Sofonisba Anguissola : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kempenn
kempenn c'hoazh
Linenn 10:
==He buhez==
Sofonisba Anguissola a oa ganet e [[Cremona]], [[Lombardia]] war-dro 1532. Bugel kentañ an tiegezh e oa, ha pemp c'hoar hag ur breur he doa.
He mamm, Bianca Ponzone, a diegezh uhel, a varvas pa oa Sofonisba en he 4 pe 5 bloaz. He zad, Amilcare Anguissola, a oa un den a noblañs izel eus kêr [[Genova]].
 
A-hed peder remziad e voe roet da vugale an tiegezh anvioù tud eus istor [[Kartada]] , ha dezhi e voe roet anv [[Sofonisba]].
 
Ton a roas Amilcare Anguissola d'e c'hwec'h merc'h (Sofonisba, Elena, Lucia, Europa, Minerva ha Anna Maria) da labourat da amprouiñ o donezonoù, hag un deskadurezh a zoare a voe roet dezho. Peder anezho (Elena, Lucia, Europa and Anna Maria) a oa livourezed, met Sofonisba a voe an hini vrudetañ. Elena a eas da [[lean]]ez (Sofonisba a reas ur poltred anezhi) hag a rankas paouez da livañ.
Anna Maria hag Europa a zilezas an arz pa zimezjont, ha [[Lucia Anguissola]], an arzourez wellañ eus c'hoarezed Sophonisba a varvas en he ugent bloaz. Minerva a voe skrivagnerez ha latinegourez. O breur Asdrubale ne reas tamm war-dro al liverezh, pa voe soner, ha latinegour.
 
Pevarzek vloaz e oa Sofonisba pa voe kaset, a-gevret gant he c'hoar Elena, da studiañ gant [[Bernardino Campi]], ul livour eus ar skol [[Lombardia|lombard]], brudet e boltredoù ha taolennoù relijiel, o chom e Cremona ivez. Pan eas Campi d'ur gêr all e kendalc'has Sofonisba gant he studioù gant al livour [[Bernardino Gatti]], lesanvet ''Il Sojaro''. Lakaat Sofonisba da zeskiñ gant livourien ar c'hornad a oa deroù un oadvezh nevez d'ar merc'hed a grogas dousik da vezañ degemeret evel studierien war an arzoù. Krediñ a reer e chomas da studiañ gant Gatti e-pad tri bloaz (1551-1553).
 
Pouezusañ labour Sofonisba er mare-se eus he yaouankiz eo ''Bernardino Campi o livañ Sofonisba Anguissola'', graet war-dro 1550, hiziv war ziskouez er ''Pinacoteca Nazionale'', e [[Siena]], ma weler he c'helenner ouzh he foltrediñ.
E 1554, ha hi 22 vloaz, ez eas Sofonisba da [[Roma]], ma kasas hec'h amzer o tresañ traoù ha tud a bep seurt. Eno e reas anaoudegezh gant [[Michelangelo]] a drugarez d'ul livour arall a anave he labour mat.
 
Linenn 25:
[[Image:Self-portrait_with_Bernardino_Campi_by_Sofonisba_Anguissola.jpg|right|thumb|250px|''[[Bernardino Campi]] o livañ poltred Sofonisba Anguissola'', war-dro dibenn ar bloavezhioù 1550.]]
 
Sur eo e veze roet muioc'h a don da Sofonisba eget d'ar merc'hed all en hec'h amzer. N'eo ket evit kelo-se e veze lezet d'ober pezh ne oa ket aotreet d'ar merc'hed en he metoù. Hep studiañ ar gorfadurezh na tresañ krorfoù bev n'halle ket stagañ da ober livadurioù bras relijiel pe istorel, ha neveze ket lezet ar merc'hed da welout korfoù noazh. E-lec'h se e klaskas doareoù all da boltrediñ, gant tud lakaetd'en em zerc'hel e doareoù divoas.
 
Un 50 oberenn bennak a zo bet lakaet war gont Sofonisba. Gwelout anezho a c'haller e [[Bergamo]], [[Budapest]], [[Madrid]] ([[Museo del Prado]]), [[Naplez]], [[Siena]], ha [[Firenze]] en [[Uffizi]].
 
== Ster istorel==
Kalz a arzourien zo bet levezonet gant oberennoù Sofonisba Anguissola. He foltred eus ar rouanez [[Isabel de Valois]] gant ur ''[[zibellino]]'' (feur ur martr gant ar penn hag an treid en aour) zo bet ur poltred adlivet kenañ e Spagn, betek gant arzourien veur evel [[Peter Paul Rubens]].
 
=== E Spagn ===
E [[1559]] ez eas Sofonisba da lez [[Felipe II, roue Spagn]], evel itron e lez ar rouanez [[Isabel de Valois]]. Poltredourez an tiegezh roueel e voe betek marv he gwarezourez e [[1568]].
 
=== E Sikilia ===
[[Image:Self portrait, 1610.jpg|thumb|Emboltred e 1610]]
E [[1573]] e timezas d'un noblañs eus Sikilia, [[Fabrizio Moncada]] hag ez eas da chom d'e balez, e [[Moncada]] e [[Paternò]]. Pa varvas he fried war vor e [[1578]], p'edo o vont da ober ur gweled da lez Spagn, e kuitaas Sofonisba Sikilia da vont da [[Liguria]].
 
Ur chomadenn a reas e [[Livorno]] hag eno ec'h addimezas da [[Orazio Lomellini]], a oa un den a renk uhel eus Genova, e [[Pisa]] e [[1579]]. E [[1615]] e tistroas gant he fried da b-Palermo, e-lec'h ma en devoa un tamm madoù.
 
Mervel a reas d'ar [[16 a viz Du]] [[1625]], ha beziet e voe en iliz San Giorgio e Palermo, un iliz a oa da ''vroad GenoaGenova'' (''Nazione Genovese''), ma he devoa labouret.
 
==Lennadurezh==