Daniel Defoe : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: tk:Daniel Defo
D r2.7.3) (Robot tennet: diq:Daniel Defoe; Kemm dister
Linenn 23:
}}
 
'''Daniel Defoe''' ('''Daniel Foe''' e anv gwir) a oa reder-bro, kenwerzher, oberer politikel ha skrivagner saoznek, bet ganet e [[Stoke Newington]] e [[1659]], [[1660]] pe [[1661]], ha marvet d'ar [[24 a viz Ebrel]] [[1731]] e [[Ropemaker’s Alley]], [[Moorfields]]. Brudet eo abalamour d'e romantoù ''[[Robinson Crusoe]]'' ha ''[[Moll Flanders]]''.
 
== E vuhez ==
Eus [[Flandrez]] e oa e familh. E dad a oa perc'henn war ur stal gouloù-koar e karter [[Cripplegate]]. Kas a reas e vab da vezañ desket gant ar reverant [[Charles Morton]], hag a oa e penn un ensavadur deskadurezh prevez e Newington Green, e-kichen [[Londrez]].
Dedennet-bras e oa Defoe gant ar politikerezh hag al lennegezh. Ezel e oa eus ar strollad
[[strollad whig (Rouantelezh Unanet)|Whig]] hag eus hini ar re nanngempelgourien, ha meur a skrid flemmus a savas a-enep gouarnamant [[Jakez II (Bro-Saoz)]]. Gwelet mat e oa gant [[Gwilhom III Bro-Saoz]], a roas meur a garg gopret mat dezhañ. Kinnig a reas da [[Robert Harley]], a oa kont [[Oxford]] ha prezidant [[Ti ar C'humunioù (Rouantelezh-Unanet)|Ti ar C'humunioù]], ur raktres aozañ ur polis politikel en dije kelaouet ar gouarnamant war soñjoù ar boblañs.
 
Met da vare ren [[Anne Iañ Breizh-Veur|Anne Stuart]] e voe kondaonet da bost ar vezh d'an [[31 a viz Gouere]] [[1703]] peogwir en doa savet skridoù a-enep an Iliz anglikan ha goude tri devezh e post ar vezh e voe kaset da doull-vac'h Newgate. E-keit ha ma oa bac'het e lakaas embann ar Review, etre [[1704]] ha [[1713]]. Pa voe dieubet e voe kaset da bourmen e Bro-Saoz a-bezh gant Harley gant an anv Alexander Goldsmith. Daou vloaz goude e c'houlennas Harley digantañ labourat war unvaniñ Skos ha Bro-Saoz. Mont a reas neuze Defoe da [[Dinedin]] ma aozas ar c'henvreutaerezhioù etre dilennidi [[Bro-Saoz]] ha re [[Skos]]. Goude-se e kasas meur a gefridi da benn evel spier : silañ a reas ar Jakobited a stourme evit a re [[Stuart]]. E [[1717]] e kelaouas ar ministr [[Charles Townshend]] e oa tud o prientiñ un emsavadeg ma kemer perzh [[Sveden]] enni. Met abalamour d'e flemmskridoù en doe kudennoù en-dro hag e pellaas diouzh ar politikerezh.
 
''[[Robinson Crusoe]]'' ([[1719]]), eo e oberenn vrudetañ, ha war a lenner e vefe bet ar romant saoznek kentañ. Ennañ e kont penaos e treuzvev ur peñsead war un enezenn didud. Soñjal a reer ez eo diazezet ar romant war ar pezh a c'hoarvezas da [[Alexandre Selkirk]], ur martolod skosat a dreuzvevas en enezenn didud [[Más a Tierra]] ([[enezeg Juan Fernández]]) etre [[1704]] ha [[1709]].
 
== Oberennoù ==
Linenn 58:
== Liammoù diavaez ==
* [http://www.classicistranieri.com/english/indexes/authd.htm Romantoù Daniel Defoe] e saozneg
* [http://www.literature.at/elib/index.php5?title=Daniel_Defoe_-_1660-1731#Information E oberennoù e saozneg, alamaneg ha galleg] - eLibrary Projekt (eLib)
 
{{Commons|Daniel Defoe}}
Linenn 81:
[[da:Daniel Defoe]]
[[de:Daniel Defoe]]
[[diq:Daniel Defoe]]
[[el:Ντάνιελ Ντεφόε]]
[[en:Daniel Defoe]]