Tommadur ar blanedenn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 13:
Abaoe ur c'hantved, an temperadur en deus kresket eus 0,7°c dreist-holl an 30 bloavezh diwezhañ. Evit n'ompas kaout ur benfolladenn klimatek, ar GIEC ( groupe d'experts intergouvernemental sur le climat) a lavar e rankfe chom hep pignat muioc'h eget 2°c a-benn 100 vloaz. Chom a ra nemet 1,3°c a varjenn. An diskoulm nemetañ hervez ar skiantourien, a zo digreskiñ dre zaou d'an nebeutañ skingasadenn an efed ti-gwer a-benn 2050.
 
Abaoe 200 vloaz, gazoù ar c'hirri-tan, an dommerezh hag distaolioù an industriezhoù a lak da greskiñ eus 30% kementad ar gazoùgaz karbonek (CO2) en atmosferenn, ar pezh a zalc'h an tommder muioc'h.
 
Ar vorskorneg he deus kollet un drederenn eus e ec'honad (pe volum) e 30 vloaz. Gallout a rafe bihanaat eus an hanter a-benn 2010. Skorneg ar Groenland en defe, da skouer, kollet 1500 miliard a donenn skorn etre 2000 ha 2008. Skorneg ar venezioù a deuz ivez. An demz-amzerourien n'int ket holl a du 'vit lavar peseurt kementad a skorn a deuz.
 
Abaoe 1975, an niver a siklonoù a zo bet lieset dre zaou. Ma pign an temperadur e c'hellfemp kaout muioc'h a sec'horioù, a dour-beuzioù, a vareadoù gor .. Met diaes eo c'hoazh ober al liamm etre tommadur an hin ha lieskementadur ar fenomenoù meteorel.
 
Gwelet eo bet gant hollad ar satellitoù hag ar sontadennoù eus ar gevredigezh skiantel, n'eo ket naturel an dommadur klimatek. An dommadurtommadur a zo e-kerzh abaoe penn-kentañ ar prantad industriezh a zo dleet d'ar gazoù efed ti-gwer hag a zo skignet gant hor sevenadurezh teknologel hag a implij re-veur hag a zo noazus da hollad an ekosistemoù
 
== Perak ez a war dommaat ar blanedenn ? ==