Remont Jestin : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 21:
}}
 
'''Remont Jestin''' (ganet e [[Landerne]] e 1902 - marvet e Menton e 1991), Raymond Gestin e anv kefridiel, a voe ur skrivagner brezhonek, stag ouzh skol Pariz gant [[Goulven Pennaod]] ha tud [[Kêr-Vreizh]]. Lesanvioù e-leizh a arveras evit skrivañ e zanevelloù, e studiadennoù pe e bennadoù : ''Rieg Jestin'', ''Rigakos'', ''Gestin''...
 
==Buhez==
 
Desavet e voe e brezhoneg gant e vamm-gozh e [[Bro-Leon]], kent mont pell-pell war ar studi e Pariz. Studiañ a reas en ''Ecole du Louvres'', goude bet o chom en Istanboul[[Istanbul]] hag e [[Mezopotamia]] e-men e reas enklaskoù war ar [[sumereg]]. Dont a reas da vout kelenner en ''Ecole pratique des hautes études'' ("Skol Bleustrek ar Studioù Uhel") adalek 1953.
 
Ober a reas anaoudegezh gant emsaverion arall e Kêr-Vreizh evel [[Goulven Pennaod]] e skrivas pennadoù evitañ en e gelaouennoù ''[[Ar stourmer | Ar Stourmer]]'' hag ''An nerzh''. Un heuliadenn hir a skrivas er gelaouenn ''Ar stourmer'' : "Hent ar ouenn ? Hent an natur" dindan an anv-pluenn Rigakos e-men e kav an nen displegadennoù a-zivout an Istor hervez ur savboent kenel-werinelour ha gouennelour.
 
Studiadennoù a skrivas ivez evit an ti-embann hag ar gelaouenn [[Preder]]. Unan eus dodennoù pouezusañ oberenn Remont Jestin a oa an nerzh a-ziwar an natur hag ar ouenn dre brederouriezh ar Baganed ha hini [[Friedrich Nietzsche]].
Linenn 43:
"''Al lorc'h evit ur ouenn a zo bleunienn ar yec'hed, ha mousc'hoarzh ar c'hlanded, ouzhpenn ez eo kreñvañ mirour he galloud hag he youl-emledañ, he spered-trec'h. An hini lorc'hus a zo faeüs ha dre-se n'eo ket fall e-keñver e enebourien. Ar sklav eo a zo gourvennek ha dieeun. An hini balc'h a oar ar pezh a dalv ha gwelloc'h eo gantañ bezañ eñ e-unan eget bezañ unan all. Neuze ne gilo na ne ziskrogo, rak ezhomm en do atav da greskiñ e nerzh hag e binvidigezh-ene evit kenderc'hel da vagañ an emskiant-se.''" (Lorc'h, Preder, Tonkad 61, 1961)
 
{{DEFAULTSORT:Jestin, Remont}}
[[Rummad:Ganedigezhioù 1902]]
[[Rummad:Marvioù 1991]]