Konan II (dug Breizh) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Rummad:Duged Breizh
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
Darn eus roueed ha [[Duged Breizh]] o doa komprenet e vije aesoc'h da Vreizh mirout he frankiz ma vije kresket un tamm mat etrezek ar sav-heol. O fal oa eta gounit douar, da vihanañ betek ar stêr Vezven, da lavarout eo betek kêrioù [[Laval]] hag [[Añje]]. Konan II a voe unan eus ar re-se.
 
Ne oa nemet tri miz pa varvas [[Alan III]] e dad. E vamm, [[Berta]], a renas da gentañ en e lec'h. Met [[Eozen PenteurPentevr]], e eontr, breur Alan, a gemeras ar bugel. Menoz Eozen oa, hep mar, bezañ dug e-unan. Eneberezh tud uhel all, dreist-holl [[Jafrez kont Roazhon]], a viras outañ da gaout e c'hoant. Konan a voe kurunennet e 1048, pa ne oa nemet 8 vloaz.
Ne renas e gwirionez nemet pa voe deuet d'an oad a 15 vloaz echu. Kerkent e rankas ober brezel da Eozen. Hemañ a voe trec'het e 1057. Neuze e voe ret ober brezel da Jafrez, mab Eozen. E 1062 hepken e voe graet ar peoc'h.
Neuze e c'hoarvezas un dra iskis a-walc'h. [[Gwilherm an Alouber|Gwilherm]], dug Normandi, a felle dezhañ bezañ ivez mestr Breizh. Konan, dug [[Breizh]], a felle dezhañ bezañ ivez mestr [[Normandi]]. Pa voe gourc'hemennet da Gonan gant Gwilherm dont da douiñ sentidigezh outañ, Konan a roas urzh da Wilherm reiñ dezhañ Bro-Normandi, ha mont kuit da gemer Bro-Saoz ma karje: edo Gwilherm oc'h aozañ an dilestradeg e Bro-Saoz.