Tevieg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
 
Etre 1928 ha 1934 e voe furchet an enez gant ur c'houblad eus [[Loren]] dedennet gant an [[arkeologiezh]], Marthe ha Saint-Just Péquart. Diskoachet e voe gante roudoù annezioù hag ur veredeg eus [[Krennoadvezh ar maen]] (war-dro 10 000 vloaz 'zo).
 
Ar c'horfoù kavet (7 gwaz, 8 maouez, 1 plac'h yaouank ha 7 bugel) a oa beziet e fozioù goloet gant daroù. Dielfennet eo bet ar relegoù-se ha jedet ment keidat ar wazed (1,59 m) ha hini ar maouezed (1,52 m). Unan eus ar wazed a oa bet lazhet gant ur bir kailhastr.
 
==Daveenn==