Bram Stoker : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.2) (Robot ouzhpennet: pam:Bram Stoker
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: bn:ব্রাম স্টোকার kemmet: zh:布莱姆·斯托克; Kemm dister
Linenn 22:
}}
 
'''Abraham Stoker''', lesanvet '''Bram Stoker''', ([[Dulenn]], 8 a viz Du [[1847]] - [[Londrez]], 21 a viz Ebrel [[1912]]) a oa ur skrivagner iwerzhonat. Meur a romant hag a zanevell a zo bet skrivet gantañ, ha brudet e teuas da vezañ a-drugarez d'e romant anvet ''[[Dracula]]''.
 
== Buhez hag oberenn ==
Mab Abraham Stoker ([[1799]]-[[1876]]) hag ar wregelourez Charlotte Mathilda Blake Thornely ([[1818]]-[[1901]]) eo. Seizh bugel a voe en holl, an trede hini e oa Bram Stoker. Betek ma vefe seizh vloaz e voe klañvidik, hag e kasas e amzer diglañvadur o selaou mojennoù [[Iwerzhon]] kontet gant e vamm. Derc'hel soñj a reas anezho a-hed e vuhez.
E [[1863]] ez eas da [[Trinity College (Dulenn)|Drinity College]], hag un diplom a dapas kaout e [[1870]].
En [[1876]] e labouras evel kargad e [[Dulenn]]. Kregiñ a reas ivez da sevel pennadoù burutellañ pezhioù-c'hoari evit ar gazetenn ''Dublin Evening Mail''.
[[SkeudennRestr:Bram_Stoker_bio_photo.jpg|thumb|right|200px|Ti Bram Stoker e Kildare Street, Dulenn]]
E miz Kerzu [[1876]] e savas ur pennad diwar-benn perzh [[Henry Irving]] e-barzh [[Hamlet]] e [[Theatre Royal Dulenn]]. Irving a lennas ar pennad hag e pedas Stoker da zebriñ koan e Shelbourne Hotel, rak eno e veze o chom. Mignoned e teujont da vezañ. Istorioù a skrivas ivez, hag e [[1872]] e voe embannet "The Crystal Cup" gant ''The London Society'', ha goude-se "The Chain of Destiny" (peder lodenn) e-barzh ''The Shamrock''.
 
== Lyceum Theatre ha goude ==
E [[1878]] e timezas Stoker gant [[Florence Balcombe]], ur plac'h brudet a-drugarez d'he braventez, hag a oa bet karedig [[Oscar Wilde]]. Dilojañ a rejont da [[Londrez]], hag eno e reas Stoker war-dro [[Lyceum Theatre]] e-pad 27 vloaz. D'an 31 a viz Kerzu [[1879]], e voe ganet o bugel nemetañ, Irving Noel Thornley Stoker e anv. A-bouez bras e voe ar c'henlabour etre Stoker hag Irving, rak a-drugarez da hemañ diwezhañ e voe degemeret Stoker e renkoù uhel [[Londrez]], hag e kejas gant ur bern tud vrudet evel [[James Abbott McNeill Whistler]] ha [[Arthur Conan Doyle|Sir Arthur Conan Doyle]].
[[SkeudennRestr:Dracula1st.jpeg|thumb|150px|Embannadenn gentañ '' Dracula'', 1897]]
Dre labourat gant Irving, hag a oa aktour brudetañ ar mare-se, ha dre ober war-dro unan eus salioù c'hoariva brudetañ Londrez e oe brudet Stoker. E Londrez e kejas ivez gant [[Hall Caine]] hag a zeuas da vezañ unan eus e vignoned tostañ. Dezhañ e voe dediet ''Dracula''.
Dre heuliañ troioù Irving e veajas Stoker er bed a-bezh war-bouez Europa ar reter. Stoker a brizias dreist-holl e veajoù er [[Stadoù-Unanet]], ha div wech e voe pedet en [[Ti Gwenn]]. Anavezout a reas [[William McKinley]] ha [[Theodore Roosevelt]]. Ken entanet e voe Stoker gant ar vro ken e tiazezas daou levr diwarni. Eno e kejas ivez gant unan eus ar skrivagnerien a blije ar muiañ dezhañ, [[Walt Whitman]] e anv.
Ouzhpenn labourat e skrivas Stoker romantoù. An hini brudetañ anezho e ''[[Dracula]]'', bet embannet e [[1897]]. A-raok stagañ gant ar skrivañ e kasas meur a vloavezh o klask titouroù diwar-benn folklor [[Europa]] hag istorioù sunerien-wad. Ur romant dre lizher eo ''Dracula'', ha diazezet eo war un dastumad pennadoù deizlevrioù, pellskridoù, ha lizheroù savet gant tudennoù an istor hag ivez tammoù pennadoù (ijinet) tennet eus kazetennoù [[Whitby]] ha [[Londrez]]. Ouzhpenn Whitby e c'haller menegiñ ivez levezon gweladennoù kastell Slains ([[Aberdeenshire]]), ha kev-iliz [[St. Michan's Church]] e [[Dulenn]].
Meur a wech e voe taget e empenn a-raok ma varvfe e [[1912]].<ref name = "mc">{{cite web|url=http://www.victorianweb.org/authors/stoker/bio.html|author= |title=Bram Stoker|date=kemmoù diwezhañ e 1998|publisher=Victorian Web|accessdate=2008-12-12}}</ref> Hervez skrivagnerien' zo hag o deus labouret war e vuhez e vije marv abalamour d'an naplez.<ref name='Gibson'>{{cite book | last = Gibson | first = Peter | authorlink = | coauthors = | title = The Capital Companion | publisher = Webb & Bower | date = 1985 | location = | pages = 365-366 | url = | doi = | id = | isbn = 0863500420 }}</ref> Devet e voe e gorf, hag al ludu a voe lakaet e [[Golders Green Crematorium]].
 
== E gredennoù ==
Stoker a voe desavet protestant. Daoust ma soñje da Stoker e ranke ar brotestanted hag ar gatoliked kenvevañ (evel ma lenner e-barzh ''[[The Snake's Pass]]'', [[1890]]) e savas a-du gant ar strollad frankizour ([[Liberal Party (RU)|Liberal]]) hag e kredas e vefe degaset peoc'h en [[Iwerzhon]] gant an [[Irish Home Rule bills|Home Rule]]. Unpennelour e voe ivez, hag e soñje dezhañ e ranke [[Iwerzhon]] chom stag ouzh an [[Impalaeriezh Vreizhveuriat]]. A-du e savas gant [[William Gladstone]], mignoned e oant, ha Stoker a savas a-du gant e vennozhioù war [[Iwerzhon]]. <ref>[[Paul Murray's "From the Shadow of Dracula: A Life of Bram Stoker" 2004.]]</ref>
 
Stoker a oa dedennet gant ar skiantoù hag ar medisenerezh, ha krediñ a rae en araokaat, evel ma c'haller lenn e-barzh ''[[The Lady of the Shroud]]'' ([[1909]]).Evel lod brasañ an dud er mare-se e krede ivez er ouennelouriezh skiantel, diazezet e voe e vennozhioù war ar frenologiezh. Dedennet e voe ivez gant an damkanadennoù kentañ war an torfedoù, lenn a reas oberennoù [[Cesare Lombroso]], hag ec'h implijas elfennoù tennet eus al lennadennoù-se e-barzh ''Dracula''. Diforch'ioù a wele ivez etre paotred ha merc'hed, hag e lod brasañ e romantoù e kaver tem an dañjer skeudennet gant merc'hed doare [[Femme fatale]].
Dedennet e oa ivez Stoker gant ar gevrinouriezh, dreist-holl tachenn an teogiñ loened. Daoust da se en doa disfiz rak ar flod war an dachenn-se, hag e soñje e ranke ar mennozhioù skiantel bezañ trec'h war an treuzkredennoù. Hervez trouzioù' zo e vije bet ezel eus [[Hermetic Order of the Golden Dawn]] e-kreiz ar bloavezhioù 1890, met n'eus prouenne splann ebet eus an dra-se.<ref>{{cite book|title=The occult power behind the spear which pierced the side of Christ |first=Trevor |last=Ravenscroft |year=1982 |publisher=Red Wheel |pages=p165 |isbn=0877285470}}</ref><ref>{{cite book|title=The Templar Revelation: Secret Guardians of the True Identity of Christ |first=Lynn |last=Picknett |year=2004 |publisher=Simon and Schuster |pages=p201 |isbn=0743273257}}</ref> Unan eus mignoned wellañ Stoker a oa J.W. Brodie-Innis, unan eus izili vrudetañ ar gevredigezh-se, ha meur a wech e voe pedet [[Pamela Coleman Smith]] gant Stoker da zont da ober abadennoù e Lyceum Theater.
 
== Goude e varv ==
An dastumad danevelloù anvet ''[[Dracula's Guest and Other Weird Stories]]'' a voe embannet e [[1914]] gant Florence Stoker. Ar film kentañ diazezet war Dracula a voe anvet ''[[Nosferatu]]''. Sevenet e voe gant [[Friedrich Wilhelm Murnau]] hag ennañ e c'hoarie [[Max Schreck]] perzh Kont Orlock. ''Nosferatu'' a voe produet e-keit ma oa bev Florence Stoker. Gant sikour ''The British Incorporated Society of Authors'', e aozas ur prosez a-enep d'ar re o doa savet ar film, peogwir ne oa ket bet goulennet hec'h aotre ganti, ha n'he doa resevet gwenneg toull ebet. Meur a vloaz e padas an istor, Florence Stoker o c'houlenn ma vefe distrujet ar film orin ha kement eilad a oa bet graet. E miz Gouere [[1925]] e voe barnet an istor, ha hi a c'hounezas. Un nebeud skouerennoù eus ar film a voe miret memes tra, ha gwall vrudet e treuas da vezañ.
 
== E oberenn ==
=== Romantoù ===
[[SkeudennRestr:Bram Stoker Plaque Whitby England.jpg|right|thumb|Plakenn da enoriñ Bram Stoker, [[Whitby]], Rouantelezh-Unanet, (2002)]]
* ''[[The Primrose Path]]'' (1875)
* ''[[The Snake's Pass]]'' (1890)
Linenn 64:
* ''[[The Lair of the White Worm]]'' (1911)
 
=== Dastumadegoù danevelloù ===
* ''[[Under the Sunset]]'' (1881), enni eizh kontadenn evit ar vugale
* ''[[Snowbound: The Record of a Theatrical Touring Party]]'' (1908)
* ''[[Dracula's Guest and Other Weird Stories]]'' (1914), embannet goude e varv gant Florence Stoker
 
=== Istorioù liesseurt ===
* "Bridal of Dead" (dibenn disheñvel evit ''[[The Jewel of Seven Stars]]'')
* "Buried Treasures"
Linenn 76:
* "The Dualitists; or, The Death Doom of the Double Born"
* "Lord Castleton Explains" (10vet pennad ''[[The Fate of Fenella]]'')
* "The Gombeen Man" (3de pennad ''[[The Snake's Pass]]'')
* "In the Valley of the Shadow"
* "The Man from Shorrox"
Linenn 83:
* "The Seer" (pennad 1 ha 2 ''The Mystery of the Sea'')
 
=== Oberennoù all (nann-faltazi) ===
* ''The Duties of Clerks of Petty Sessions in Ireland'' (1879)
* ''A Glimpse of America'' (1886)
* ''Personal Reminiscences of Henry Irving'' (1906)
* ''Famous Impostors'' (1910)
* ''Bram Stoker's Notes for Dracula: A Facsimile Edition'' (2008) Bram Stoker notennet hag adskrivet gant [[Robert Eighteen-Bisang]] ha [[Elizabeth Miller]], digoradur gant Michael Barsanti. Jefferson NC & London: McFarland.
 
== Notennoù ==
Linenn 95:
{{DEFAULTSORT:Stoker, Bram}}
 
== Liammoù diavaez ==
* [http://www.bbc.co.uk/dna/h2g2/A588233 h2g2 Lec'hienn BBC, pennad war Bram Stoker]
* [http://Stoker.thefreelibrary.com/ Buhez hag oberenn Bram Stoker]
Linenn 101:
* Stoker hag al lennegezh c'hotek e skol-veur Bath Spa [http://www.bathspa.ac.uk/about/profiles/profile.asp?user=academic%5Chugw1]
 
=== Testennoù enlinenn ===
* {{gutenberg author| id=Bram+Stoker | name=Bram Stoker}}
* [http://tupperwoods.com/dracula/bram-stokers-dracula/index.htm testenn glok Dracula]
Linenn 120:
[[be-x-old:Брэм Стокер]]
[[bg:Брам Стокър]]
[[bn:ব্রাম স্টোকার]]
[[bs:Bram Stoker]]
[[ca:Bram Stoker]]
Linenn 171 ⟶ 172:
[[uk:Брем Стокер]]
[[vi:Bram Stoker]]
[[zh:布姆·斯托克]]