Menez C'homm : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
MerlIwBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: de:Ménez-Hom
D Reizhañ liamm diabarzh
Linenn 1:
[[Image:Menez-Home.jpeg|thumb|right]]
'''Menez C'homm''' a zo un [[torgenn|dorgenn]], 330 m hec'h uhelded, hag a zo e [[kornôg|kornaoueg]] [[Breizh]]. Penn pellañ ar [[Menez Du (Breizh)|Menez Du]] eo.<br>
Rannet eo etre kumunioù [[Dineol]], [[Ploudiern]] ha [[Sant-Vig]] dreist-holl.<br>
Teir uhelenn a zo gant ar menez:
Linenn 13:
== Istor ==
Anavezet e oa gant [[merdeadurezh|merdeerien]] an [[Henamzer]] dre an anv [[latin]] ''Mons occidentalis'' p'eo un mell arouez-aod.
Hervez tud 'zo, evel [[Léon Fleuriot]] e c'hallfe bezañ ivez ar ''Cruc Ochidient'' meneget gant [[Nennius]] ('' [[Historia Brittonum]] '', rann 27) hag a ro bevennoù an dachenn roet d'ar [[Brezhoned|Vrezhoned]] kentañ er pezh a zeuy da vezañ [[Breizh]] diwezhatoc'h:<br>
« ... multas regiones a stagno quod est super verticem montis Jovis usque ad civitatem quae vocatur Cant Guic, et usque ad cumulum occidentalem, id est Cruc Ochidient » (''...meur a rann-vro etre ar poull a gaver e beg menez Jovis, betek ar gêr a zo anvet Cant Guic, ha betek beg ar menez er c'huzh-heol a zo Cruc Ochidient'') (taolit pled eus ar ger ''cumulum'' a seblant degas da soñj ar ger ''komm'').