Priz Nobel ar Peoc'h : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.6.4) (Robot ouzhpennet: bat-smg:Nuobelė taikuos premėjė
Roet eo vez → Roet e vez
Linenn 5:
'''Priz Nobel ar Peoc'h''' eo anv unan eus ar pemp [[priz Nobel]] savet gant an embregour ha skiantour [[Alfred Nobel]]. Hervez testamant Nobel, Priz ar peoc'h a zlee bezañ roet "d'an hini en do graet ar muiañ pe al labour gwellañ evit ar [[breudeuriezh|vreudeuriezh]] etre ar broadoù, evit kas da netra pe bihanaat an armeoù pe evit aozañ ha brudañ kendalc'hioù peoc'h."
 
Roet eoe vez ar priz Nobel bep bloaz en [[Oslo]], kêrbenn [[Norvegia]] (spisaat a rae testamant Alfred Nobel e oa rekiz reiñ ar priz Nobel er gêr-se). Roet e vez atav d'an dek a viz Kerzu zo deiz-ha-bloaz marv Nobel, dirak roue Norvegia. Resev a ra al loreidi tri zra disheñvel : ur skrid-testeni, ur vedalenn hag ur baperenn a resisa sammad ar priz gounezet. Dalc'het e vez an abadenn e sall kêr Oslo, hag antronoz e vez heuliet gant sonadeg priz Nobel ar peoc'h, a vez skignet da ouzhpenn 450 milion a diegezhioù e muioc'h evit 150 bro er bed. <!-- The concert has received worldwide fame and the participation of top celebrity hosts and performers. --> Choaz loreidi priz Nobel ar peoc'h a laka a-wezhioù rendaelioù da sevel, rak kavout a reer war roll al loreidi tud o doa implijet doareoù ober feulz a-raok evit diskoulmañ ar c'hudennoù, met graet gante goude se strivoù bras avat oc'h implij doareoù difeulz evit klask skoulmañ ar peoc'h. Ar priz-mañ eo an hini nemetañ na vez ket roet e [[Stockholm]], e [[Sveden]].
 
== Loreidi ==