Diforc'hioù etre adstummoù "Sahara"

10 okted ouzhpennet ,  7 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Ar '''Sahara''' a zo ur gouelec'h bras-meurbet e Norzh [[Afrika]]. Ar brasañ dezerzh tomm eus ar bed eo gant en tu-hont da 9 milion a gilometradoù-karrez. Mont a ra eus ar [[Mor Ruz]] er reter betek ar [[Meurvor Atlantel]] er c’hornaoueg, bevennet eo er su gant ar [[Sahel]]. Dont a ra an anv eus an [[arabeg]] صحراء, "ṣaḥrā´", hag a dalvez kement ha "dezerzh".
[[Restr:Libya 4985 Tadrart Acacus Luca Galuzzi 2007.jpg|thumbnail|right|400px|Ar Sahara e Libia]]
 
Ar Sahara a zo ur ranndir deuet da vezañ dezherzhel e 6 000 kent J-K. Bras divent eo an [[dezerzh – se]]–se, 15 gwech brasoc'h eget [[Bro-C'hall]] eo, lec'hiet e [[norzh Afrika]]. «''Sahara»'' a dalvez kement ha dezerzh pe gouelec’h en arabeg. Brasañ dezerzh ar bed eo gant 8,5 million a gilometradoù karrez. Treuziñ a ra an dezerzh-se Afrika eus ar Meurvor Atlantel betek ar Mor Ruz hag eus ar Mor Kreizdouarel betek su Trovan ar C'hrank. En em astenn a ra ar Sahara war 10 bro : Aljeria, Egipt, Libia, Mali, Maroko, Mauritania, Niger, Soudan, Tchad ha Tunizia. Brasañ dezerzh tomm ar bed eo. Annezidi zo, «kantreidi» a vez graet diouto ( tud ha na chomont ket da vevañ war ar memes lec'h a- hed o buhez) ; an «Douareged», ar «Vaored» hag an «Douboued». Dilec'hiañ a reont eus lec'h da lec'h er Sahara. Bevañ a reont o sevel loened, kañvaled ha givri. Bez’ ez eus ivez an “arsezidi” hag a chom bepred en ul lec'h ( ar c'hontroll eus ar gantreidi ) hag a ra saverezh gwez palmez, legumaj ha edaj. Douar kondon ar Sahara a zo pinvidik : gaz leskiñ, eoulmaen, uraniom, houarn, kouevr ha glaou.
 
Ar Sahara hag emgann Aljeria
Implijer dizanv