Gwalarn (kelaouenn) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 28:
War-dro 1930 e teuas tud arall evit pinvidikaat danvez ha renabl ar re a gemere perzh er gelaouenn : [[Meavenn]], [[Maodez Glanndour]], [[Langleiz]], [[Roperzh ar Mason]], [[Loeiz Andouard]]. Ken desket hag ar rummad kentaén e oa ar re-se : doktor war andoueoniezh Maodez Glanndour, kelenner war an arzoù-kaer Langleiz...
 
===Danvez ar gelaouenn==
 
Disheñvel-mik e oa danvez ''Gwalarn'' diouzh pezh a gaved er c'helaouennoù brezhoneg arall. Da gentañ e kaved enni troidigezhioù diwar yezhoù anavezet gant hini pe hini a'r re a gemere perzh er gelaouenn, alese [[kembraeg]], [[iwerzhoneg]], [[saozneg]], [[alamaneg]], [[spagnoleg]], [[galleg]]. Pa lavare an nen e oa re a droidigezhioù diwar yezhoù all e responte kement-se Roparz Hemon : "Ar Vretoned o deus ezhomm da zeskiñ petra eo al lennegezh" <ref>''Ur breizhad oc'h adkavour Breizh, Roparz Hemon, 1972</ref>. Se zo kaoz ivez ez eo lod muiañ eus an troidigezhioù brezhonek-se diwar srkivagnerion uhel bet desket er skol-veur gant ar walarnerion . troet e veze ganto Shakespeare, Marlowe, Boccace, Calderon, Pouchkin ha skrivagnerion an Henamzer gresian ha latin. En holl ez eus bet un dousennad troidigezhioù c'hoariva gant Gwalarn.