Diforc'hioù etre adstummoù "Bos taurus"

30 okted ouzhpennet ,  7 vloaz zo
liammoù ouzhpennet
(pennad kentañ savet)
(liammoù ouzhpennet)
'''''Bos taurus''''' a zo anv skiantel ur spesad [[bronneg]] [[daskirier]] [[doñv]] eus [[Europa]] hag [[Azia]] o tont eus ar [[gourejen]] hag a zo e-touez ar [[chatal]] pennañ savet gant an den. Loened bras int (etre 100 ha 150 cm uhelder evit ar re c'hour hag etre 600 ha 1000 kg).
 
Hervez renkadurioù nevesañ al loened e c'heller kavout daou [[isspesad]] : [[Saout]] doñv Europa, '''''Bos taurus taurus''''' pe ''Bos primigenius taurus'' hag ar [[zebu]] eus Afrika hag Azia '''''Bos taurus indicus''''' pe ''Bos primigenius f. taurus.'' Hervez skiantourien zo e c'hellfe bezañ ar spesad aet da get, ar [[gourejen]] renket e-touez an hevelep spesad '''''Bos taurus primigenius'''''.
 
Doñvet eo bet ''Bos taurus'' tro-dro 10 000 bloaz 'zo e broioù kreiz ar sav-heol a-raok bezañ ledanet e saverezh er bed a-bezh. Savet e vezeevitveze evit kaout labour, [[kig]] ha [[laezh]]. Al [[lêr]], ar c'herniel hag ar [[kaoc'h |c'haoc'h]] a veze hag a vez implijet c'hoazh an deiz a-hiziv.
 
Pouezus eo bet hag e chom pouezus ar [[bioù]] evit an dud. Meur a [[relijion]] ha [[sevenadur]] a laosk ur plas bras dezho. An arzoù hag ar bruderezh a implij o skeudenn alies ivez.
1 038

modifications