Florida spagnol : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
brezhoneg e-lec'h spagnoleg
kempenn c'hoazh
Linenn 2:
[[file:Castillo de San Marcos2.jpg|300px|thumb|''Kastell San Marcos''.]]
 
'''Florida spagnol''' (''Florida española'', pe ''las [[dos Floridas]]'', e spagnoleg) a vez lavaret eus an drevadenn spagnol a zo bet e [[Florida (SUA)]]. Erruout a reas ar Spagnoled eno e 1513. Dalc'het e voe ar vro gante e-pad daou brantad ha stag e oa an [[Div Florida]] ouzh [[Kabiteniezh Jeneral Kuba]] (''Capitanía General de Cuba''). Da gentañ e voe eus [[1565]] betek [[1763]], hag eus [[1784]] betek [[1821]], hag er bloavezh-se e voe laosket an drevadenn gant [[SUA]] dre [[Feur-emglev Adams-Onís]].
 
[[File:West Florida Map 1767.jpg|thumb|right|300px|[[West Florida]] e 1767.]]
 
== Kentañ trevadenn spagnol (1565-1763) ==
Linenn 10:
Hervez ar vojenn edo ar moraer spagnol [[Juan Ponce de León]] o klask [[Feunteun ar Yaouankiz]] pa gavas Florida. <br />
Pa erruas ar [[konkistador|c'honkistador]] e Florida en 1513 e kavas meur a bobl indian. Pa welas an aod d'ar 27 a viz Meurzh e kredas e oa un enezenn. Dilestrañ a reas d'an 2 a viz Ebrel. Envel a reas ar vro nevez-se "La Pascua Florida" peogwir e oa bet kavet gantañ da [[Sul Fask]].<br />
Distreiñ a reas Ponce de León e 1521 gant tud ha binvioù evit diazezañ un drevadenn met enebiñ taer a reas an henvroiz ha peoc'h ebet ne roent d'ar Spagnoled. En amzer-se e voe savet marilhoù kentañ Florida. <br />
 
[[Pánfilo de Narváez]] a weladennas aod kornôk Florida met peñse a reas pa oa en sell da vont da Vec'hiko. Un ofiser dezhañ, [[Álvar Nuñez Cabeza de Vaca]], a oa chomet bev, hag e-pad nav bloaz e reas ur gerzhadenn vras: treuziñ war droad an douar etre Florida ha [[Spagn Nevez]] (Mec'hiko a-vremañ), a-dreuz Norzhamerika. Pa erruas e Mec'hiko, e kavas an tu da vont da Spagn en-dro ha skrivañ a reas ul levr ma konte e veaj en Amerika. Awenet gant skouer Cabeza de Vaca e klaskas ur c'honkistador [[Hernando de Soto]] aozañ un droiad all en [[1539]] e Florida. Darn eus tud an droiad-vrezel-se a embannas diwezhatoc'h penaos e veve hag en em zalc'he henvroiz Florida.
 
En [[1559]] e teuas [[Tristán de Luna y Arellano]] a-benn da ziazezañ un drevadenn en [[Pensacola]] e-pad daou vloaz.A-benn neuze e oa krog ar C'hallaoued da dreiñ o selloù war-du Amerika ma rankas ar Spagnoled buanaat an trevadenniñ en douaroù nevez-kavet ganto. [[Jean Ribault]] a voe e penn un droiad e Florida en [[1562]] ha [[René Goulaine de Laudonnière]], en [[1564]], a savas [[Fort Caroline]], a zo bremañ e kêr [[Jacksonville]], ur porzh evit hugunoded c'hall.
 
Kas an dorzh d'ar gêr d'ar C'hallaoued a fellas d'ar Spagnoled ha distrujet e voe an drevadenn c'hall ganto ha savet [[San Agustín]] gante, bloaz goude. Ha San Agustín, dindan ar gouarnour [[Pedro Menéndez de Avilés]], a voe kentañ kêr ar vro a zo deuet da vout [[SUA]]. Adal San Agustín e voe kaset misionoù katolik a-hed aod an drevadenn.
 
En 1565 e voe arsailhet Fort Caroline gant Menéndez de Avilés ha lazhet an holl soudarded c'hall, war-bouez ar gatoliked, ha badezet al lec'h San Mateo. Daou vloaz goude e voe lazhet an holl Spagnoled gant Dominique de Gourges pa adkemeras ar c'hreñvlec'h. En 1586 e teuas ar morlaer saoz [[Francis Drake]] da zistruj San Agustín.
 
A-hed ar {{XVIIvet kantved}} e voe gwelet trevadennerien saoz [[Virginia]] hag an div Garolina o kas an harzoù gant an drevadenn spagnol pelloc'h war-du ar c'hreisteiz.
 
== Trevadenn saoz (1763-1784) ==