Roller derby : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "== Roller derby (botoù-ruilh derby) == Ar roller derby a zo ur sport o tont eus ar Stadoù-UnanetStadoù-Unanet_Amerika. Ur sport stokad a-skipailh eo, war botoù-ruil..."
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
== Roller derby (botoù-ruilh derby) ==
Ar roller derby a zo ur sport o tont eus ar Stadoù-Unanet[[Stadoù-Unanet_AmerikaUnanet]]. Ur sport stokad a-skipailh eo, war botoù-ruilh ha n'int ket enlinenn o rodoù (roller quad). Div skipailh en em gav war un dachenn hirgelc'hiek, war plakenn goad pe bitum. Ruilhet a vez war tu kontrol nadozioù un horolaj.
Gwechall gozh e oa ar roller derby ur sport a-vicher evit ar baotred kement hag evit ar merc'hed. Ar roller derby a-vremañ a zoo ur sport etrebroadel gant kevreoù war ar bed a-bezh, c'hoariet peurliaesañ gant merc'hed hepken. 78 kevre merc'hed a zo er stadoù-unanet ha 300 kevre ha n'int ket ofisiel a vefe er bed, er broioù saoz kentoc'h.
Levezonet eo ar roller derby gant an "DIY" ([[do it yourself]]), ar c'hiz punk hag an trede soñj gwregelour. Mod ar c'hoarierezed d'en em wiskañ ha d'en em zalc'h ha zo levezonet gant ar c'hiz punk, rockabilly, pin-up, ha bed ar filmoù-spont.
 
N'eus ket pell zo en deus Hollywood profitet eus berzh ar sport-se evit sevel ur film : Bliss (e galleg) (Whip It!, 2009) sevenet gant an aktourez Drew Barrymore. Livañ a ra troioù-kaer ur grennardez texan aet skuizh gant ar c'henstrivadegoù koanted, hag a grog e-barzh ur skipailh merc'hed roller derby.
 
=== Istor ===
Ganet eo ar sport er StaduoùStadoù-Unanet goude enkadenn 1929. Berzh a zo gant ar marathonoù hag ar c'henstrivadegoù sport rak e vez gounezet arc'hant ganto. Leo Seltzer e 1931 e Chicago a zo pennaozer ur marathon kerhzt war un dachenn hirgelc'hiek e lec'h m'eo dav da goupladoù kerzhet kement hag etre New York ha Los Angeles. Ur prantad goude e cheñch Seltzer an arnodenn evit lakaat anezhi da vezañ tremenet war botoù-ruilh. Gant-se en em rent kont e kav plijus an arvesterien pa kouezh ar c'hoarierien. E 1937, gant skoazell ar sportour Damon Runyon, Seltzer a beurechu da ijinañ reolennoù ar roller derby hag a zeu da vezañ ur sport a-skipailh e lec'h ma vez tu stokañ ouzh ar re all. krouet eo ar skipailh kentañ e 1950 (paotred).
 
Er bloavezhioù 1960 e kinnig mab Leo Seltzer, Jerry Seltzer ar sport d'ar skinwel. E penn kentañ tout e ra berzh spontus : stadoù leuniet chouk. E-kerzh ar bloavezhioù 70, abalamour d'an enkadennoù war ar petrol eo lakaet diaes ar skipailhoù evit beajiñ da vont d'ar c'hrogadoù. Diaesoc'h-diaesañ e teu da vezañ ar jeu evit aozañ darvoudoù tro-dro d'ar sport. Kompren a reont buan an arvesterien e vez livet gevier e-keñver disoc'h ar c'hrogadoù, n'o deus ket fiziañs ken an dud er sport. Er bloavezhioù 1980 eo tost aet ar sport diwar wel, kollet en deus e berzh penn-da-benn.