Odysseia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.3) (Robot kemmet: ca:Odissea
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: wa:Odissêye; Kemm dister
Linenn 1:
[[Restr:John William Waterhouse - Ulysses and the Sirens (1891).jpg|thumb|500px|Odisseüs hag ar [[siren]]ed, taolenn livet gant [[John William Waterhouse]] e 1891 ]]
 
An ''[[Odysseia]]'' pe '''Odisseia''' ([[henc'hresianeg]] Ὀδύσσεια, ''Odysseia'') zo unan eus an daou [[meurgan |veurgan]] [[henc'hresianeg|henc'hresianek]] lakaet war gont [[Homeros]], ur [[barzh]] [[dall]], hervez an hengoun. Savet e vije bet goude an [[Ilias]], an oberenn all lakaet war gont ar memes oberour, e diwezh an {{VIIIvet}} kent J.-K., un tu bennak en [[Ionia]], da lâret eo en arvor [[Anatolia]] a oa annezet gant [[Henc'hres]]ianed d'ar c'houlz-se.<ref name="The Odyssey 2003">[[D.C.H. Rieu]]'s introduction to ''The Odyssey'' (Penguin, 2003), p. ''xi''.</ref> Kontet eo da vezañ unan eus brasañ pennoberennoù al [[lennegezh]] er bed ha, gant an [[Ilias]], evel unan eus an div varzhoneg pennañ e sevenadur [[Europa]].
 
Danevelliñ a ra dreist-holl avanturioù an [[haroz]] [[akeaned|akean]] [[Odisseüs]] (pe [[Ulises]], evel ma oa anvet er vitologiezh [[henroma|romaroman]]n) hag e veaj hir war e giz d'ar gêr goude diskar [[Troia]]. 10 vloaz e voe o tistreiñ d'e enezenn, [[Ithaka]], goude an 10 vloaz bet o vrezeliñ dirak [[Troia]].<ref>Mervel a ra ar c'hi Argos ''autik' idont' Odusea eeikosto eniauto'' ("o welet Odisseüs adarre en ugentvet bloavezh"), [http://www.perseus.tufts.edu/cgi-bin/ptext?lookup=Hom.+Od.+17.290 ''Odyssey'' 17.327]; cf. ivez [http://www.perseus.tufts.edu/cgi-bin/ptext?lookup=Hom.+Od.+2.129 2.174-6], [http://www.perseus.tufts.edu/cgi-bin/ptext?lookup=Hom.+Od.+23.85 23.102], [http://www.perseus.tufts.edu/cgi-bin/ptext?lookup=Hom.+Od.+23.129 23.170].</ref>
E-pad e veaj war vor, heuliet gant kounnar an doue [[Poseidon]], e tegouezh Odisseüs gant ur bern tud brudet eus ar vitologiezh, evel an [[nimfenn]] [[Kalipso]], ar briñsez [[Naosikaa]], ar [[Kiklop|c'hikloped]], an [[hudourez]] [[Kirke]] pe ar [[Siren]]ed. E-keit-se e soñje d'an holl e oa aet da anaon e-pad ar brezel hag e wreg [[Penelope]] hag e vab [[Telemac'hos]] a ranke gouzañv ur strollad noblañsoù turmudus, ar ''Mnesteres'' (henc'hresianeg : Μνηστῆρες) pe ''Proci'', heligentañ etreze da c'hoût piv a euredfe Penelope hag en defe madoù Odisseüs.
Er meurzanevell ez eus ivez un nebeud arroudennoù ma'z eus danevellet prantadoù eus Brezel Troia ha n'eus ket meneg anezho en Ilias, evel istor [[marc'h Troia]] ha drouziwezh ar gêr-se.
 
Lennet e vez c'hoazh an oberenn e [[henc'hresianeg|gresianeg Homeros]] ha troet eo bet en ur bern yezhoù en-dro d'ar bed, nemet e brezhoneg n'eo ket avat. Savet e oa ar varzhoneg orin dre gomz gant un ''[[aoidos]]'' (barzh meurzanevellek/kaner), pe marteze gant ur [[rhapsod]] (kaner gwerzennoù a-vicher), ha graet e oa da vezañ kanet da gentañ-penn ha n'eo ket da vezañ lennet.<ref name="The Odyssey 2003"/> Munudoù arz ar barzh hag an doare ma teuas e oberenn da vezañ skrivet e stumm ul levr zo danvez divizoù dibaouez etre al lenneien. Savet e oa an ''Odysseia'' en ur yezh varzhoniel. 12 110 linenn [[heksametr]] [[daktilek]] zo en e stumm skrivet, rannet e 24 ''kan''.<ref>{{citation
|title=The Classical World: An Epic History from Homer to Hadrian
|last=Fox
Linenn 44:
=== Kanoù I-IV : Beaj Telemac'hos ===
==== Kan kentañ ====
Kregiñ a ra an Odysseia d'ar mare m'emañ dalc'het [[Odisseüs]] en enezenn an nimfenn [[Kalipso]] a fell dezhi eurediñ gantañ. A-du emañ an holl zoueed da lezel anezhañ da zistreiñ er gêr, nemet [[Poseidon]] en deus miret droug outañ abalamour m'en doa dallet e vab, ar [[kiklop|c'hiklop]] Polifemos. E-keit m'emañ Poseidon o vanveziñ en [[Etiopia]] en em vod an doueed all ha goulenn a ra [[Athena]] digant [[Zeus]] aotreañ distro Odisseüs. Asantiñ a ra an Doue hag Athena a c'houlenn ma vo kaset [[Hermes]] da lâret da Galipso dieubiñ Odisseüs. Goude e lavar da Zeus emañ e soñj mont da skoazellañ [[Telemac'hos]], mab an haroz.
 
Hag Athena da Enez [[Itaka]]. Eno eo heget [[Penelope]] gant degadoù a bleustrerien eus tiegezhioù noblañsed Itaka hag eus an inizi tro-war-dro. Dre ma n'eo ket distroet Odisseüs abaoe ugent vloaz e tle Penelope choaz ur [[pried]] nevez da ren war Itaka, met ampellat a ra atav ar mare da choaz abalamour ma esper c'hoazh e teuio Odisseüs en-dro. Da c'hortoz o deus graet ar bleustrerien-o annez e palez Odisseüs, hag e foranont e beadra o vanveziñ dibaouez. Athena, dezhi neuz un estranjour, a ali Telemac'hos da vodañ an Akeaned a-benn tamall o emzalc'h da bleustrerien Penelope, ha da vont kuit goude da [[Pilos|Bilos]] ha da [[Sparta]] da glask goût petra zo c'hoarvezet gant e dad.
 
==== Kan II ====
An eil devezh, Telemac'hos a dolp ar vodadenn hag a c'houlenn gant ar bleustrerien kuitaat ar palez. Daoust da harp Egiptios ha da hini Halitherses, ha d'ur ragarouez a-du kaset gant [[Zeus]], ne zeu ket a-benn da lakaat ar bleustrerien da blegañ : Antinoos, an den a zo en o fenn, a nac'h krenn. Telemac'hos a embann neuze e raktres beaj da Bilos, met enebiñ a ra ar bleustrerien adarre dre vouezh Leokritos, a zifenn ar veaj-se dezhañ hag a sav an emvod trumm. Ur bedadenn a ra Telemac'hos neuze da Athena a gemer neuz [[Mentor (mitologiezh)|Mentor]] da reiñ kalon dezhañ hag a vroud anezhañ da vont kuit daoust da bep tra. Ne sent ket Telemac'hos ouzh ar bleustrerien, hag amprestañ a ra ul lestr da vont da Bilos diouzh an noz, ambrouget gant an doueez Athena, atav dindan neuz Mentor.
 
==== Kan III ====
[[Restr:OdysseyPolyphemos.png|thumb|500px|Odisseüs o vezviñ Polifemos]]
 
Linenn 60:
==== Kan IV ====
 
Da guzh-heol e tegouezh Telemac'hos e [[Sparta]] ha degemeret eo eno gant [[Menelaos]] hag [[Elen a Gerdroia|Helene vrav]]. Bamet eo Telemac'hos da gaerded palez Menelaos. Hemañ a zanevell an avanturioù hag ar poanioù en deus gouzañvet da zastum ar pinvidigezhioù a weler eno. Kontañ a ra [[Brezel Troia]] ha penaos eo dianadet Odisseüs. [[Elen a Gerdroia|Helene Troia]], a verz strafuilh Telemac'hos, en anavout a ra dre ma taol da Odisseüs a-raok ma lârfe an ostizien o anv. Helene a ginnig d'an daou zen yaouank un evaj, ennañ un dramm distignus, ha da c'houde e tanevell gant Menelaos degouezhioù ma tiskouezas Odisseüs e finesa. Antronoz vintin (Ar c'hwec'hvet devezh abaoe deroù an istor), Menelaos a zeskriv e zistro eus [[Troia]] hag an avanturioù a gasas anezhañ da Egipt, e lec'h ma c'houlennatas [[Proteus (mitologiezh)|Proteus]], « den kozh ar mor », goude bezañ tapet anezhañ dre finesa ha gant skoazell a-berzh unan eus merc'hed Proteus, [[Idotea]]. Evel se eo e teuas Menelaos a-benn da guitaat Egipt, ma oa dalc'het gant avelioù enep abaoe pell. Evel se ivez e teskas tonkad an harozed all eus Brezel Troia, ha dreist-holl marv e vreur [[Agamemnon]]. Menelaos a lâr e oa disklêriet dezhañ gant Proteus e veve Odisseüs prizoniet en un enezenn. Pediñ a ra Telemac'hos da chom un nebeud devezhioù met hennezh a nac'h e ginnig, daoust ma chomo pelloc'h e Sparta. E-keit-se, en [[Itaka]], e tesk ar bleustrerien e aet Telemac'hos kuit da glask e dad ha divizout a reont stignañ ur griped dezhañ.
 
=== Kanoù V - VIII : Odisseüs a zegouezh e rouantelezh ar Faiakiaiz ===
Linenn 66:
==== Kan V ====
[[Restr:OdysseyLeukothea.png|thumb|right|300px|Leukothea a ro he gouel da Odisseüs]]
Antronoz vintin (seizhvet devezh), distro war [[Olympos|Menez Olympos]], e c'houlenn [[Athena]] adarre digant [[Zeus]] hag an doueed all dieubiñ [[Odisseüs]]. Zeus a zisklêir ez eo tonket Odisseüs da gavout e diegezh en-dro en Itaka, met dleet e vo dezhañ poaniañ ugent devezh war vor, kent douarañ e rouantelezh ar [[Faiakiaiz]] a gaso anezhañ d'ar gêr. Zeus a gas kerkent [[Hermes]] da reiñ da c'hoût da [[Kalipso|Galipso]]. Mont a ra an doue da enezenn Kalipso hag e kav anezhi o wiadiñ en ur groc'h e-kreiz ar c'hoadoù hag al liorzhoù. Asantiñ a ra a-rekin da lezel Odisseüs da vont kuit. Hag hi davet ar merdeer, chomet da hirvoudiñ en aod, hag aliañ anezhañ da sevel ur [[radell]]. Goude ar pred e klask ur wezh diwezhañ distreiñ an haroz diouzh kuitaat an enezenn. Odisseüs avat a gav gwell distreiñ davet e bried, daoust ma c'hall mervel (gwerzennoù 218-219).
 
Antronoz e sav Odisseüs ur radell en un doare zo deskrivet pizh. Pevar devezh a dremen kent echuiñ e radell ; ar pempvet (an daouzekvet devezh abaoe deroù an danevell) e kuita Enezenn Kalipso. Goude triwec'h devezh o verdeiñ hep chati, emañ war-nes douarañ en enezenn ar Faiakiaiz met Poseidon, o tont war e giz eus [[Etiopia]], a spurmant anezhañ hag a laka ar mor da zirollañ en e enep. Savetaet eo an haroz gant skoazell un doueez eus ar mor, [[Leukothea]] : prestiñ a ra dezhañ ur ouel warezus a vir outañ a veuziñ ur wezh dispennet e radell. Goude daou zevezh ha div nozvezh war-neuñv e teu Odisseüs a-benn gant poan, hag eñ sikouret gant Atena, da zouarañ war aod roc'hellek Faiakia (an 32vet devezh eo).
Linenn 72:
==== Kan VI ====
 
[[restrRestr:OdysseyAlcinoos.png||thumb|right|350px|[[Odisseus|Odisseüs]] oc'h heuliañ [[Naosikaa]], Skeudenn gant [[John Flaxman]] ([[1810]])]]
E-pad an noz, e-keit ha m'emañ Odisseüs o kousket war an aod, e ya [[Athena]] da balez [[Alkinoos]], roue Faiakiaiz, hag e ro un hunvre d'e verc'h [[Naosikaa]], da reiñ dezhi ar soñj da vont da gannañ he dilhad war vord ar mor. Ur finesa eo da lakaat anezhi da gejañ gant an haroz. Da c'houloù-deiz, Naosikaa, gant asant he zad, a vod he mitizhien hag a ya d'an aod. E-keit m'emañ ar merc'hed yaouank da vat o c'hoari ar vell, echu gante o c'hannadenn ha o c'houronkadenn, e tihun [[Odisseus|Odisseüs]]. Hag eñ er-maez eus ar strouezh, lous, gloazet, spulfet e vlev hag hogoz en noazh. Tec'hout a ra ar mitizhien spontet. Naosikaa hepken a ziskouez kalonegezh. Odisseüs, gant e helavarded kustum, a gomz dezhi ha Naosikaa a asant sikour anezhañ. Kouronkañ a ra an haroz ha gwiskañ dilhad fresk, hag Athena a ro un neuz bravoc'h dezhañ. da c'houde ez a da-heul Naosikaa betek dorioù kêr, ha goude e chom un tamm war he lerc'h e-keit ha ma ya merc'h Alkinoos da reiñ da c'hoût d'he zad ez eus erru un estrañjour.
 
==== Kan VII ====
Gant sikour Athena he deus kemeret neuz ur plac'h vihan e antre Odisseüs e kêr hag e palez Alkinoos. Aliet eo gant Athena d'en em deuler ouzh treid ar rouanez, [[Arete]], kerkent ha ma vo erruet e sal an tron. Ober a ra an haroz diouzh kuzul Athena, hag asantiñ a ra Alkinoos degemer anezhañ hervez lezennoù an herberc'h. Ur wezh servijet ur pred da Odisseüs, ar roue a c'houlenn gantañ e anv hag eus pelec'h e teu. Hep disklêriañ e anv e teskriv e amzer en enezenn Kalipso, e verdeadenn betek Faiakia hag an degemer graet outañ gant Naosikaa. Goude ar pred hag an diviz e kousk an haroz er palez.
 
==== Kan VIII ====
[[Restr:OdysseyDemodokos.png|thumb|right|350px|Odisseüs a ouel en ur selaou Demodokos, [[John Flaxman]] (1810)]]
Antronoz e oa savet gant [[Alkinoos]] ur banvez en enor da [[Odisseüs]]. E-doug ar pred e kan An [[aiodos]] [[Demodokos]] an trouz a oa savet etre Odisseüs hag [[Akilles]] en amzer [[Brezel Troia]]. Ne c'hall ket an haroz miret outañ a ouelañ pa soñj er mare-se, met kuzhat a ra e c'hlac'har hag Alkinoos hepken er merz.
A-benn cheñch temz-spered e ostiz, Alkinoos a ro an urzh da gregiñ c'hoarioù, en o zouez redadegoù, krogadoù gouren, lammoù, teurel ar c'hant ha dornataerezh. Pedet da gemer perzh en unan eus ar c'hevezadegoù e nac'h Odisseüs da gentañ, met divizout a ra kemer perzh pa fell d'un den anvet Eurialos ober goap anezhañ. Teurel a ra ur c'hant pelloc'h evit an holl gevezerien all. Lorc'h ennañ e tae Odisseüs [[Faiakiaiz]] ha fougasiñ a ra e ampartiz o tennañ gant ar [[gwareg|wareg]]. Den avat ne gred keveziñ gantañ. Alkinoos a laka neuze ar c'hoarioù da baouez hag a laka Demodokos da zont en-dro. Hennezh a gan neuze un darvoud fentus eus buhez an doueed : avoultriezh [[Ares]] hag [[Afrodite]], ha finesa [[Hefaistos]], pried Afrodite, da dapout anezhe. Daou eus mibien Alkinoos a zañs ha goude se laka ar roue profañ donezonoù d'e ostiz. E-pad ar pred e kan Demodokos dre an deirvet gwezh hag e kont istor [[Marc'h Troia]]. Ur wezh ouzhpenn, ne c'hall ket Odisseüs miret outañ a ouelañ o soñjal e [[Brezel Troia]]. Kuzhat a ra e c'hlac'har ouzh an holl nemet d'ar roue a c'houlenn erfin digant e ostiz pe anv eo.
 
=== Kanoù IX - XII : an « danevelloù e palez Alkinoos » ===
Linenn 87:
==== Kan IX ====
<!--[[restr:Römischer Meister um 125 v. Chr. 001.jpg|thumb|left|300px|Lodenn eus an ''Odisseia'', murlivadur roman (fin an II kantved kent J.K.)]]-->
[[restrRestr:Odysseus Polyphemos Cdm Paris 190.jpg|thumb|400|right|Odisseüs ha [[Polifemos]]]]
Disklêriañ a ra Odisseüs e anv da [[Faiakiaiz]], a-benn ar fin, hag e tanevell ar veaj daou vloaz en deus graet etre drouziwezh Troia hag ar mare ma erruas en enezenn Kalipso. Kuitaat a reas aod Troia gant daouzek [[lestr]]. Kaset e oant gant an avelioù betek [[Ismaros]], keoded ar [[Kikoned|Gikoned]], o doa kemeret perzh e Brezel Troia diouzh tu an Droianed. Kemer a reas Odisseüs ar geoded dre souezh ha preizhañ anezhi. Abalamour ma oa chomet e vrezelourien da straniñ eno daoust da ali an [[haroz]] e voent taget antronoz gant ar Gikoned a oa bet o klask sikour digant o amezeien hag e rankjont tizhout diwar dizh. Goude se e voent kaset gant ur barrad-amzer e-pad tri devezh, a-raok distro an amzer vrav. Arruet e-kichen ar [[Kab Maleas|C'hab Maleas]], avelioù enep a ziroudas anezhe adarre betek bro al [[Lotofaged]], en ul lodenn dianav eus ar bed. Degemeret e voent gant ar bobl-se a ginnigas [[lotos]] dezhe da zebriñ. An neb a dañvae ar frouezh-se avat ne felle ket dezhañ mont kuit ken, ha ret e oa da Odisseüs kas dre nerzh d'al listri e geneiled o doa graet un tañva oute.
 
Linenn 95:
[[Restr:Circe Offering the Cup to Odysseus.jpg|thumb|right|300px|[[Kirke]] o profañ ur gibad da [[Odisseüs]]]]
 
Erruout a ra Odisseüs hag e geneiled en enez arem [[Aiolos]], gward an avelioù. Degemer a ra anezhe ha klask sikour anezhe da zistreiñ er gêr. Kinnig a ra da Odisseüs ur soroc'hell m'en deus lakaet an holl avelioù a c'hallfe miret outañ da zistreiñ timat. Kas a ra dezhe ivez un aezhenn skañv a zle kas anezhe dillo da [[Itaka]]. An dekvet devezh bageerezh goude bezañ kuitaet enezenn Aiolos e spurmant listri Odisseüs aodoù [[Itaka]]. Dinec'het ha divi e chom an haroz kousket. Dre walleur, sur ez eus teñzorioù profet gant Aiolos d'o roue er soroc'hell, e geneiled a zigor anezhi da sellet e-barzh hag a zieub an holl avelioù fall. Dirollañ a ra an avelioù enep ha kas a reont al listri da enezenn Aiolos adarre. Hennezh, annoazhet gant an implij fall graet gant Odisseüs eus e zonezon ha sur ez eo mallozhet an Akeaned gant an doueed, a argas anezhe kuit.
 
Goude c'hwec'h devezh mor e touaront e [[Telepilos]], keoded al [[Lestrigoned]], renet gant ar roue Antifates. Al Lestrigoned avat zo ramzed ha debrerien tud : lazhet ha plaouiet eo ar re en deus kaset Odisseüs da zizoleiñ ar vro, hag al Lestrigoned, sortiet a-vil-vern eus o c'heoded, a zispenn listri Odisseüs o teurel pezhioù bloc'hadoù roc'h oute. Dont a ra a-benn roue Itaka da dec'het, met ne chom gantañ ken nemet ul lestr hag un dornadig keneiled.
Linenn 107:
 
==== Kan XI ====
[[ImageRestr:Pellegrino Tibaldi 001.jpg|thumb|left|300px|''Keneiled Odisseüs o laerezh chatal Helios'', gant [[Pellegrino Tibaldi]] ([[1454]]-[[1456]])]]
Anvet eo kan XI an '''Odisseia'' ''Nekuia'', da lâret eo "galv ar re varv".
 
Goude un devezh mor e tilestr Odisseüs e bro ar [[Kimmered|Gimmered]], beuzet en un noz dibaouez. Evel m'en doa displeget [[Kirke]] dezhañ e ra un aberzh ktonek hag e promet d'an divinour [[Tiresias]] ur bouc'h du ma asant en em ziskouez dirazañ. Tostaat a ra engroez skeudoù ar re varv, Roue Itaka avat a zifenn dezhe debriñ ar gwad a vir evit Tiresias. Goulenn a ra skeud [[Elpenor]] obidoù dereat pa zistroio da di Kirke. Goude se ec'h erru skeud an divinour hag e ro da Odisseüs an titouroù a felle dezhañ. Deskiñ a ra e vo arabat dezhe, pa zouarint en enezenn an heol, ober nep droug da chatal [[Helios]] ma fell dezhe distreiñ d'ar gêr. Betek-gouzout e tebrfent kig eus saout an heol, Odisseüs a c'hallfe mont d'ar gêr memes tra met e-unan, reuzeudik, goude bezañ kollet holl e genseurted, hag e ranko ober un hir a veaj da brofañ aberzhioù d'an holl zoueed evit terriñ o imor.
 
Goude e komz an haroz gant tasmant e vamm, [[Antikleia]]. Lâret a ra dezhañ emañ atav [[Penelope]] o c'hortoz anezhañ gant fealded, hag e ro dezhañ keleier eus e dad, [[Laertes]], hag e vab, [[Telemac'hos]]. Gwelet a ra goude meur a rouanez hag a harozezed marv : [[Tiro]], [[Antiope (mamm Amfion)|Antiope]], [[Alkmena|Alkmene]], [[Megara (mitologiezh)|Megara]], [[Jokaste|Epikaste]] (anv [[Jokaste]] e skridoù Homeros), [[Kloris (Niobided)|Kloris ]] , [[Leda]] a zo mamm [[Elen a Gerdroia|Helene Troia]], Ifimede, [[Faidra]], [[Prokris]] hag [[Ariadne]], Maira, [[Klymene]] hag [[Erifyle|Erifile]]. Un ehan a ra neuze Odisseüs. Meulet eo gant [[Arete]], [[Alkinoos]] hag ar Faiakiaiz zo ouzh e selaou. Alkinoos a bed neuze e ostiz da genderc'hel gant e zanevell.
[[Restr:OdysseyUnderworld.png|thumb|right|300px|Odisseüs diskennet en ifern a wel an harozed varv]]
En eil strollad tasmantoù e wel roue Itaka harozed [[Brezel Troia]] marvet e-doug ar brezel pe goude. Komz a ra gant teuz [[Agamemnon]] a ra anv eus e varv diwar zorn [[Aigistos]], ha war-lerc'h gant ene [[Akilleus]], a zisklêr e vefe gwelloc'h dezhañ bezañ ur paotr-saout reuzeudik, met bev, kentoc'h evit ren war ar re varv. Frealzet eo gant Odisseüs a zanevell dezhañ kurioù e vab [[Neoptolemos]]. Spurmantiñ a ra ivez [[Aias Telamonios|Aias]] en deus droug outañ c'hoazh abalamour d'an trouz a oa bet etreze diwar-benn armoù Akilleus.
 
Erziwezh e wel Odisseüs annezidi brudet an ifern. Gwelet a ra [[Minos]] o rentañ ar justis, ar ramz [[Orion]], re zaonet an [[Tartaros]] : ar ramz [[Tityos|Titios]] dispennet gant ar guped, [[Tantalos]] o tizeriañ gant an naon hag ar sec'hed, [[Sisyfos|Sisifos]] o vountañ e roc'h en aner. Gwelet a ra ivez tasmant [[Herakles]] o chaseal dibaouez e-touez ar re varv e-skoaz an Herakles wirion, deuet da vezañ doue goude e varv, a vev er [[olimpos|Menez Olimpos]] e kumpagnunezh [[Hebe]]. Goude bezañ gwelet holl ar re varv-se e tistro Odisseüs, gant aon rak bezañ troet e maen gant tasmant [[Medousa]].
 
==== Kan XII ====
[[restrRestr:Odysseus Sirens BM E440 n2.jpg|thumb|250px|Odisseüs hag ar [[siren]]ed, lestr gresian]]
 
Goude e veaj e Kimmeria e tistro Odisseüs betek enezenn [[Kirke]] ma'n em gav da noz. Antronoz e chom an Akeaned da ziskuizhañ ha da vanveziñ. Da noz e ro Kirke da Odisseüs titouroù all war ar verdeadenn zo ouzh e c'hortoz a-raok erruout en enezenn an Heol a oa kaoz anezhi gant Tiresias. Komz a ra dezhañ eus ar [[siren]]ed hag eus ar moaien da vezañ gwarezet diouzh o c'han marvus, eus ar [[Simplegades]], div skosell a vrae al listri pa glaskont tremen hag a zo annezet gant daou euzhvil [[C'haribdis]] ha [[Skilla]]. N'eus ken an [[Argonaoted]] a gement zo deuet a-benn da dremen e-biou dezhe gant sikour [[Hera]]. Leuskel a ra Kirke ar choaz da Odisseüs da dremen e-biou an eil pe egile.
 
Antronoz vintin ez a kuit an Akeaned da vat. A-drugarez da guzulioù Kirke e tremenont hebioù ar [[morganez (mitologiezh)|morganezed ]] hep chati, rak Odisseüs en deus roet urzh d'e verdeidi da stoufañ o diskouarn gant koar. Lakaet en deus anezhe da ereañ anezhañ ouzh ar wern abalamour dezhañ da glevet kan ar morganezed hep en em deuler war e benn er mor. Degouezout a reont goude e-kichen skoselloù [[C'haribdis]] ha [[Skilla]]. Tremen a reont pell diouzh [[C'haribdis]] met n'int ket evit treiñ diwar an euzhvil all, Skilla, a gemer hag a zebr 6 den.
 
Goude se e tosta lestr Odisseüs da Enezenn [[Helios]], an heol. Degas a ra Odisseüs da soñj d'an holl eus kemenn [[Tiresias]] ha difenn a ra oute chaseal en enezenn. Pourvezioù a-walc'h zo el lestr e-pad an devezhioù kentañ da voueta an holl. E-doug ur miz avat ez eo dalc'het an Akeaned en enezenn gant an avelioù enep. Ur miz war-lerc'h ez int erru marnaoniet ha ne c'hallont ket mont kuit abalamour d'ar gwall amzer. Ober a reont o mad eus kousk Odisseüs da zebriñ chatal [[Helios]]. Hennezh, pa wel anezhe diwar lein e garr, a c'houlenn diouzhtu gant [[Zeus]] veñjiñ anezhañ. Banveziñ a ra keneiled Odisseüs e-pad 6 devezh, hep teurel evezh ouzh ar ragarouezioù spontus kaset dezhe : da skouer e vlej ar c'hig zo o treiñ ouzh ar ber. D'ar seizhvet devezh e kouezh an avel hag al lestr a ya kuit. Tapet int en ur barrad-amzer avat ha Zeus a gas ar foeltr ouzh a vag a ra peñse gant an holl verdeidi. Odisseüs hepken, abalamour ma n'en deus ket debret eus chatal an heol, a chom bev. E-pign ouzh un treust ez eo kaset gant ar mor e-pad dek devezh, betek enezenn [[Kalipso]] hag e tremen eno ar seizh bloavezh da-heul, prizoniet gant an nimfenn.
Linenn 132:
==== Kan XIII ====
 
Echu eo danevell Odisseüs. Kinnig a ra [[Alkinoos]] lakaat kas anezhañ da Itaka gant e vartoloded ha mont a ra an holl da gousket. Antronoz, ar pempvet devezh ha tregont, ar [[Faiakiaiz]] a ginnig ul lestr da Odisseüs, ur pare martoloded ha profoù. Da noz e sav Odisseüs e bourzh al lestr goude ur [[banvez]], ha chom a ra kousket e-keit ha ma labour ar vartoloded ha ma klipenn ar vag war ar mor gant un tizh dreistnaturel. Goude un devezh hag un devezh war vor e aoch al lestr en Itaka. Ar Faiakiaiz a lez Odisseüs, kousket atav, en ur groc'h darempredet gant an nimfezed, gant donezonoù Alkinoos.
 
Hag ar Faiakiaiz kuit. [[Poseidon]] avat a resevas aotre gant [[Zeus]] da gastizañ ar vartoloded o doa daeet ar morioù o kas Odiseüs ken buan all d'ar gêr. D'ar mare m'emañ ar vag oc'h erruout e porzh Faiakia ez eo treuzfurmet en ur roc'hell gant an holl en e vourzh.
 
E-keit-se e tihun Odisseüs en Itaka da c'houloù-deiz. [[Athena]] avat a vir outañ a anavezout e vro da gentañ. Dic'hizet e mesaer yaouank e tegemer anezhañ hag an haroz a lavar ez eo genidik eus Kreta hag a ro un anv faos. Diskouez a ra Athena piv eo-hi neuze ha terriñ ar strobinell a vire ouzh Odisseüs a anavezout an ardremez. Diskuliañ a ra dezhañ troioù-kamm pleustrerien [[Penelope]], ha reiñ dezhañ neuz ur c'hlasker-bara kozh evit ma c'hallfe gwelet ar pezh a c'hoarvez en e balez hep bezañ anavezet. Mont a ra neuze davet e voc'haer leal, [[Eumaios]].
 
==== Kan XIV ====
Odisseüs, dic'hizet e klasker-bara, zo degemeret gant [[Eumaios]] a ro bod dezhañ. E-doug ar pred e veneg Eumaios tonkad digernez e vestr dianadet ha drougoberoù ar bleustrerien er palez. Goude ar pred e c'houlennata Odisseüs ar moc'haer diwar-benn e donkad dezhañ e-unan. Hag Eumaios da zisplegañ e teu kalz klaskerien-bara d'ar palez da gontañ gevier ha da reiñ keleier faos eus Odisseüs abalamour da vezañ deuet-mat gant [[Penelope]]. Eumaios e-unan ne gred ket e ve bev Odisseüs c'hoazh daoust d'ar pezh a lavar an haroz dezhañ, ha nec'het eo gant amzer da zont [[Telemac'hos]]. Goulenn a ra neuze Eumaios gant Odisseüs eus pelec'h eo genidik hag an haroz d'en em ginnig dindan un anv faos kuit da vezañ anavezet diouzhtu. Kontañ a ra ez eo genidik eus [[Kreta]], en deus brezelekaet e Troia hag en deus kollet e geneiled e-doug e veaj distro, pa oa en Egipt. Disklêriañ a ra zoken en deus klevet komz diwar-benn Odisseüs e ti Fidon, roue an [[Tesproted|Desproted]], ha lavaret a ra e vefe aet an haroz da [[Dodone |Zodone]] da glevet diougan Zeus. Eumaios a zanevell d'e dro e vuhez pemdez hag e droioù e palez Penelope, met nac'hañ a ra krediñ e ve bev Odisseüs c'hoazh. Da noz e tistro ar vesaerien zo dindan Eumaios da zebriñ koan. E-doug ar pred e tanevell Odiseüs unan eus e avanturioù e [[Brezel Troia]], ur finesa da bourchas ur vantell dezhañ. Hag Eumaios da brestañ unan dezhañ evit an noz.
 
==== Kan XV ====
[[restrRestr:OdysseyTelemachos.png|thumb|right|250px|[[Athena]] ha [[Telemac'hos]], skeudenn savet gant [[John Flaxman]] ([[1810]])]]
 
E-keit-se, Athena ha mont davet Telemac'hos da [[Sparta]] e-lec'h m'emañ o chom abaoe ur miz e palez [[Menelaos]].
En em ziskouez a ra dezhañ en e [[hunvre]]où hag aliañ anezhañ da zistreiñ d'e vro ha da vont davet Eumaios. Hervez hec'h ali, Telemac'hos a zihun Pisistratos hag o fourchas a reont da vont kuit. Kinnig a ra Menelaos hag [[Elena Troia]] donezonoù hag ur pred dezhe kent ma'z afent gant o hent. D'ar c'houlz ma kuitaont palez Menelaos e kas an doueed dezhe ur ragarouez mat zo displeget gant Elena evel ur sin eus distro prim Odisseüs. Degouezhout a reont diouzh ar beure e Ferae, hag antronoz e Pilos. Gant aon rak bezañ dalc'het gant [[Nestor]] e kav gwell Telemac'hos mont war-eeun e bourzh e lestr abalamour da zistreiñ buanoc'h da Itaka. E-keit ha m'emañ o vageal etrezek e enezenn eo nec'het Telemac'hos o soñjal e dañjerioù an hent.
 
E-pad an amzer-se e fell da Odisseüs mont da c'houlenn an [[aluzenn]] d'ar palez, e-touez ar bleustrerien, mes Eumaios a ali anezhañ da c'hortoz distro Telemac'hos a vo brokusoc'h gantañ evit ar bleustrerien. Asantiñ a ra Odisseüs ha da ziverrañ an amzer e c'houlennata Eumaios diwar-benn e vuhez tremenet. Kontañ a ra ar [[moc'haer]] e amzer dremenet ha goude i ha mont da gousket.
 
An deiz war-lerc'h da vintin emañ Telemac'hos en Itaka en-dro. Aet hebiou d'an trap aozet gant ar bleustrerien. N'eo ket gouest da reiñ herbec'h da Deoklimenos abalamour d'ar bleustrerien en e balez, ha lavaret a ra dezhañ da belec'h mont kent loc'hañ etrezek ti Eumaios.
Linenn 156:
==== Kan XVII ====
 
Antronoz e tistro [[Telemac'hos]] d'ar palez ha degemeret eo gant e vamm a c'houlenn gantañ ha bet en deus keleier eus Odisseüs. Hep diskuliañ dezhi eo distro he gwaz e lâr da Benelope e oa dalc'het gant [[Kalipso]] en hec'h enezenn (evel m'en deus en desket gant [[Menelaos]] er c'han IV). D'enderv e ya [[Odisseüs]] hag [[Eumaios]] e kêr. War e hent ez eo kunujennet ha skoet Odisseüs gant ar ar mesaer givri [[Melanteus]] a zo e servij ar bleustrerien. Hag int ha degouezhout goude war dreuzoù Palez Odisseüs. Eno e varv ki kozh an haroz, Argos, goude m'en deus anavezet e vestr. Er sal vras ez eo degemeret Odisseüs, dic'hizet e klasker-bara, gant ar bleustrerien en un doare goapaus tra ma servij Telemac'hos kig dezhañ. [[Antinoos]], an den a zo en o fenn, a gunujenn Odisseüs hag e ro un taol touz dezhañ. Gouzañv a ra an haroz an taolioù hag ar goapadennoù en ur c'houlenn an aluzenn, en ur virviñ gant ar gounnar. Antinoos a daol dezhañ kement a c'houdrouzoù ken eo kavet fall e emzalc'h gant ar bleustrerien all, nec'het abalamour d'an doueed. Komz a ra Eumaios eus ar c'hlasker-bara da Benelope a ziviz komz gantañ. Odisseüs avat a laka anezhi da c'hortoz betek an noz, kuit da sachañ warnañ kasoni ar bleustrerien adarre. Hag Eumaios d'ar gêr.
 
==== Kan XVIII ====
Linenn 164:
==== kan XIX ====
 
[[ImageRestr:Odysseus Penelope Louvre CA860.jpg|thumb|left|220px|[[Odisseüs]] dic'hizet e klasker-bara a amprou fealded e wreg [[Penelope]], 450 a-raok J.-K., [[Mirdi Le Louvre]] (war-dro 860)]]
 
Odisseüs ha Telemac'hos a gemer an armoù a ginkle mogerioù ar palez hag o serr en ul lec'h suroc'h. Komz a ra an haroz gant [[Penelope]] da c'houde hep bezañ anavezet ganti. Displegañ a ra ar rouanez dezhañ ne gred ket e vefe marv Odissseüs ha ne fell ket dezhi eurediñ adarre. Abalamour da se he deus argaset ar bleustrerien, dre reiñ da grediñ dezhe e wiade ul lienenn evit tad he den met ouzh he dizober bemnoz al labour graet e-doug an devezh. Diouzh e du e tisklêr Odisseüs ez eo sur e teuio ar roue en-dro ha, daoust ma talc'h d'e identelezh faos ha d'an istor en deus kontet da Eumaios c'hoazh, e ro un nebeud titouroù gwirion diwar-benn e zistro hag an amzer en deus tremenet e bro [[Faiakia]]iz. Mont a ra Penelope er-maez goude bezañ roet an urzh d'he mitizhien da walc'hiñ treid ar c'hlasker-bara ha da brientiñ ur gwele dezhañ. Asantiñ a ra Odisseüs gant ma vo graet gant [[Eurikleia]] gozh. Anavezout a ra ar vagerez ur gleizhenn war unan eus divhar Odisseüs e-keit ha m'emañ ouzh o gwalc'hiñ. Gloazet e oa bet e-doug e yaouankiz gant ur pemoc'h-gouez, e-keit ha ma oa o chaseal war ar [[Menez Parnassos|menez Parnassos]] gant mibien Aotolikos. Strafuilhet eo Eurikleia pa gompren ez eo he roue, met Odisseüs a c'houlenn diganti tevel. Goude ar gwalc'h treid e ped penelope ar c'hlasker-bara faos da vont da gousket, met da gentañ e c'houlenn gantañ e ali diwar-benn un hunvre he deus graet : ur ragarouez nevez eus distro Odisseüs eo. Penelope a zisklêr goude e asanto dimeziñ gant an hini a vo barrek da stegnañ gwareg he fried ha da gas ur saezh a-dreuz toulloù daouzek bouc'hal a-steud, evel ma rae Odisseüs. An haroz a gav he soñj mat hag a lavar dezhi e tistroio roue Itaka a-raok ma teufe unan eus ar bleustrerien a-benn d'en ober. Mont a ra neuze an holl da gousket.
 
==== Kan XX ====
Linenn 180:
 
==== Kan XXI ====
[[restrRestr:Mnesterophonia Louvre CA7124.jpg|thumb|right|400px|Lazhadeg ar bleustrerien gant [[Odisseüs]] ha [[Telemac'hos]], krater eus [[Campania]] gant tresadennoù ruz, war-dro -330 a-raok J.-K., Mirdi Le Louvre (CA 7124)]]
 
Penelope a laka prientiñ gwareg ha saezhioù Odisseüs. Disklêriañ a ra d'ar bleustrerien he deus divizet dimeziñ d'an hini a vo barrek da stegnañ gwareg Odisseüs ha da kas e saezh a-dreuz daouzek houarn bouc'hal renket a-steud. Telemac'hos, fuloret, a fell dezhañ gounit ar gevezadenn e-unan da argas ar bleustrerien da vat. Klask a ra stegnañ ar wareg dre deir gwezh, met Odisseüs dic'hizet a ra sin dezhañ da ehanañ p'emañ war-nes dont a-benn. War e lerc'h e tremen ar bleustrerien an eil goude egile. Koulskoude hini ebet anezhe ne zeu a-benn da stegnañ ar wareg. E-keit-se ez a Odisseüs davet Eumaios ha Filoetios hag e tiskuilh dezhe piv eo, a-raok reiñ urzh dezhe da glozañ dorojoù ar sal. Hag eñ ha distreiñ da vete ar bleustrerien ha lavaret dezhe e fell dezhañ kemer perzh er gevezadenn. Antinoos a ra goap anezhañ, mes Penelope a lak anezhañ da devel hag a asant reiñ e chañs d'ar c'hlasker-bara. Telemac'hos a ro neuze dezhi an urzh da zistreiñ d'he c'hambr ha da lezel ar wazed o-unan, kuit ma welfe al lazhadeg. Odisseüs ha tapout peg er wareg, hag he stegnañ diboan, ha da gas ur saezh a-dreuz an houarnioù bouc'hal. Spouronet eo ar bleustrerien hag Odisseüs ha Telemac'hos a gemer o armoù.
 
==== Kan XXII ====
Linenn 215:
* Ar romant ''[[Ulysse from Bagdad]]'' gant [[Éric-Emmanuel Schmitt]] (2008) a zanevell beaj un divroad dibaper eus Bagdad da Londrez, keñveriet gant [[Odisseüs]].
 
=== Barzhonegoù ===
* Ar barzh gresian a vremañ [[Constantin Cavafy]] en deus savet meur a varzhoneg awenet war-eeun gant an ''Odisseia'', en o mesk « Une autre Odyssée » (1894) hag « Ithaque » (1911).
* Ar skrivagner gresian a vremañ [[Níkos Kazantzákis]] en deus savet un ''Odisseia'' (1924-39).
Linenn 262:
-->
 
== Notennoù ==
<references/>
 
Linenn 280:
{{commonscat|Odyssey|Odisseia}}
 
* [http://www.perseus.tufts.edu/cgi-bin/ptext?lookup=Hom.+Od.+1.1 ''Odysseia'' en henc'hresianeg gant un droidigezh] gant ar raktres Perseus, gant hiperliammoù da notennoù yezhadur ha mitologiezh
* [http://www.mythweb.com/odyssey/index.html Gwengelouriezh c'hresian : An Odisseia]
* [http://roepstem.net/odyssey.html Ster an hengoun en Odysseia Homeros] gant Marcel Bas. Ur sell war an Odisseia studiet diouzh tu ar relijion hag an hengoun indezeuropek.
Linenn 373:
[[uk:Одіссея]]
[[vi:Odyssey]]
[[wa:Odissêye]]
[[war:Odisea]]
[[yi:אדיסעע]]