel Breiz]]. Da [[Roparz Hemon]] ha da [[Olier Mordrel]] eo bet fiziet an atebegezh hag int o deus sinet un destenn c'hallek anvet ''Premier et dernier manifeste en langue française de Gwalarn''. Er bloavezh [[1926]] e teu da vezañ ar stagadenn ur gelaouenn lennegel distag, Gwalarn e [[titl|ditl]] ha Roparz Hemon en he fenn. Dont a raio ingal bep miz betek bombezadegoù war di-moulañ ar SBB e [[Roazhon]] e 1944. Dre ma roas un [[roll skrivagnerien Skol Walarn|toullad skrivagnerien yaouank ha kozh ivez]] pennadoù, ur stil nevez dezho, e vez kaoz eus ur skol lennegel brezhoneg anvet [[Skol Walarn]].
 
Ober a reas o soñj Olier Mordrel ha Roparz Hemon sevel ur gelaouenn pe, da vihanañ, ur stagadenn a vije ar pal anezhi sevel ha krouiñ ul lennegezh vrezhonek vodern diwar netra pe dost a-benn voueta spered tud desket-kaer ha prientinion. Kement-se a zlee servijout menozioù politikel dre reiñ d'an emrenerion ha d'an disrannerion vreizhat un diazez sevenadurel e-skeud distreiñ a-grenn diwar lizheradur an emsav kentañ, da lavarout eo hini ar varzhed hag an amzer dremenet, diouzh un tu ha diouzh an tu all lizheradur deol ar veleion.
==Labour aozañ Roparz Hemon==
 
E pennad kentañ Gwalarn anvet "''Premier et dernier manifeste de Gwalarn en langue française" e lenner kement-mañ : "N'eus azginivelezh vroadel ebet a-nes azginivelezh yezhel" <ref> "Il n'est pas de renaissance nationale sans renaissance linguistique", niverenn gentañ ''Gwalarn'', miz Meurzh 1925</ref>.
 
Kentañ adniverenn lennegel drimiziek Breiz Atao a voe renet gant Roparz Hemon a zeuas da vout, tamm-ha-tamm, e-unan e penn ''Gwalarn''. En hini gentañ e kaver un hir a "Eur ger a-raok" hag en eil un dresadenn gant R.Y. Kreston da heul troidigezh pezh-c'hoari ar C'hembread A.O. Roberts "Ar c'houmoul a dec'h".
==Skol Walarn==
Gwelet ar pennad [[Skol Walarn]].
 
===Daou rummad gwalarnerion===
==Ar Skrivagnerien==
 
Gwelet [[roll skrivagnerien Skol Walarn]].
====Rummad Kentañ Gwalarn====
Diforc'hañ a reer daou rummad gwalarnerion peurliesañ.
 
Er rumm kentañ e kaved tud bet ganet e penn kentañ an ugentvet kantved pe a-raok, tud bet galvet d'ar brezel-bed kentañ, tolpet tro-ha-tro da Roparz Hemon : [[Abeozen]], [[Jakez Riou]], [[Youenn Drezen]],[[Jakez Kerrien]]. Levezonet e voe an dud yaouank-se gant diaraogerion hag a glaskas pinvidikaat ar brezhoneg en un doare modern hag arnevez evel [[Frañsez Vallée]] pe [[Meven Mordiern]]. Aozerion rouesoc'h a genlabouras gant ar skipailhig-se a vare da vare evel Olier Mordrel pe [[Gwilherm Berthou-Kerverhiou | Kerverzhioù]].
 
Peurliesañ e oa desketoc'h ar skrivagnerion-se eget ar re a skrive e brezhoneg en amzerioù kent abalamiur ma rjont studioù uhel er skol-veur pe er c'hloerdi. Dre o deskadurezh eo anezho ur meni begenn pe un dibab tud desket-kaer : skolveuriet war ar sozneg e oa Roparz Hemon ; bet war arstudioù-uhel a-fed sevel-tier Olier Mordrel ; danvez leaned Jakez Riou, Youenn Drezen ha Jakez Kerrien ; kelenner war ar galleg Abeozen.
 
E niverenn 21 ''Gwalarn'', ken abred hag ar bloavezh 1930, e kaved ur rentañ-kont eus ar pemp bloavezh kentañ, reoù ar rummad kentañ-se neuze en ur pennad anvet "Pemp bloavez e lennegez Vreiz"). Gant Abeozen e voe displeget pegen start e voe kas ar gelaouenn-se da benn ken a-fed arc'hant ken evit tud gwall yaouank a zlee gounit o buhez, ouzhpenn bezañ tud a bluenn.
 
====Eil Rummad Gwalarn====
 
War-dro 1930 e teuas tud arall evit pinvidikaat danvez ha renabl ar re a gemere perzh er gelaouenn : [[Meavenn]], [[Maodez Glanndour]], [[Langleiz]], [[Roperzh ar Mason]], [[Loeiz Andouard]]. Ken desket hag ar rummad kentaén e oa ar re-se : doktor war andoueoniezh Maodez Glanndour, kelenner war an arzoù-kaer Langleiz...
 
===Danvez ar gelaouenn==
 
Disheñvel-mik e oa danvez ''Gwalarn'' diouzh pezh a gaved er c'helaouennoù brezhoneg arall. Da gentañ e kaved enni troidigezhioù diwar yezhoù anavezet gant hini pe hini a'r re a gemere perzh er gelaouenn, alese [[kembraeg]], [[iwerzhoneg]], [[saozneg]], [[alamaneg]], [[spagnoleg]], [[galleg]]. Pa lavare an nen e oa re a droidigezhioù diwar yezhoù all e responte kement-se Roparz Hemon : "Ar Vretoned o deus ezhomm da zeskiñ petra eo al lennegezh" <ref>''Ur breizhad oc'h adkavour Breizh, Roparz Hemon, 1972</ref>. Se zo kaoz ivez ez eo lod muiañ eus an troidigezhioù brezhonek-se diwar srkivagnerion uhel bet desket er skol-veur gant ar walarnerion . troet e veze ganto Shakespeare, Marlowe, Boccace, Calderon, Pouchkin ha skrivagnerion an Henamzer gresian ha latin. En holl ez eus bet un dousennad troidigezhioù c'hoariva gant Gwalarn.
 
Mod arall e kaved er gelaouenn-se oberennoù orin ar re he skrive. Tamm-ha-tamm, dre rannoù, e veze embannet romantoù Hemon (''Ur breizhad oc'h adkavout Breizh''), danevelloù Abeozen pe bezhioù-c'hoariva Jakez Riou. Gant an eil rummad e veze muioc'h a varzhonegoù eget kent : ''Kanoù an noz'' Langleiz da skouer.
 
Estreget oberennoù a lennegezh a embannas Gwalarn peogwir e z embannas kentelioù Istor Mordiern pe ar studiadenn a savas [[Remont Jestin]] a-zivout ar voudhaadegezh.
 
==Hêrezh Gwalarn==
 
War-lerc'h ar brezel ez adkemeras tud Gwalarn gant hent al lennegezh vodern e brezhoneg, tro-dro d'ar gelaouenn [[Al Liamm]].
 
==Studiadennoù a-zivout ''Gwalarn''==
 
*"Gwalarn", [[Per Denez]], Al Liamm, niverenn 50, 1950
*"Gwalarn", [[Yann-Ber Piriou]] Le Peuple Breton, niverenn 53-58 , 1968
*"Istor hol lennegezh : skol walarn", [[Youenn Olier]], 1974 - 1975
*"Un nebeut notennoù diwar-benn Gwalarn", Yves Gourmelon, Ar Falz, 1978
*"Kannadig Gwalarn", Hor Yezh, Per Denez, 1980
*"L'influence de Gwalarn", DALC'HOMP SOÑJ, niverenn 24, Cefa de Bellaing, 1988
*"Gwalarn , histoire d'un mouvement littéraire", Bibliothèque municipale de Brest, 1989
*"Histoire de Gwalarn, [[Ronan Huon]], 1989
*"The Modern Novel in breton and the quest for a european litterature", W. Calin, 1997
 
 
==Ereoù diabarzh==
==*[[Skol Walarn==]].
Gwelet *[[rollRoll skrivagnerien Skol Walarn]].
 
==Notennoù==
<references/>
 
[[Rummad:Lennegezh vrezhonek]]
[[Rummad:Kelaouenn vrezhonek]]
 
[[ca:Gwalarn]]
[[en:Gwalarn]]
[[fr:Gwalarn]]
[[fr:Gwalarn]]
 
[[Rummad:Lennegezh vrezhonek]]