Vortigern : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
brezhoneg e-lec'h saozneg; kempenn
kempenn
Linenn 1:
'''Vortigern''' (pe ''Guorthigern'' en [[henvrezhoneg]], pe ''Gourziern'' e [[brezhoneg]], pe ''Gwrtheyrn'' e [[kembraeg]] a vremañ) a oa ur roue [[brezhon]] en [[Enez Vreizh]] er Vvet kantved.
[[File:Вортигерн (Гуртеирн, Гуортигерн).jpg|thumb|250px|Vortigern]]
'''Vortigern''' (pe ''Guorthigern'' en [[henvrezhoneg]], pe ''Gourziern'' e [[brezhoneg]] a-vremañ, pe ''Gwrtheyrn'' e [[kembraeg]] a -vremañ) a oa ur roue [[brezhon]] en [[Enez Vreizh]] er {{Vvet kantved}}.

Peuzsur e oar ez eus bet anezhañ, met mojenn zo muioc'h en-dro dezhañ eget fedoù asur diwar e benn. Kontet e vez e en devoa pedet ar Saozon da ziazezañ en Enez Vreizh, evel goprsoudarded, met pa voent eno en em savjont da grouiñ o rouantelezhioù dezho. Kement-se a sachas gwall vrud dezhañ, ha kontet eo da vezañ bet ur roue eus ar re fallañ er mojennoù.

==Istorioù Vortigern==
===Gweltaz===
[[Gweltaz]] an hini kentañ a ra anv eus Vortigern en e levr ''[[De excidio Britanniae]]'' (''Diwar-bouez kouezhadenn Breizh'') e deroù ar {{VIvet kantved}}.

Er pennad 23 e skriv penaos e reas "an holl guzulierien, a-gevret gant ''an tirant lorc'hus-se'' [''omnes consiliarii una cum superbo tyranno''] ur fazi bras o pediñ "ar Saozon kriz ha difeiz " da chom en Enez Vreizh.

Hervez Gweltaz e teuas ur strolladig anezho da gentañ, da ziazezañ "e reter an enez, pedet gant an tirant gwallchañsus [''infaustus'']". Hag ar re-se a bedas muioc'h a genvroiz c'hoazh, ma kreskas o zrevadenn. Goude e c'houlennas ar Saozon ma vije kresket o [[gopr]]où, pezh a voe nac'het, ha neuze e voe torret an emglev etreze hag ar Vrezhoned, hag int da stagañ da breizhata dre ar vro.

N'eo ket sklaer hag-eñ e voe meneget anv Vortigern gant Gweltaz. En embannadurioù [[saoznek]] zo ne vez ket meneget e anv. Koulskoude eo roet gant daou zornskrid. E ''Codex Abrincencsis'', anavezet ivez evel ''Mommsen's MS. A'' (e levraoueg kêr [[Avranches]] [[Manuscript|MS]]. 162) (12vet kantved ), meneg eus ''superbo tyranno Vortigerno''; ha ''Mommsen's MS. X'' ([[Cambridge University Library]] MS. Ff. I.27) (13vet kantved) meneg eus ''Gurthigerno Brittanorum duce''. Pa weler eo meneget an anv gant [[Bede]] e c'haller krediñ e oa roet gant Gweltaz ivez.

Hervez an toulladig munudoù roet gant Gweltaz e c'haller soñjal en dije klevet an istor (pe eñ pe marteze e gelaouer) gant Saozon.
*Pa gomz eus pegement aSaozona Saozon a deuas da gentañ e lavar e oant deuet gant tri ''cyulis'' "evel a reont eus bagoù-brezel". Sed azemoarvataraze moarvat ar c'hentañ ger saoznek skrivet.
*An eil tra eo homañ: adlavarout a ra e oa bet "diouganet [d'ar Saozon] gant un diouganer en o zouez'' e vije dalc'het gante ar vro a oant o vont dezhi e-pad tri c'hant bloaz, hag an hanter eus an amzer, da lavarout eo kant hanter-kant vloaz, ne rafent nemet preizhata.
Kement-se n'hall ket bezañ bet lavaret nag ijinet gant ur [[Roman]] pe ur [[Brezhon]].

Gwech ebet ne lavar Gweltaz e oa ur roue eus Vortigern. Un tirant eo (tyrannus), emezañ, met n'eo ket eñ an hini zo pennkaoz d'ar bedadenn graet d'ar Saozon. Er c'hontrol: ur c'huzul zo en-dro dezhañ, hag a c'hallfe bout ur gouarnamant gant dileuridi eus ar c'heodedoù (''civitates'') , pe rannvroioù. Ne lavar ket Gweltaz e oa fall, met gwallchañsus (''infaustus''), dic'houest da varn, pezha c'haller kompren, pa ziskouezas ar c'hoprsoudarded-se bout tud disleal.

===Nec'h===
Kement ger skrivet gant Gweltaz zo bet pouezet ha dibouezet gant an istorourien evit klask gouzout hiroc'h.

Un dra a nec'h anezho eo ar ger implijet evit komz eus goproù ar Saozon (''annonas'', ''epimenia''), da c'houzout hag -eñ e oant gerioù hervez ar gwir implijet er feurskridoù gant ''[[foederati]]'', evel ma veze graet e dibenn amzervezh an Impalaeriezh roman da gavout soudarded e-touez ar Varbared da zifenn harzoù an impalaeriezh. N'ouzer ket hag -eñ e oa tud, anezho o-unan, a rae kemend-all.

Un dra nec'hus all d'an arbennigourion eo ar gerioù "e tu reter an enez": daoust pe aod [[Kent]], pe [[East Anglia]], pe [[Northumbria]]? Pe daoust ha strewet e oa ar Saozon un tamm e pep lec'h a-hed an aod reter?

===Bede===
Kentañ hini a zalc'has kont eus skrid Gweltaz eo [[Bede]], a vez istimet bras gant an istorourien a vremañ dre ma oa desket ha gouest da varn. Met an dra-se ne vern ket kalz pa gomz Bede eus ar Vvet ha VIvet kantved, eñ un den eus an {{VIIIvet kantved}}. Tost ger ha ger e kemer frazennoù Gweltaz en e ''[[Historia Ecclesiastica Gentis Anglorum]]'' ha ''[[De Temporum Ratione]]''.

==Vortigern el lennegezh==
Anavet eo [[William Henry Ireland]] evel falser hag oberour falsdornskridoù, diwar zorn [[William Shakespeare]] hervezañ. Kavet en doa, emezañ, ur pezh kollet anvet ''[[Vortigern and Rowena]]'', a voe c'hoariet e [[Drury Lane]] d'an [[2 a viz Ebrel]] [[1796]]. Evel ma oa anat diouzh an doare-skrivañ n'halle ket bezañ labour Shakespeare, ha goapaet e voe ar pezh adalek ar c'hoariadenn gentañ.<ref>[http://www.museumofhoaxes.com/ireland.html William Henry Ireland's Shakespeare Forgeries]</ref> Kement-se zo bet kontet er romant''[[The Lambs of London]]'' diwar zorn [[Peter Ackroyd]] e 2004 .

== Lennadurezh ==
* Myles Dillon, [[Nora Kershaw Chadwick]], [[Christian-Joseph Guyonvarc'h]] ha [[Françoise Le Roux]], ''Les Royaumes celtiques'', Éditions Armeline, [[Kraozon]], 2001, ISBN 2-910878-13-9
* Christian Y. M. Kerboul, ''Les Royaumes brittoniques au Très Haut Moyen Âge'', Éditions du Pontig / Coop Breizh, [[Speied]], 1997, ISBN 2-84346-030-1
*Ifor Williams, ‘Hen Chwedlau', e-barzh Trans. Cymm. , 1947 .

Linenn 44 ⟶ 43:

| width="30%" align="center" | En e raok:
'''[[Constans II (alouber)| Constans]]'''
| width="40%" align="center" | '''Roue [[Enez Vreizh]]
(hervez ar vojenn)

[[Image:Ddraig.png|thum|60 px]]'''
'''[[Gwrtheryn]]'''
'''Kentañ ren'''

| width="30%" align="center" | War e lerc'h:
'''[[Vortimer]]'''

| width="30%" align="center" | En e raok:
'''[[Vortimer]]'''
| width="40%" align="center" | '''Roue [[Enez Vreizh]]
(hervez ar vojenn)
[[Image:Ddraig.png|thum|60 px]]'''
'''[[Gwrtheryn]]'''

'''Eil ren'''
| width="30%" align="center" | War e lerc'h:
'''[[Ambrosius Aurelianus]]'''
Linenn 58 ⟶ 57:

==Liammoù diavaez==
*[http://www.vortigernstudies.org.uk Vortigern Studies, ul lec'hienn saoznek dediet d'ar marevezh istorel-hont en Enez Vreizh]
*[http://yba.llgc.org.uk/en/s-GWRT-HEY-0400.html?query=Vortigern&field=content Levraoueg Vroadel Kembre]