Otto Mueller : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
 
==Buhez hag oberenn==
Etre [[1890]] ha [[1892]] e teskas ar maendreserezh e [[Görlitz]] hag e [[Breslau]]. Etre [[1894]] ha [[1896]] e studias en Akademiezh arzoù-kaer [[Dresden]], hag e kendalc'has e München e [[1898]]. Kuitaat ara reas Akademiezh München pa lavaras [[Franz von Stuck]] dezhañ e oa divarrek.
E oberennoù kentañ a voe levezonet gant an drivliadelouriezh, ar [[Jugendstil]] hag an [[arouezouriezh (arzoù)|arouezouriezh]]. E [[1908]] en em stalias e [[Berlin]] hag e tostaas ouzh an eztaolouriezh. D'ar mare-se ivez e tarempredas [[Wilhelm Lehmbruck]], [[Rainer-Maria Rilke]] hag [[Erich Heckel]]. E [[1910]] ez eas er strollad [[Die Brücke]], ma chomas betek ma vije divodet e [[1913]]. Er memes koulz e tarempredas ivez izili [[Der Blaue Reiter]].
E-pad ar [[Brezel-bed kentañ]] e vrezelias e Frañs hag e Rusia, ha goude ar brezel e kelennas en ''Akademie der Bildenden Kunste'' (akademiezh arzoù) e [[Breslau]], ma chomas betek e varv e [[1930]]. E-touez ar re a zeskas gantañ e voe [[Johnny Friedlaender]] hag [[Isidor Ascheim]]. En holl e savas 172 engravadur: war goad, war baper pe maendresadennoù.
E [[1937]] e voe dilamet 357 oberenn savet gantañ diouzh mirdioù [[Alamagn]] gant an [[Nazied]], hag a renke anezhañ e rummad an [[arz disteraet]].
Tem pennañ eoe oberennoù eo al liamm etre mab-den hag an natur. Eeun eo e daolennoù a-fet stummoù, trolinennoù ha livioù. Brudet eo al livadurioù ma tiskouez tud en o noazh pe merc'hed rom.
 
== Oberennoù Mueller er mirdioù ==