Sahara : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 30:
[[Restr:Libya 4985 Tadrart Acacus Luca Galuzzi 2007.jpg|thumbnail|right|400px|Ar Sahara e Libia]]
 
Ar ''Sahara'' a zo ur ranndir deuet da vezañ dezherzhel e 6 000 kent J-K. Bras divent eo an [[dezerzh]]–se, 15 gwech brasoc'h eget [[Bro-C'hall]] eo, lec'hiet e [[norzh Afrika]]. ''Sahara'' a dalvez kement ha dezerzh pe gouelec’h en [[arabeg]]. Brasañ dezerzh ar bed eo gant 8,5 million a gilometradoù karrez. Treuziñ a ra an dezerzh-se [[Afrika]] eus ar [[Meurvor Atlantel]] betek ar [[Mor Ruz]] hag eus ar [[Mor Kreizdouarel]] betek su [[Trovan ar C'hrank]]. En em astenn a ra ar Sahara war 10 bro : [[Aljeria]], [[Egipt]], [[Libia]], [[Mali]], [[Maroko]], [[Mauritania]], [[Niger]], [[Soudan]], [[Tchad]] ha [[Tunizia]). Brasañ dezerzh tomm ar bed eo. Annezidi zo, «''kantreidi»'' a vez graet diouto ( tud ha na chomont ket da vevañ war ar memes lec'h a- hed o buhez) ; an «''Douareged»'', ar «''Vaored»'' hag an «''Douboued»''. Dilec'hiañ a reont eus lec'h da lec'h er ''Sahara''. Bevañ a reont o sevel loened, kañvaled ha givri. Bez’ ez eus ivez an “arsezidi”''arsezidi'' hag a chom bepred en ul lec'h ( ar c'hontroll eus ar gantreidi ) hag a ra saverezh gwez palmez, legumaj ha edaj. Douar kondon ar Sahara a zo pinvidik : ''gaz'' ''leskiñ'', ''eoulmaen'', ''uraniom'', ''houarn'', ''kouevr'' ha ''glaou''.
 
Ar ''Sahara'' hag [[emgann Aljeria]]
E 1956 eo bet dizoloet an ''eoulmaen'' hag ar ''gaz'' ''leskiñ'' evit ar wech kentañ er ''Sahara'' gant ur gevredad c’hall, ar «''C.F.P.A»''. Dizoloet e oa bet ar brasañ ''dachenn'' ''eoulmaen'' en [[Aljeria]]. D'ar c'houlz -se, ur ministr gall eus ar [[V vet republik]] a lâras :«Bro-C'hall na c'hello ket kenderc'hel da ledanaat en Afrika ha pinvidigezh an douaroù Afrikan na c'hello ket bezañ korvoet hep Bro-C'hall». Abalamour da se, eo chomet an aferioù eoulmaen gall-aljerian bev e-pad emgann [[Aljeria]] gant ur c'hevrad sinet hag a lavare ne vefe ket distrujet ar staliadurioù eoulmaen gant an [[FLN]]. Koulskoude, pleustradegoù a zo bet graet gant ar soudarded gall. Tennañ a raent bombezennoù er ''Sahara'' evit gwelet ha mont a raent mat en-dro. Gant se eo bet distrujet ivez un tamm an natur en dezerzh-se.
 
«La France est et demeure une Grande puissance. Elle mobilisera ses forces pour que se réalise le miracle saharien. De grandes richesses, en charbon, en fer, en pétrole, en gaz naturel, des Territoires du Sud, seront mises en valeur. La Métropole apportera sa technique et ses investissements; l'Algérie apportera sa main d'œuvre de plus en plus qualifiée et demain ses cadres. La mise en valeur du désert du Sahara c'est la grande tâche de notre génération.»
 
[[Charles de Gaulle]].