Liñvadenn Veur : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: kk:Потоп (София облысы)
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: be:Сусветны патоп; Kemm dister
Linenn 1:
[[SkeudennRestr:Martin, John - The Deluge - 1834.jpg|300px|thumb|''The Deluge'', 1834, gant [[John Martin]], Yale Art Museum, Yale University.]]
Al '''Liñvadenn Veur''', pe al '''Liñvadenn''' hepmuiken, a reer eus un darvoud mitologel, e meur a sevenadur, ma voe [[dour-beuz|beuzet]], pell-pell zo, ur gorread bras a zouar ha ma’z eas e-leizh a voudoù bev da get.
 
Linenn 13:
Abaoe kavadenn Smith ez eus bet kavet tablezennoù all ha dismantroù henoniel a bep seurt a glot gant ar pezh a gonter e Meurgan Gilgamesh. Hag en o zouez roudoù lezet gant dourioù-beuz c’hoarvezet eno ouzhpenn 5000 bloaz zo hag o dije goloet Mezopotamia a-bezh. Hebreiz, pa oant en harlu e [[Babilon]], a glevas anv eus an darvoud-se moarvat ha kemeret e voe ganto en o lennegezh.
 
[[SkeudennRestr:The Flood, by Paul Merwart.jpg|220px|thumb|[[Deukalion, mab Prometeüs|Deukalion]], o saveteiñ e wreg diouzh al liñvadenn, diwar un daolenn gant Paul Merwart (1855 – 1902).]]
E mojennoù [[Henc'hres]] ivez e adkaver un istor heñvel, hini [[Deukalion, mab Prometeüs]], saveteet diouzh al liñvadenn gant e dad [[Prometheüs]], war-bouez un arc’h ivez. Gant an doue [[Zeus]] e oa bet degaset an [[dour-beuz]] evit kastizañ hendadoù ar C’hresianed ha lakaat fin evel-se d’an ''Oadvezh Aour''. Gant ar C’hresianed kozh ivez e kaver ur vojenn all, hini [[Atlantis]] pe ''Atlantida'', un enezenn a vije bet er Mor Atlantel, en tu all da [[strizh-mor Jibraltar]], hag a vije bet beuzet ''« dindan un deiz hag un noz »'' hervez a lenner e skridoù [[Platon]].
 
Linenn 21:
Pa’z eus kement a vojennoù ma konter istor ul liñvadenn veur, e ranker soñjal int diazezet war dourioù-beuz zo c’hoarvezet e gwirionez : abalamour d’un [[tsunami]] c’hoarvezet goude ur [[rken-douar|c’hren-douar]] pe tarzhadenn ur [[menez-tan]], [[dic'hlann]] ur stêr pe veur a hini goude glaveier bras, live ar mor o sevel kalz diwar abeg pe abeg, e dibenn [[Oadvezh ar Skorn]] da skouer.
 
[[SkeudennRestr:Santorini Landsat.jpg|thumb|Tarzhadenn ur menez-tan war enez [[Santorini]], e [[Mor Egea]], he dije lakaet live ar Mor Kreizdouar da sevel war-dro 1630–1600 kent J.K.]]
Gant [[douarour]]ien zo ez eus bet skrivet studiadennoù a glask displegañ uheladur live an dour e morioù diabarzh evel er [[Mor Du]] war-dro 5600 kent J.K., pe er [[Mor Kreizdouar]] er XVIIvet kantved a-raok J.K. (a vije diazez istorel mojenn Deukalion).
 
Linenn 51:
[[ar:طوفان نوح]]
[[az:Tufan (mifologiya)]]
[[be:Сусветны патоп]]
[[bg:Потоп]]
[[bn:মহাপ্লাবন (পুরাণ)]]