Dubniom : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 98:
 
== Istor ==
Ensavadur Unvanet an Enklaskoù Nukleel ([[ruseg]] : Объединённый институт ядерных исследований, ОИЯИ) e Dubna<ref>War-dro 125 km en norzh da [[Moskov|Voskov]] emañ [[Dubna]]. Un ''Наукоград'', ''naukograd'', "Kêr ar Skiantoù" eo ez-ofisiel.</ref> a embannas e [[1968]] en doa dizolet an elfenn 105. E [[1970]] e voe kenaozet an elfenn-se gant Skol-veur [[Kalifornia]] e Berkeley, [[Stadoù-Unanet Amerika]].
 
A-c'houde e gavadenn e kinnigas ar skipailh [[URSS|soviedel]] an anv ''nilsbohrium'' (Ns) evit an elfenn nevez, en enor d'ar [[fizik]]our [[Danmark|danat]] [[Nils Bohr]] ; diouzh o zu e kinnigas an Amerikaned an anv ''hahnium'' en enor d'ar [[Kimiezh|c'himiour]] [[Alamagn|alaman]] Otto Hahn. An anv diwezhañ-se a voe implijet en SUA hag en [[Europa]] ar C'hornôg, tra ma reas URSS hag Europa ar Reter gant ''nilsbohrium''.<br />
Pa ne c'halle ket an traoù padout evel-se e tivizas an ''International Union of Pure and Applied Chemistry'' (IUPAC) reiñ an anv ''unnilpentium'' (Unp) d'an elfenn nevez, da c'hortoz. E [[1994]] e kinnigas ''joliotium'' (Jl) en enor d'ar fizikour [[Bro-C'hall|gall]] [[Frédéric Joliot-Curie]] ([[Priz Nobel]] [[1935]]) ; siwazh, kinniget e oa bet an anv-se c'hoazh gant Soviediz evit an elfenn 102, a zo un [[aktinid]] anvet [[nobeliom]] <sub>102</sub>Nb bremañ. Dre ma oa bet asantet meur a wezh da ginnigoù Berkeley ([[Amerikiom]] <sub>95</sub>Am, [[Berkeliom]] <sub>97</sub>Bk ha [[Kaliforniom]] <sub>98</sub>Cf) e tivizas an IUPAC enoriñ Soviediz ha labourva Dubna gant an anv ''dubniom'' evit an elfenn : '''<sub>105</sub>Db'''.
 
== Perzhioù ==
Dre arnodadennoù ez eo bet prouet ez eo an dubniom kar pounneroc'h tostañ an [[tantalom]] ; n'eus ket bet tro da dermeniñ holl berzhioù '''<sub>105</sub>Db''', ker berr eo e vuhez, hogen betek-gouzout ez int damheñvel ouzh re [[strollad eus an daolenn beriodek|strollad]] 5 an daolenn drovezhiek.