Diforc'hioù etre adstummoù "Marcel Bigeard"

36 okted ouzhpennet ,  9 bloaz zo
(un tamm kempenn)
Marcel-Maurice Bigeard a zo mab da Charles Bigeard (1880-1948), heñcher e kompagnunezh hentoù houarn ar reter, ha da Marie-Sophie Ponsot (1880-1964).
Ar 6 a viz Genver 1942, e timezas gant e vignonez bugaleaj, Gabrielle Grandemange (Toul, 5 a viz Du 1919- 4 a viz Gouere 2011). Eurediñ a rejont e-kerzh ar brezel etre tec'hadenn Marcel Bigeard eus Alamagn hag a-raok e vefe aet kuit da harz-lammer e-barzh ar strouezh.
Ur bugel o deus anvet Marie-France, ganet an 13 a viz C'hwevrer 1946. Gaby Bigeard a varvas ar 4 a viz Gouere 2011 e [[Toul]] abalamour d’ur c’hleñved hirbadus.
Micher soudardel
A-raok ar brezel
Goude bezañ labouret 6 vloaz er Société Générale evel un implijad er bank, e-keit ma talc’he da zeskiñ ober boks, e krogas Marcel Bigeard gant e servij soudard e [[Haguenau]] e-barzh an 23de rejimant troadeien kreñvlec'h. Soudard eil klas e oa e miz Gwengolo 1936, dieubet e oa eus e endalc'hioù gant ar grad a benngaporal e miz Gwengolo 1938.
Brezel Algeria
Ar 25 a viz Here, ec’h eas Bigeard a kemer penn an 3de BPC e Constantine en [[Algeria]]. An 21 a viz C'hwevrer, ar batailhon, deuet da vezañ an 3de RPC, a seven ar c'hentañ oberiadenn dre biñsaskell en istor, e-kerzh oberiadenn 744 e Kabylie. Ar 16 a viz Mezheven 1956, e Nementchas, e voe gloazet Bigeard en e gof. Advroet e voe da Vro-C’hall, medalennet14 a viz Gouere 1956 gant ar president Coty hag e resevas ar blakenn a "ofiser meur al lejion a enor ". Distroet en [[Aljeria]], e voe gloaziet ar 5 a viz Gwengolo en e avu hag en humerus.
Brezel Alje
E-kerzh ar bloavezh 1957, e kemeras perzh e 10vet DP ar jeneral Massu en emgann Alje. Kefridi ar batailhon-mañ a oa surentez ha dispenn kell an FLN renet gant [[Larbi Ben M'hidi]], ar re o devoa lakaet bombezennoù en Alger etre 1956 hag 1957.
E-kerzh an hañv e harz an 3de RPC 90% eus stourmerien an FLN. Deuet e oa da vezañ koronal e miz Genver 1958. Ren a reas an 3de RPC. Ar 1añ a viz Ebrel ec’h erlec’hias ar c’horonal Tringuier anezhañ e penn an 3de RPC. Ne gemeras ket Bigeard perzh e darvoudoù an 13 a viz Mae 1958.
Goude 4 miz e Toul, e tistroas da Alje daren rann Saida en bro Oran ar 25 a viz Genver 1959. Bez’ e oa neuze 5 000 den dindan e urzhioù.
Tamallet e vez dezhañ bezañ jahinet e-pad brezel Algeria en o zouez tud an [[FLN]] met ivez soudarded all.
Goude bezañ aet war e leve e-pad ur pennadig e [[Toul]], e teuas da vezañ kannad [[Meurthe-et-Moselle]] etre 1978 betek 1981. Kuitaat a reas se evit kaout amzer da skrivañ levrioù er gêr diwar-benn e amzer soudard. Mervel a reas en e di e Toul an 18 a viz Mezheven 2010 da 94 bloaz. E obidoù a zo bet graet an 21 a viz Mezheven e Toul.
Medalennoù ar jeneral Marcel Bigeard
 
 
 
Gwallvrudet eo evit bezañ asantet boureviañ tud an [[FLN]]. Chifretezed Bigeard a veze graet eus an dud bet lazhet diwar jahinerezh, lakaet un tamm simant ouzh o zreid ha taolet er mor diwar ur viñs-askell.
 
== Politikerezh ==
Implijer dizanv