Tamanghasset : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "Tamanghasset, a-wechoù skrivet Tamanrasset dre fazi, anvet ivez Fort Laperrine e-pad trevadennerezh Bro-C'hall, a zo kêrbenn Wilaya Tamanghasset. Lec'hiet eo e su Aljeria..."
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Tamanghasset, a-wechoù skrivet [[Tamanrasset]] dre fazi, anvet ivez [[Fort Laperrine]] e-pad trevadennerezh [[Bro-C'hall]], a zo kêrbenn [[Wilaya]] Tamanghasset. Lec'hiet eo e su [[Aljeria]] en aradennad menezioù [[Hoggar]], 400 km eus [[Bro-Mali]].
Anv en [[arabeg]]: تمنراست / Anv e skritur [[touarek]] (tifinagh) : / distagadur e [[tamazight]] : Tamenghest
Daoust m’emañ er [[Sahara]], ez eo yenoc’h an hin eget ar rannvroioù all, dre m’emañ er menezioù. Mont a ra eus -8 betek 36 °C hepken.
===Istor===
-Er IVed ha IIIed milved kent [[J.-K]], e oa tud o chom eno, dre ma 'z eus bet kavet livadurioù war mogerioù mougevioù en [[Hoggar]].
-Betek ar XXvet kantved e vevas broidi [[Zeribas]].
-E 1902 e voe emgann [[Tit]].
-E 1905 eo degouezhet an tad [[Charles De Foucauld]] hag e savas e vordj war vord an [[Oued]].
-E 1915 e teuas da vezañ ur gêriadennig.
-Brudet eo ar gêr mañ dre m'he deus degemeret pirc'hirin an dezerzh [[Charles de Foucauld]]. Siwazh, ez eo e 1916 e voe lazhet an Tadtad [[Charles De Foucauld]] gant an [[Douareged]].
A-benn 1920 e teuas tud eus [[Bro-C'hall]] da vezañ niverusoc'h hag e staljont servijoù melestradurel.
-E 1951 e teuas da vezañ isprefeti an departamant [["Territoire des Oasis dans le Sahara"]], dre ma veze graet taolioù arnod nukleel er vro-se gant [[Bro-C’hall]].
-E 1970 e voe ur prantad sec'hor er [[Sahara]] a-bezh, an dra mañ a lak neuze ur bern repuidi da zont di.
-E 1974 [[Tam ]](lesanvet eo e-giz se gant hec’h annezidi) a zo kêrbenn ar [[Wilaya]] gant
30 000 a annezidi.
-Etre 1978 ha 1980 ec’h erru an douristelezh, en em diorroiñ a ra neuze buan-tre.
-E 1992 e teuas war-wel ar sponterezh, ar pezh en deus skarzhet an douristelezh : skrapet touristed, gwall zarvoudoù kirri-nij nen heller displegañ.
-Adalek ar bloavezhioù 1998/2000, dre m'emañ distroet ar surentez er vro, e teu an douristelezh en-dro.
Hiziv en deiz ez eus tro-dro da 100 000 annezad.
Mont a ra mat-tre ar gonvers eno dre ma zo marc'halac'hioù.
[[Restr:MarcheTamanrasset5.jpg|thumbnail|right|400px|Ar marc'had e Tamanghasset]]
Ul liamm eo deuet da vezañ etre an hanternoz war vord ar [[Mor Kreizdouarel]] hag ar c'hreisteiz gant ar [[Sahara]], ar c'haravanennoù hag ivez [[Afrika Du]]. Kalz eus ar re a glask dont da [[Europa]] a dremen dre eno.