Roller derby : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
rummad + etrewiki
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
== Roller derby (botoù-ruilh derby) ==
Ar '''roller derby''' a zo ur sport o tont eus ar [[Stadoù-Unanet]]. Ur sport stokad a-skipailh eo, war [[Botez-ruilh|botoù-ruilh]] ha n'inteo ket enlinenn o rodoù (roller quad). Daou skipailh en em gav war un dachenn hirgelc'hiek, war plakenn goad pe bitum. Ruilhet a vez war tu kontrol nadozioù un horolaj.
Gwechall gozh e oa ar roller derby ur sport a-vicher evit ar baotred kement hag evit ar merc'hed. Ar roller derby a-vremañ a zo ur sport etrebroadel gant kevreoù war ar bed a-bezh, c'hoariet peurliaesañ gant merc'hed hepken. 78 kevre merc'hed a zo er stadoù-unanet ha 300 kevre ha n'int ket ofisiel a vefe er bed, er broioù saoz kentoc'h.
Levezonet eo ar roller derby gant an "DIY" ([[do it yourself]]), ar c'hiz punk hag an trede soñj gwregelour. Mod ar c'hoarierezed d'en em wiskañ ha d'en em zalc'h ha zo levezonet gant ar c'hiz punk, rockabilly, pin-up, ha bed ar filmoù-spont.