Babilonia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.3) (Robot kemmet: hi:कसदी
D r2.7.3) (Robot tennet: diq:Babil; Kemm dister
Linenn 1:
{{LabourAChom}}
'''Babilonia''' a oa ur [[Stad]] e su [[Mezopotamia]], e [[Irak]] modern, a oa dindani tachennoù [[Sumer]] hag [[Akkad]]. Gallout a reer kavout ar c'hentañ meneg eus kêr [[Babilon]] en un dablezenn eus ren [[Sargon Akkad]], bloaziadet eus an XXIII{{vet}} kantved kent J.-K..
 
== Istor ==
[[Akkad]]iz, ur bobl [[semited|semitek]], a oa deuet abred a-benn da vestroniañ ar vro en-dro da gêr [[Kish (Sumer)|Kish]] — gant [[Babilon]] ha al lodennoù eus [[Mezopotamia]] just en norzh da [[Sumer]]. Levezoniñ a reas kalz ar sevenadurioù-se hini Akkad. An tolead-se a oa kanouc'hellet stank, hag edo en ul lec'h strategel e-keñver an hentoù koñvers. Gourdrouzet e oa alies gant diavaezidi a-hed hec'h istor.
 
Da vare ar prantad "nevezsumerian", pe prantad [[Ur-III]], e oa deuet Babilonia da vezañ un dachenn annezet stank gant an [[Amorited]] divroet eus kornôg an [[Eufratez]] o doa graet o annez e norzh Sumer. An Amorited a oa anezho ur bobl semitek all, a oa sellet outañ da gentañ evel maesaerien gantreat hag hep sevenadur gant Akkadiz.
 
=== Prantad kozh Babilon ===
War-dro 2000 kent J.-K., da-heul drouziwezh tierniezh "[[Ur-III]]" faezhet gant an [[Elam]]ited, [[Amorrited]] kornôg an Eufratez a lakas o c'hrabanoù war Vezopotamia, e lec'h ma savjont rouantelezhioù bihan. E-doug a c'hentañ kantved eus ar pezh a anver "Prantad an Amorited", ar geoded-Stad c'halloudusañ e oa [[Isin]], daoust ma teuas [[Shamshi-Adad I]] tost da unvaniñ ar broioù ar muiañ en norzh. Unan eus an tierniezhioù amoritat-se a oa diazezet e keoded-Stad Babilon, a deufe a-benn en diwezh da gemer e greñv war ar re all ha da ziazezañ ar c'hentañ impalaeriezh babilonat, e-pad ar pezh zo anvet Prantad kozh Babilon.
[[Restr:Hammurabi's Babylonia 1.svg‎|right|350px|thumb|Impalaeriezh Babilon e deroù hag e diwezh ren Hammurabi]]
Kêr Babilon a c'hounezas an hegemoniezh war Mezopotamia dindan c'hwec'h rener, [[Hammurabi]] (1780 - 1750 kent J.-K.; deiziadoù diasur-kenañ). Ur rener efedus-kenañ e oa. Skrivañ a reas ur c'hod lezennoù anvet [[Kod Hammurabi]] ha degas ar stabilded d'ar vro goude ur prantad reuz.
Linenn 186:
[[da:Babylonien]]
[[de:Babylonien]]
[[diq:Babil]]
[[el:Βαβυλωνία]]
[[en:Babylonia]]