Hedvig Charlotta Nordenflycht : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Peuzklokaet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
kemmadur
Linenn 7:
 
Marv he danvez-pried e [[1737]] ha hini he fried e [[1741]] seizh mizvezh hepken goude an eured he broudas da skrivañ he barzhonegoù kentañ ; un nebeud anezho a voe embannet dindan an talbenn ''Den sörjande Turturduvan'' ("An durzhunell c'hlac'haret") e [[1743]]. Nevez-flamm el lennegezh svedat e oa ton an oberennoù-se.<br />
Dont a reas Hedvig Nordenflycht da vezañ ur pennskrivagnerezbennskrivagnerez en he bro, pa embannas c'hwec'h levr barzhonegoù etre 1743 ha [[1749]].
 
E-kerzh ar bloavezhioù [[1750]] e voe dilennet en ur gevredigezh lennegel anvet ''Tankarbyggarorden'' ("Urzh ar saverien soñjoù"). Ar gevredigezh-se a embannas un dastumadenn eus labour izili an Urzh, anvet ''Våra försök'' ("Hon taolioù-arnod"), e teir levrenn ([[1753]], [[1754]] ha [[1756]]) ; un adembannadur adwelet a voe embannet e div levrenn ([[1759]] ha [[1762]]) dindan an talbenn ''Witterhetsarbeten'' ("Labour lennegel").<br />