Diforc'hioù etre adstummoù "Marcel Bigeard"

Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Marcel Bigeard, ganet ar 14 a viz C'hwevrer 1916 e Toul hag marvet eo ar 17 a viz Mezheven 2010 e memes lec'h , a zo un den politikel ha soudard gall. Kroget en deus e vicher evel ur soudard « bihan » , eil renk , e 1936 hag echuet eo evel ofiser jeneral steredennet, e 1936. Ar jeneral Bigeard a zo bet an ofiser gall bev gant ar muiañ a vedalennoù. Bet eo bet stourmer pe resistant kozh, e anv avat a chomo stag ouzh ar brezelioù didrevadenniñ (Aljeria, Indez-Sina). Un diazezadenn a zo bet krouet gant e anv an 9 a viz Mezheven 2011.
===Orin e familh===
Marcel-Maurice Bigeard a zo mab da Charles Bigeard (1880-1948), heñcher e kompagnunezh hentoù houarn ar reter, ha da vMarieMarie-Sophie Ponsot (1880-1964).
Ar 6 a viz Genver 1942, e timezas gant e vignonez bugaleaj, Gabrielle Grandemange (Toul, 5 a viz Du 1919- 4 a viz Gouere 2011). Eurediñ a rejont e-kerzh ar brezel etre tec'hadenn Marcel Bigeard eus Alamagn hag a-raok e vefe aet kuit da harz-lammer e-barzh ar strouezh.
Ur bugel o deus anvet Marie-France, ganet an 13 a viz C'hwevrer 1946. Gaby Bigeard a varvas ar 4 a viz Gouere 2011 e Toul abalamour d’ur c’hleñved hirbadus.
4

modifications