The Simpsons : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
MerlIwBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: uz:The Simpsons
Pevar poent → Pevar foent, amzer plijus → amzer blijus, memestra → memes tra (detected by LanguageTool brezhonek)
Linenn 18:
 
Springfield a zo bed an tudennoù e-barzh The Simpsons. Amañ e vezont lakaet e diaesterioù gant ar gevredigezh a-vremañ. Neuze ez eus tu da vMatt Groening da ijinañ bepred ur senario nevez evit pep a skignadenn. Da skouer, dre m'emañ Homer o labourat er greizenn nukleel ez eus tu da zonaat sujed an endro. Tu zo ivez da gomz diwar-benn an deskadurezh dre m'emañ Bart ha Lisa oc'h ober o studioù er skol, pe c'hoazh komz eus a bep seurt temoù all dre ma'z eus e Springfield kantvedoù a eil-dudennoù o terc'hel perzhioù gant a bep seurt palioù disheñvel. Kavout a reont ar Simpson o awen e-barzh daveoù sevenadurel gwirion evel ar sinema, ar skinwel, ar sonerezh, al lennegezh, ar skiantoù pe c'hoazh an istor.<br />
Tu vefe da grediñ eo ar Simpsoned un [[dresadenn-vev]] graet evit plijout d'ar vugale met e gwirionez eo graet a-ratozh evit ober goap ouzh ar gevredigezh e-lec'h ma vevomp holl hiziv an deiz, dre framm ar gevredigezh amerikan. Ur seurt kemennadenn ez eus a-dreñv bep skignadenn, ken simpl ma c'hellfe bezañ. Chom a ra ar Simpsoned memestramemes tra un dresadenn-vev graet evit lakaat an dud da c'hoarzhin ha da dremen amzer plijusblijus.
 
== Ar generik ==
 
E-touez an traoù a ro e liv d'ar rummad eo ret mennegiñ ar generik. Plaset eo e penn-kentañ pep skignadenn. Kregiñ a ra gant ur zoom diwar an titl « The Simpsons » ha betek kêr Springfield. Heuliet e vez goude-se bep tudenn eus ar familh unan-hag-unan o tistreiñ er gêr goude o dervezh labour er memes koulz amzer. Ur wech erruet er gêr, en em staliañ a ra ar familh Simpson er bañk-gourvez dirak an tele hep en em saludiñ.<br />
Krouet eo bet ar generik gant [[David Silvermann]] hag ar sonerezh a zo bet krouet gant [[Danny Elfman]] goude ma vefe bet galvet gant Matt Groening e 1989. Ar sonerezh klevet a zo bepred ar memes-hini ha derc'hel a ra ur rol talvoudus kennañ er rummad. Hervez Danny Elfman e chomo ar ganaouenn-mañ, krouet dindan 2 zevezh gantañ, an hini wellañ en deus morse krouet. Pevar poentfoent e-barzh ar generik-mañ a cheñch alies eus abadenn-da-abadenn avat. Skrivet e vez gant Bart frazennoù disheñvel war daolenn ar skol e-keñver an abadenn ; c'hoariet e vez ur solo [[saksell]] disheñvel gant Liza ; cheñch a ra ar pezh a vez skrivet war panel-skritellañ ar c'hef-enroller er stal hag evit echuiñ, cheñch a ra tost bepred gag ar bañk-gourvez.
 
== Abadennoù a-ratozh evit Halloween ==