Volkanegezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
MerlIwBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: kk:Вулканология
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: lv:Vulkanoloģija; Kemm dister
Linenn 1:
Ar '''volkanegezh''' a zo an holl [[fenomen|fenomenoù]] liammet gant obererezh diabarzh ar [[voul-douar]]. Dont a ra war wel dreist-holl dre an toulloù ma ya [[tan]], [[moged]], [[ludu]] ha roc'helloù liñvel drezo. Gwelet e vez an toulloù-se, anvet [[krater|krateroù]], e menezioù a reer [[menez-tan|menezioù-tan]] pe volkanoù eus outo. A-bouez eo ar volkanegezh en [[Istor]] pa grou an dislonkadennoù ludu ha lavaoù (ar roc'helloù liñvel) douaroù mat-kenañ evit ar [[gounezerezh]] ken e teu poblañsoù bras da chom e skeud ar menezioù-tan. Diouzh-se e teu meur a wallzarvoud gant kolloù buhez niverus ha dic'hortoz. (Gwelet [[Pompei]], [[Herculanum]], [[Krakatau]], [[Menez-tan Saint Helen's]], [[Nevado del Ruiz]], [[Santorin]]).
[[Rummad:Volkanegezh]]
[[Rummad:Volkanouriezh]]
[[Rummad:Menez-tan]]
 
Ar '''volkanegezh''' a zo an holl [[fenomen|fenomenoù]] liammet gant obererezh diabarzh ar [[voul-douar]]. Dont a ra war wel dreist-holl dre an toulloù ma ya [[tan]], [[moged]], [[ludu]] ha roc'helloù liñvel drezo. Gwelet e vez an toulloù-se, anvet [[krater|krateroù]], e menezioù a reer [[menez-tan|menezioù-tan]] pe volkanoù eus outo. A-bouez eo ar volkanegezh en [[Istor]] pa grou an dislonkadennoù ludu ha lavaoù (ar roc'helloù liñvel) douaroù mat-kenañ evit ar [[gounezerezh]] ken e teu poblañsoù bras da chom e skeud ar menezioù-tan. Diouzh-se e teu meur a wallzarvoud gant kolloù buhez niverus ha dic'hortoz. (Gwelet [[Pompei]], [[Herculanum]], [[Krakatau]], [[Menez-tan Saint Helen's]], [[Nevado del Ruiz]], [[Santorin]]).
 
== Seurtoù volkanegezh ==
 
=== Volkanegezh dre ar [[keinenn-veurvorel|geinenn-veurvorel]] ===
Pa dorr ur blakenn, pe e vefe [[plakenn veurvorel]] pe [[plakenn gevandirel]], e chell ar [[magma]] sevel dre ar [[frailhoù]] nevez-krouet. Peurvuiañ e c’hoarvez kement-se e strad ar [[mor|morioù]] evel e-kreiz ar [[meurvor atlantel]] e bro [[Island]], met c’hoarvezout a ra ivez war an douar-bras, da skouer e-kreiz [[rift Afrika]] e-lec'h ma vo ur mor a-benn nebeut (diouzh ur skeul c'heologek evel-just). En-dro d'ar geinenn emañ ar [[planedenn|blanedenn]] war-gresk ha bount a zo dre zindan. Pa c'hoarvez se e krouer div blakenn unan a bep tu d'ar geinenn ha fiñv a zo a-ziwar ar geinenn. An dra-mañ eo a lak ar [[kevandir|c'hevandiroù]] da vont da heul. Er mor Atlantel e tilec'h [[plakenn Europa-Azia]] diouzh hini [[plakenn Amerika|Amerika]] a 5 santimetr bep bloaz. Er [[meurvor Habask]] ez eus 12 santimetrad dilec'hiadur bep bloaz. Evit ar pezh a sell ouzh ar magma ez eo [[alkalin|alkalinek]]ek ha kar da gimiezh ar [[bazalt]] pe ar [[gabbro]]. Pa vez volkanegezh a seurt-se en ur [[mor]] bennak e kaver merkoù eus se er [[maen|vein]], da skouer pa vez kavet "goubennerioù" [[pillow-lava]] evel ma'z eus e [[ledenez Kraozon|ledenez Kraozon]] e Breizh.
 
=== Volkanegezh dre [[pik-tomm|bik-tomm]] ===
Ur pik-tomm a zo ul lec’h tomm-gor, tommoc’h evit e lec’h all ebet, dre lec’h ma treuz ar magma ar greunenn. Enezeg [[Hawaii]] hag enez ar [[Reunion]] a zo dezho ur volkanegezh eus ar seurt-se. Bez’ ez eus ivez enezeg ar [[Maldivez]], plaenenn [[Dekka]] hag [[Moris|Enez Voris]]. Soñjal a ra d’ar skiantourien e c’hellfe an dra-se bezañ penn-kaoz d'ar volkanegezh yaouankañ a zo e [[Bro-Alvern]] e [[Bro-C’hall]], met an dra-se n'eo ket prouet.
 
=== Volkanegezh dre [[subduktadur]] ===
[[SkeudennRestr:Destructive plate margin.png|thumb|right|Volkanegezh dre subduktadur]]
An degouezh-mañ eo a zegas an darn vrasañ eus ar [[menez-tan|menezioù-tan]] a weler dre ar bed, dreist-holl reoù ''Gwareg an tan'' er mor Habask. C’hoarvezout a ra ez afe ur blakenn d’en em sankañ dindan unan all. Neuze ez a [[gouelezenn|gouelezennoù]] ur blakenn, hag a vez karget a zour alies, d'en em sankañ dindan ur blakenn gevandirel. [[Metamorfegezh]] kreñv a c'hoarvezo neuze alies zoken betek an deuzidigezh. Ar magma-se, [[granit|granitek]]ek ha [[trenk]], a glask adpignat dre ar [[frailh|frailhoù]] a zeu er blakenn us. Gallout a ra difoupañ war c'horre e stumm ur menez-tan pe un aridennad anezho. Menezioù-tan a seurt d'ar re-se a zo en [[Italia]] (rummad [[Vulcano]] hag an [[enezeg Eoliat]], an [[Etna]]), en [[Andoù]] e [[Suamerika]], e [[Norzhamerika]] ([[Menez Santez-Elena]]), en [[Indonezia]] ([[Merapi]], [[Pinatubo]], [[Krakatau]]...), enezegoù evel reoù an [[Antilhez]], [[inizi Kouril]], hag [[inizi Aleout]] hag all. Peurvuiañ e vezont tarzhus-kenañ hag e broioù poblet-tre siwazh evel en [[Indonezia]]. Pa darzhont ec'h eztaolont milionoù a donennadoù mein ha kalz a [[ludu]] en oabl. Goude tarzhadenn diwezhañ Menez Santez-Elena ([[Saint-Helen]]'s) er [[Stadoù-Unanet]] e troas ar boultrenn-se e-pad meur a viz en [[atmosferenn]] en-dro d'hon planedenn.
 
[[SkeudennRestr:Volcano.jpeg|thumb|left|400px|Menez St. Helens pa oa o kregiñ da zislonkañ moged, 18 a viz Mae 1980]]
 
<!-- etrewiki -->
 
[[Rummad:Volkanegezh]]
[[Rummad:Volkanouriezh]]
[[Rummad:Menez-tan]]
 
[[ar:علم البراكين]]
Linenn 50:
[[lb:Vulkanologie]]
[[lt:Vulkanologija]]
[[lv:Vulkanoloģija]]
[[ml:അഗ്നിപർവ്വതവിജ്ഞാനം]]
[[ms:Vulkanologi]]