Felix Baumgartner : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
Ganet eo '''Felix Baumgartner''' d'an [[20 a viz Ebrel]] [[1969]] e [[Salzbourg]]. Ul lammer hag un [[harz-lamm|harzlammer]] eus [[Aostria]] a zo anezhañ. Anavezet eo da vezañ gouest d'ober lammoù arvarus. Bet eo harzlammer en arme Aostria bet pleustret gantañ lammat war dachennoù bihan-tre.
 
D'ar 14 a viz Here 2012 ez eus bet skrivet un tamm eus istor ar skiantoù gant embregerezh « [[Red Bull]] » ha Felix Baumgartner. Anv ar gefridi a oa « Red Bull Stratos ». E bourzh ur baner gwaskreizhet staget ouzh ur [[polotenn stratosferek|bolotenn stratosferek]] eo pignet Felix Baumgartner tamm-ha-tamm betek an uhelder a 39 068 metr. Div eur en doa bet ezhomm evit tapout an uhelder-se. Gwisket en doa ur gwiskamant spas peurijinekaet akipet gant 35 kamera. Ar greizenn gontrolliñ a oa e [[Roswell (New Mexico)|Roswell]] e [[Mec'hiko-Nevez]] e mervent [[Stadoù-Unanet Amerika]].
 
Pa oa erru tost da 39 000 metrad uhelder en deus digoret Felix Baumgartner dor e [[egorlestr|spaslestr]] hag ez eo tostaet ouzh kantenn e baner. Kemeret en deus an amzer da saludiñ ur c’hamera a-raok lammat er goullonder.