Diforc'hioù etre adstummoù "Diocletianus"

7 okted ouzhpennet ,  8 vloaz zo
D
r2.7.3) (Robot ouzhpennet: jv:Diokletianus; Kemm dister
D (Robot ouzhpennet: oc:Dioclecian)
D (r2.7.3) (Robot ouzhpennet: jv:Diokletianus; Kemm dister)
{{Istor diechu}}
[[SkeudennRestr:Dio coin1.jpg|thumb|240px|Diocletianus war ur pezh moneiz roman.]]
 
'''Diokletian''' pe '''Diocletianus''' (e latin ''Caius Aurelius Valerianus Diocletianus'') ganet e [[245]] tost da gêr ''Salone'' en [[Illiria]] ([[Split]] e [[Kroatia]] hiziv) ha marvet eno e [[313]] a oa [[impalaer roman]] eus [[284]] da [[305]].
 
Krouet en deus ar c'hentañ rannadur en impalaeriezh roman pa lezas un [[Augustus (titl)|Aogust]] da ren war al lodenn gornôkañ, hag unan da ren en [[Azia]]. Kaset en doa an heskinerezh taerañ a zo bet a-enep ar gristenien.
 
Savet e oa en ur [[familh]] a renk izel ha diskouez a reas e oa donezonet evel penn milour dindan an impalaerien [[Probus]] hag [[Aorelian]]. Anvet da [[imperator]] gant e [[soudard]]ed goude marv [[Numerian]] e voe trec'h war vreur Numerian, [[Carinus]], a oa bet anvet [[impalaer ar C'hornôg]] hag ez eas d'impalaer asamblez gant [[Maximianus Herculius]].
 
== An Diarkiezh hag an Detrarkiezh ==
Savet en deus Diokletian un aozadur dibar da ren an impalaeriezh pa oa deuet e re vras ar gorread anezhi ha pa save dañjerioù en Norzh war harzoù Germania hag er Gevred eus impalaeriezh ar [[Parted|Barted]]. Kompren a reas Diokletian e tlee krouiñ daou sez evit ar galloudoù milourel ken na vije gwarezet mat an [[harz]]où. Ha ne oa ket mat saviad ar gêr-benn vras.<br />
Da gentañ e krouas Diokletian ur sistem gant daou impalaer, an [[Diarkiezh]] (an Daouveli). Evit gwir e chome Diokletian a-us pa veze graet anezhañ ''Jovius'' (an hini jupiterian) ha ne veze [[Maximianus Herculius]] nemet ''Herculius'' (an hini herkulian) .<br />
Maximianus a voe anvet da g[[Caesar (titl)]] a-raok mont da Augustus e [[285]], hag e [[293]] e anvas Diokletian [[Galerius]] evel Caesar gantañ hag e lakaas Maximianus da envel [[Constantius Chlorus]] evel Caesar gantañ, an daou o ren ar C'hornôg en '' [[Augusta Treverorum]] '' ([[Trier]], en [[Alamagn]], hiziv). Kuitaat a reas [[Roma]] (ha ne oa ket [[kêr-benn]] an impalaeriezh ken) evit en em staliañ e proviñs [[Bitinia]], en [[Azia Vihanañ]], e kêr [[Nikomedia]] ([[Izmit]] e [[Turkia]] hiziv). Eus sistem ar pevar beli e reer Tetrarkiezh (''tetra'' = pevar e henc'hresianeg).
 
== Oberenn bolitikel ==
Adkempenn a reas an impalaeriezh e-keñver ar [[melestradur]], an dastum [[tailh]]où hag an [[armerzh]]. Bodañ a reas ar [[proviñs roman|provinsoù]] da sevel 12 [[diokes]] gabto. Lakaat a reas pep a annezad, ha pa vije [[Italia]]ned, da baeañ an tailh hag e embannas ur [[skrid-embann]] evit stankañ ar [[priz]]ioù ha diouzh-se ar [[monc'hwez]].
 
== Heskinadur Diokletian ==
E [[303]] ec'h embannas Diokletian klask war-lerc'h ar gristenien ha rediañ anezho da anavezout [[doueelezh]] an impalaerien. Diouzh e savboent e oa ar gristenien enebourien bolitikel pa ne felle ket dezho aberzhiñ en enor d'an impalaer. En heskinadur eus ar taerañ a zo bet renet e voe kondaonet d'ar marv meur a zen, bremañ santelaet gant an Iliz kristen ([[Santez Oanez]], [[Sant Euzeb]], [[Sant Marsel]], [[Sant Marselin]] en o zouez). Dek vloaz e padas an heskinadur betek [[Skrid-embann Milano]] e 313 ma tegasas ar [[peoc'h]] relijiel drezañ an impalaer [[Kustentin Iañ (impalaer)|Kustentin]]
 
== Diwezh ren Diokletian ==
E [[305]] e tivizas Diokletian leuskel ar galloud hag e kendrec'has Maksimian d'ober ar memes tra. An daou Gaesar, [[Galerius]] ha Koñstanz Klor, a yeas da Aogusted, met ar renk uhelañ a yeas gant Galerius hag e chomas er Reter. Mervel a reas Diokletian en e vro genidik e [[313]].
 
== Sell ivez ==
[[it:Diocleziano]]
[[ja:ディオクレティアヌス]]
[[jv:Diokletianus]]
[[ka:დიოკლეტიანე]]
[[ko:디오클레티아누스]]
59 984

modifications