Rhys ap Gruffudd : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Netra a seurt-se en doare saoznek en deus talvezet da sevel ar pennad-mañ
astenn
Linenn 1:
[[Image:RhysapG.png|thumb|right|280px|Rhys ap Gruffydd, priñs Deheubarth, Priñs ar Gembreiz]]
'''Rhys ap Gruffudd''' (1132 – [[28 a viz Ebrel]] 1197) a oa ur priñs kembreat a renas e [[Deheubarth]] adal 1155 betek e varv, hag a stourmas a-enep an [[Normaned]] ha [[Herri II]], roue [[Bro-Saoz]].

==E vuhez==
Mab e oa da [[Gruffydd ap Rhys]], ha [[mab-bihan]] da [[Rhys ap Tewdwr]], roue Deheubarth, a oa bet lazhet en [[Aberhonddu]] e 1093 gant [[Bernard de Neufmarche]].
"Priñs Kembre" ha "[[Roue ar Vrezhoned|Priñs ar Gembreiz]]" a zo bet graet anezhañ e dihelloù zo<ref>''Princeps Wall[ie]'' en ur garta da Abati Chertsey ha ''Walliar[um] princeps'' e 1184 (Pryce, H., ''The Acts of Welsh rulers 1120-1283'', University of Wales Press, 2005, p.96-97).</ref>.
 
Anavet eo evel ''Yr Arglwydd Rhys'' (an aotrou Rhys), met marteze eo un anv a voe roet goude e varv<ref>Turvey pp. 91–2</ref>, ha breur e oa d'ar briñsez [[Nest ferch Rhys]].
 
Goude marv [[Owain Gwynedd]], [[roue Gwynedd]] e 1170 e oa ar galloudusañ priñs a oa e Kembre; goude e varv e voe aloubet ar pep brasañ eus e rouantelezh gant an Normaned.
E 1155 eo e teuas da vout mestr Deheubarth. E 1158 e rankas sujañ d'ar roue saoz [[Herri II (Bro-Saoz)]] , hag a aloubas Deheubarth e 1163. prizoniet e voe Rhys, ha tennet e zouaroù digantañ. A-benn un toulladf sizhunioù e voe laosket da vont ha daskoret e voe un darnig eus e vadoù dezhañ. Emglev a reas Rhys gant [[Owain Gwynedd]] ha pa c'hwitas aloubadeg Kembre gant Herri II adarre e 1165 e c'hallas adkavout e zomani penn-da-benn.
 
Goude marv [[Owain Gwynedd]], [[roue Gwynedd]] e 1170, e oa ar galloudusañ priñs a oa e Kembre;. goude e varv e voe aloubet ar pep brasañ eus e rouantelezh gant an Normaned.
 
==Goude e varv==
Goude e varv e voe aloubet ar pep brasañ eus rouantelezh Deheubarth gant an Normaned. E dad, [[Gruffydd ap Rhys]], a deuas a-benn da chom mestr war un darnig, douaroù all a voe adkemeret gant e vreudeur koshañ goude marv o zad Gruffydd.
 
 
 
 
 
==Levrlennadurezh==