Fest-noz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
+keleier
Linenn 1:
{{LabourAChom}}
[[Skeudenn:FIL 2010 - Fest noz Carnot 3.jpg|thumb|Fest-noz en Oriant, e-pad [[Emvod ar Gelted]] 2010.]]
Ar '''fest-noz''' zo ur [[fest]] poblek gant [[sonerezh hengounel|sonerien]] ha [[dañs hengounel|dañserien]] hengounel ha dalc'het diouzh an [[noz]]. Ar fest poblek a zo bet c'hoarvezet evit dudi ar gouerien a zo bet renevesaet ar bloavezhioù 1950 hag hiziv e vez dalc'het meur a fest-noz e [[Breizh]] hag e lec'hioù all evit lakaat [[sevenadur]] Breizh da vevañ. Un degouezh evit kanañ ha dañsal eo da gentañ holl ha n'eo ket da vezañ mesket gant ar [[beilhadeg]]où ma vez selaouet enno [[kontadenn]]où, danevelloù ha prantadoù kanañ nemetken.
 
D'ar [[5 a viz Kerzu]] [[2012]] eo bet lakaet ar festoù-noz war roll [[glad sevenadurel dizanvezel an denelezh]] gant an [[UNESCO]].
 
==Ar festoù-noz gwechall e Breizh==
Linenn 8 ⟶ 10:
 
==Diskar ar sevenadur dre gomz hag ar festoù hengounel e Breizh==
Goude ar [[Brezel-bed kentañ]] e krogas ar gouerien vrezhon treiñ o evezh war-du gizioù ar c'hêrioù evel dañsal [[dañs-saloñs|dañsoù embreget e kêrioù Bro-C'hall]] ([[vals]], [[polka]], [[cha-cha-cha]], hag all...) dre son ar benvegoù-seniñ nevez-deuet er vro ([[akordeoñs]], [[violoñs]], [[treujenn-gaol]]). Salioù-dañs a voe digoret gant [[tavarn]]ourien ha [[kenwerzh]]erien nevez. Kouezhañ a reas [[boaz]] sevel festoù-noz er-maezhmaez dre ma veze gizioù ha [[kustum]]où ar c'hêrioù ooc'h astenn o [[levezon]]. Diorren ar [[skingomz]] e-touez ar re binvidikañ hag en ostalerioù a silas [[ton]]ioù nevez e [[divskouarn]] tud ar [[bourc'h]]ioù hag ar maez. War-dro ar bloavezioùbloavezhioù [[1930]] ez eas da get festoù ar prantadoù-labour.
 
==Ar festoù-noz modern==
Pa rae e reuz an [[Eil Brezel-bed]] e oe addalc'het ar festoù-noz e kornioù zo e Breizh, e [[Kreiz-Breizh]] dreist-holl. Dre-se e oe didorret chadenn treuzkas hengounioù poblek e-keñver ar sonerezh hag an dañs.<br>
Niverusoc'h e chome tud ar [[MenezioùMenez Du]] ha re [[Menez Are]] a zalc'he koun eus ar pezh a vez graet a-raok ar Brezel-bed kentañ ha pa vijent chomet un ugentad bloavezhioù pe vuioc'h hep o embregañ.<br>
Goude ar brezel, dindan atiz un nebeutnebeud [[Poullaouen]]iz, [[Loeiz Roparz]] en o zouez, e kendalc'has annezidi ar gumun en em vodañ er vourc'h evit delc'her festoù-noz mod-nevez distag ouzh deiziadur labourioù ar gounezerezh. Savet e oe [[Kelc'h keltiek Poullaouen]] a veze darempredet koulz gant tud yaouank ha tud oadet a vourre dañsal e mod ar menezioù, an dañs dre son mouezhioù an holl dañserien o tispakañ ar [[kan-ha-diskan|c'han-ha-diskan]].
 
Pa oa Loeiz Roparz, kelenner o chom e [[Kemper]] hag o seveniñ kargoù e [[kevredigezh]]ioù a zalc'he da gendelc'her gant ar [[brezhoneg]] ha gizioù hengounel Breizh, e a reasroas lañs da [[embregadur]] dansoùdañsoù Breizh er-maez eus ar c'helc'hioù keltiek.<br>
D'an [[26 Kerzu|26 a viz Kerzu]] [[1957]] e oe dalc'het ar fest-noz kentañ e kêr ha digor d'an holl e-barzh ar [[Koc'hu|c'hoc'hu]] nevez savet e Kemper.
 
Perzh pennañ ar fest-noz modern eo al [[leurenn]] m'emañ staliet warni an [[embregour]]ien (sonerien ha kanerien) ken ez eus blaz un [[arvest]] sonerezh, ur [[sonadeg]], evit an dud ne gredont ket mont da zañsal. Ar perzh all eo n'eo ket mui ur gumuniezh lec'hel a glask e blijadur asamblezasambles, met kumuniezh ledan ar re o deus desket dañsal e lec'h pe lec'h hag kervez giz pe c'hiz. Ouzhpenn dañsoù ar menezioù ([[kavotenn]], [[pachpi]], da gentañ holl) e teuas tamm ha tamm ar boaz dañsal hervez [[giz]]ioù broioù all Breizh ([[Bro-Wened]] ([[an-dro]], [[hanter-dro]], [[laride]]) ha pelloc'h).
 
==Berzh ar fest-noz evel anadenn sokial==
Linenn 33 ⟶ 35:
 
==Ar cyberfestoù-noz o lakaat dañsou Breizh da vezañ [[hollvedelezh|hollvedel]]==
D'an [[20 C'hwevrer|21 a viz C'hwevrer]] [[1999]] e voe savet e [[Kemper]] ar [[cyberfest-noz]] kentañ, anezhi ar "fest vrasañ er bed" hervez an [[embregerezh]] aozer, [[An Tour-Tan]]. Gant harp kalvezel [[France-Télécom]] eo bet kaset war an [[Internet]] [[skeudenn]]où ha sonerezhioù ar fest-noz a oe dalc'het er "Pavilhon", [[sal-arvestoù]] brasañ kêr. 3 000 den a zeuas da zañsal hag 20 000 [[lugadur]] a voe kontet. Kreskiñ a reas niver al lugadurioù er bloavezhioù war-lerc'h koulz hag e lec'hioù ar bed ma voe aozet festoù-noz enno ([[Beijing]], [[Bourdel]], [[Danmark]], [[Kaledonia-Nevez]], [[Lyon]], [[Kêr-Vec'hiko]], [[Nevez-York]], Ar Reünion, h.a....). E [[2006]] e oe skignet skeudennoù e perzh ar skinwel da war-dro 145 000 den kenluget. E miz Here [[2007]] e oe kaset ar cyber fest-noz da [[Pariz|Bariz]] da goulz [[skorad bruderezh]] [[Rannvro Breizh]], anvet ar "[[Breizh Touch]]".
 
==Sellet ivez==
Linenn 50 ⟶ 52:
[[Rummad:Sonerezh Breizh]]
[[Rummad:Dañsoù Breizh]]
[[Rummad:glad sevenadurel dizanvezel an denelezh]]
 
[[ca:Fest-noz]]