Karn Barnenez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
[[Image:Barnenez entrance.jpg|thumb|right|Tremen, en diabarzh.]]
 
'''Karn Barnenez''' a zo ur savadur [[meurvaen|meurvein]] e [[gourenez]] [[Kernehelen]], e [[Plouezoc'h]], e [[Treger|Bro-Dreger]], e departamant [[Penn-ar-Bed]]. Div lodenn hag unnek kambr a yae d'ober anezhañ. Lodenn goshañ ar [[krugell|grugell]] mein sec'h a vije bet savet etre 4850 ha 4450 k.J-K, en [[neolitik]] gant [[dolerit]], hag an eil etre 4450 ha 4000 k. J-K gant [[greunvaen]]. Ar savadur [[meurvaen|meurvein]]-se eo an hini koshañ anavezet war an [[douar-bras]]. Koshoc'h e vefe evit ar [[piramidenn]]où kentañ.
 
==Gerdarzh==
Linenn 9:
 
==Istor==
E [[1807]] e oa bet graet anv eus ar [[krugell|grugell]] er [[kadastr|c'hadastr]]. Meneget e oa ivez e [[1850]] e Montroulez e-kerzh un emvod skiantel gant maer kumun [[Plouezoc'h]]. Ne voe ket a-walc'h da wareziñ ar monumant. Prenet e oa an dachenn gant un gant un embreger e-pad an {{XXvet kantved}} hag e voe diveinet ar [[karn|c'harn]] kentañ gantañ evit adimplij ar vein. Harzet e voe war-bouez nebeut, e [[1955]], pa oa o vont da zistrujañ an eil karn.
D'ar mare-se e oa renket ar c'harn a chome war roll ar monumantoù istorel (abaoe an 18 a viz Genver 1956), war goulenn [[Pierre-Roland Giot]] (neuze rener Hendraouriezh istorel Breizh). Loc'hañ a ra ivez ar furchadegoù skiantel kentañ eno. Furchet e oa ar c'harn etre 1955 ha 1968.
 
Linenn 17:
 
Emañ ar monumant a-us Bae [[Montroulez]], anezhañ ur gompezenn strujus eus an arvor d'ar mare ma oa savet moarvat.
72 metr hirder hag 20 pe 25 metr lec'hed eo eo ar monumant. 9 metr uhelder eo. Istimañ a reer e dolzennad hollek etre 6 500 ha 7 000 [[metr diñs]] hag e bouez etre 12 000 ha 14 000 tonnenntonenn<ref>[http://barnenez.monuments-nationaux.fr/fr/ Le cairn de Barnenez sur le site des monuments nationaux]</ref>. Kavout a reer un nebeud mogerioù diabarzh zo talbennoù kozh pe mogerioù hag a dalveze da stabilaat ar framm. Savet eo ar c'harn gant bloc'hadoù maen bihan a-walc'h ha n'eus ken ar c'hambroù zo savet e-giz [[meurvaen|meurvein]] gwirion.
 
Unnek [[taol-vaen]] ha kement a [[kambr-vez|gambroù-bez]] a zo er [[karn|c'harn]]. Dek anezho zo goloet penn-da-benn. Evit mont e-barzh ar c'hambroù-bez ez eer dre un trepas mein sec'h, etre 7 ha 12 metr a hirder dezhañ, goloet gant daroù a-led. Pep kambr he deus un trepas disheñvel hag holl an trepasoù zo durc'haet d'ar [[gevred]].
 
Pep hini eus ar pezhioù en diabarzh zo kinklet gant arouezioù binviji, armoù ha loened. Kavout a reer ivez ur skeudenn e stumm al lizherenn U war ar speurennoù meur a wezh.
 
An traezoù zo bet kavet e-pad ar ar [[furchadegoù]] n'int ket niverus met liesseurt-kenañ int. Bez' ez eus en o zouez lavnennoù bouc'hili lufret, begoù [[bir|biroù]] ha lavnennoù e [[maen-kurun]] eus an [[Neolitik]]. Kavez ez eus bet glaou-koad en deus roet an tu da c'houzout pegoulz e oa bet savet. An disoc'hoù o deus bamet ar skiantourien da gentañ rak prouet e oa e oa ar c'harn 2000 vloaz koshoc'h evit ar piramidennoù kentañ.
[[André Malraux|Andrev Malraux]] a zisklêrias e oa ur [[partenon]] eus ar ragistor.