Istor ar gwambiaeg skrivet : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
 
===An [[trevadennerezh]] hag ar [[gwambiaeg]]===
Da vare an [[trevadennerezh]] e voe kroget gant ar [[kristenekaat|c'hristenekaat]] dre heg. Kregiñ a reas an albourerienalouberien spagnol da [[badeziant|vadeziñ]] ha da reiñ anvioù-familh da Wambiaiz. An [[Iliz]] eo he deus graet war-dro ar gefridi-se, stag ma oa ouzh ar c'hristenekaat. Chom haa ra da welet c'hoazh ha bez' eo an anvioù-tiegezh deuet betek ennomp anvioù pe lesanvioù rakkolombian bet sonnet gant ar velestradurezh Spagnol pe c'hoazh anvioù nevesoc'h stag ouzh ul lec'h bennak pe c'hoazh ma'z eus talvoudegezhioù all gant an anvioù-tiegezh gwambiaek. Eus mare an trevadennerezh ne anavezomp nemeur a dra e gwambiaeg a-hend-all. Siwazh deomp n'eus mann ebet e gwambiaeg hag a c'hellfe bezañ keñveriet gant ar pezh zo bet savet gant an Tad [[Eugenio del Castillo]] adal [[1755]] evit o amezeien an [[Nasaed]], anvet ivez Paezed. Ne hañval ket e vije bet troet biskoazh skridoù relijiel katolik pe ar c'hatekiz e gwambiaeg kennebeut. Kement-se ne vir ket e c'hallfe rolloù gerioù pe geriennoù bezañ strewet amañ hag ahont e-touez skridoù beleien pe menec'h eus ar c'horn marteze. N'int ket bet c'hoazh dizoloet na nebeutoc'h c'hoazh korvoet avat.
 
===Testenioù mareoù kentañ an dizalc'hiezh===
A-benn ar fin e vo ret gortoz dibenn an {{XIXvet kantved}} ha labourioù ar Gall [[Léon Douay]] a oa marc'hadour [[kinkina]] e [[Sivia (kulun)|Silvia]] e-tro [[bloavezhioù 1860|1860]], ouzhpenn 40 vloaz goude embannidigezh an [[Istor dizalc'hiezh Kolombia|dizalc'hiezh]], evit lenn ar rolloù gerioù gwambiaek kentañ. Harpet e voe Léon Douay en e enklaskoù gant ar C'holombian [[Pedro Carvajal]]. Merket eo deroù an {{XXvet kantved}} gant ganedigezh [[skol an Amerikanourien]] he deus lakaet da bal dezhi hec'h-unan studi ar [[yezhoù amerindian]]. En hanterenn gentañ an XX{{vet}} kantved e c'heller notenniñ un nebeud labourioù, digant [[Europa|Europiz]] ha [[yezhoniezh|yezhoniourien]] eus ar [[Stadoù-Unanet Amerika|Stadoù-Unanet]] dreist-holl, evel ar [[Frañs|C'hallaoued]] [[Paul Rivet]] hag [[Henri Beuchat]] (e [[1910]], [[1912]], [[1938]], [[1946]]) pe ar [[Kolombianed|C'holombian]] [[Sergio Elias Ortiz]] (e [[1938]]-[[1939]]). Ar studiadennoù-se a zo anezho dreist-holl rolloù-gerioù berr ha sec'h, da bal dezho talvezout da rolloù diazez evit keñveriañ, a-benn o strollañ dre [[familhoù-yezh|familhoù]], ar yezhoù indian an eil gant eben. Un testeni splann eus tro spered ar prantad-se eo labourioù ar C'holombian [[L.V. Ghisletti]], da skouer. En e levr "Los Mwiskas" e c'hall an den lenn rolladoù ha rolladoù gerioù tennet eus degadoù a yezhoù disheñvel ha lakaet keñver-ha-keñver gant ar pal anataat kerentiadoù etre ar yezhoù a-benn sevel gwezenn-familh holl yezhoù [[Amerika]]. Etre ar [[bloavezhoiù 1930|bloavezhioù 30]] hag ar [[bloavezhioù 1950|bloavezhioù 50]] emañ mare ar studiadennoù yezhadurel kentañ ([[fonolofiezhfonologiezh|fonologel]] hag [[ereadurezh|ereadurel]]). Enno e vo kavet un deskrivadur berr-ha-berr, ha dre vras, eus mont en-dro ar yezh. Menegomp labourioù [[Alberto Eraso Guerrero]] ([[1944]]), [[Henri Lehmann]] ([[1946]]), [[Luis Ussa Vargas]] (1946), ar Gall [[Jean Caudmont]] ([[1954]]) pe c'hoazh [[Silvia Jesús Maria Otero]] (e [[1939]], [[1952]]). Niver ar seurt studiadennoù ne raio nemet mont war-gresk goude-se.
 
===An [[I.L.V.]] pe [[SIL]]===
Gant ar [[bloavezhioù 1960|bloavezhioù 60]] e reer c'hoazh ur c'hammed war-raok en anaoudegezh ar gwambiaeg goude ma voe en em staliet [[mision|misionerien]] [[protestantiezh|brotestant]] eus ar Stadoù-Unanet, en anv an I.L.V. (Instituto Lingüístico de Verano / Ensavadur Yezhoniel Hañv), er [[resguardo]]. Studierien yaouank int e gwirionez [[Thomas Branks|Thomas]] ha [[Judith Branks]] o anv. Ar re-mañ a grog diouzhtu gant studi ar yezh. Ganto e voe diazezet evit ar wech kentañ, un [[doare-skrivañ]] reizhiadek evit ar gwambiaeg. Diazezet eo hemañ, evit an darn vrasañ, war doare-skrivañ ar [[spagnoleg]] : implij al lizherenn ''c'' ha ''q'' evit ar [[soniad]] [{{IPA|k}}], ñ hag ll evit ar soniadoù [{{IPA|ɲ}}] ha [{{IPA|ʎ}}]. Amprestañ a reont ivez ur stroll lizherennoù digant ar saozneg ar ''sh'' a dalvezo evit merkañ ar soniad [{{IPA|ʃ}}]. Degas a ra ivez an I.L.V. un nebeud arouezennoù arbennik dibar d'ar gwambiaeg. Setu anezho : an ''ü'', ar ''zh'', an ''rr'' hag ar ''¨s''. O chomadenn e-touez Gwambiaiz a zisoc'ho ivez war ar skridoù kentañ bet skrivet biskoazh e gwambiaeg war-eeun. Embannet int bet e stumm kaierigoù e [[1975]] hag adembannet meur a wech abaoe (betek teir gwech, etre 1975 ha [[1983]], evit lod anezho). Skridoù divyezhek int peurliesañ; enno e kaver alioù mat an I.L.V. evit al [[labour-douar|labourerien-douar]], penaos strujusaat an douaroù, penaos sevel savennoù er menezioù, penaos fardañ [[teil]], penaos kemer preder gant an douar, h.a. Ur pezh darvoud, un dispac'h a c'hellfemp lavaret zoken, eo al levrigoù-se. N'eo ket kement-se abalamour d'ar boued zo enno avat, abalamour d'ar yezhoù zo bet implijet evit o skrivañ eo. E gwir, evit ar wech kentañ ne vez ket skrivet hepken diwar-benn ar yezh met er yezh. Evit ar wech kentañ n'eo ket mui ar gwambiaeg ur benveg studi met deuet eo ar stumm skrivet anezhañ da vezañ un ostilh evit treuzkas keleier hag eskemm mennozhioù. E [[1987]] e voe embannet gant an I.LVL.V. ul levrig 68 pajennad ennañ, Namoy Misagmera Pürig e anv, hag a c'heller sellet outañ evel al levr unyezhek kentañ bet skrivet hag embannet biskoazh e gwambiaeg. Ul levrig kontadennoù eo, bet skrivet penn-da-benn gant Gwambiaiz. Kement-se n'en deus ket miret ouzh an I.L.V da implijout ar yezh evel benveg [[avielerezh|avieliñ]] evit o [[sektenn]] brotestant a-enep an [[Iliz Katolik]], evel-just, rak ur benveg [[propaganda]] evit o relijion eo ivez, da gentañ penn, ar skridoù gwambiaek evit an I.L.V. Gwelet e vez mat an dra-se en danevelloù skrivet e Namoy Misagmera Pürig, gant Gwambiaiz nevez gounezet d'ar [[feiz]] Protestant. Trawalc'h eo teurel ur sell war ditloù un nebeud danevelloù evel : "Penaos eo bet doare eil kendalc'h an avielourien" pe "Ar vuhez a-raok anavezout an Aotrou Doue". Santet e vez ivez pouez an avielerezh protestant er strivoù graet evit klask lakaat Gwambiaiz war "an hent mat" ha reizhañ o doare-bevañ pemdeziek (doare da labourat an douar, doare d'en em zerc'hel, an dañsoù, an doare d'en em wiskañ, h.a.). N'eo ket filantropel hepken palioù an I.L.V. Koulskoude, ma'z eo gwir ez eus tabut e Kolombia diwar-benn "skiantelezh" labourioù an I.L.V. hag onested spered o izili, ez eo ken gwir all en deus c'hoariet an aozadur-se ur roll a-bouez bras evit yezh ar gumuniezh wambiaat. Tennet en deus ar yezh diouzh etre daouarn an [[antropologiezh|antropologourien]] hag ar yezhoniourien a glaske re alies he studiañ evit o dedenn-spered dezho o-unan pe hini kumuniezh ar skiantourien met hep tamm sell ebet war ar gumuniezh tud vunut a ra un implij pemdeziek eus ar yezh hag, a-wechoù zoken, hep tamm preder ebet war dazont tost pe pell ar yezhoù indian komzet war diriad Kolombia. En ur ger e c'heller lavaret ez eo a-drugarez d'an I.L.V. ez eo bet distroet ar yezh d'ar yezherien anezhi, ar bobl wambiaat. Hag anat eo ez eo bet posupl adal ar mare-se da Wambiaiz, evit ar wech kentañ-tout deskiñ lenn ha skrivañ o yezh. Hag a-drugarez d'an doare-skrivañ ijinet gant ar c'houblad Branks ez eus en em stummet evel-se kefredourien wambiaeger gouest da embreger o yezh ha da bleustriñ warni.
 
Sklaer eo levezon [[lizherenneg]] an I.L.V. war skridoù ar [[Cabildo|C'habildo]] tre betek er [[bloavezhioù 1980|bloavezhioù 80]]. Santet e vez c'hoazh levezon al lizherenneg diazezet ganto e labourioù [[Francisco Tumiñá-Pillimué]], anezhañ ar Gwambiaad kentañ en deus skrivet ur c'heriaoueg spagnoleg-gwambiaeg, embannet e [[1981]].