Wikipedia:Erbedennoù war live ar yezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
==Saviad an daeloù diwar ar [[geriaoueg|c'heriaoueg]] hag al liveoù yezh==

Meur a zoare zo da welout ar gerioù nevez e-touez ar vrezhonegerien desket, meur a savboent zo diwar-benn penaos ober evit dibab anezho.

Mar n'eo ket degemeret gant an holl ar gerioù ijinet gant [[KIS]]-[[Strollad An Deskadurezh Eil Derez | SADED]] adalek ar bloavezhioù [[1970]], un darn zo tremenet en [[deskadurezh]] pa 'z eo gwir ez eus bremañ gerioù degemeret ez-ofisiel gant an Deskadurezh-Stad C'hall hag a vez kavet e levrioù, fichennoù ha pladennoù embannet gant Ti-Embann ar Skolioù ([[TES]]).

Dre vras e skriv an dud en [[doare-skrivañ]] [[peurunvan]], an doare-skrivañ ar muiañ implijet, fiziañs o deus er [[geriadur]]ioù embannet gant [[Al Liamm]] ([[Roparz Hemon]]-[[Ronan Huon]]), daou c'heriadur hollvrezhonek [[An Here]] hag ar geriadurigoù embannet gant [[Mouladurioù Hor Yezh]]. Ur geriadur all galleg-brezhoneg savet gant [[Martial Ménard]] zo bet embannet e miz Here [[2012]] (ISBN 978-2-35678-069-0).

Mammennoù all zo, evel levrioùgoù Kreizenn ar geriaouiñ [[Diwan]] ha levrioùgoù [[Ofis ar Brezhoneg]] (hag e ziaraoger, Servij ar brezhoneg [[Skol Uhel ar Vro]]). A-zivout an dibaboù bet graet gant Diwan, sellit ouzh pajenn [[Implijer:Yann Ber Montreer|Yann Ber Montreer]], a oa ezel eus an aozadur-se er bloavezh [[2005]], hag ouzh [[Kaozeadenn Wikipedia:Erbedennoù war live ar yezh|kaozeadenn]] ar pennad-mañ.

Rummad an dud a ra gant an doare-skrivañ "skolveuriek" (hag ar re a ra gant an hini etrerannyezhel) na zegemer ket kalz a c'herioù implijet gant an dud o deus desket ar peurunvan.

Diforc'hoù a vez kavet ingal e [[kelaouen]]noù an daou du hag e geriadur Garnier (''Dictionnaire breton'', 1986).

Diouzh tu ar [[skolveurieg]] e vez graet gant ''filozofi'' e-lec'h [[filozofiezh]] e peurunvan, ''sivil'' e lec'h ''keodedel'', ''liberet'' e lec'h ''dieubet'', ''choaz'' e lec'h ''dibab'' hag all.
Linenn 17:
Tud ar "skolveurieg" hag an [[etrerannyezhel]] n'int ket chalet gant gerioù gallek treuzskrivet, ken evezhiek ma 'z int e-keñver ar yezh komzet gant an darn-vrasañ eus ar vrezhonegerien a-vihanik, ha lod anezho a lavar e reont gant "ar gwir vrezhoneg".

E miz C'hwevrer 2005, goude ur brezelig seizh mizvezh-pad a voe gant an nebeud tud a oa krog da sevel ar Wikipedia brezhonek, e voe degemeret pep doare-skrivañ. Klasket e voe sevel an adkasoù evit doujañ da bep doare-ober.

Ur skoilh e vo evit hor Wikipedia pa ne vo ket posubl/gallus d'an den ledanaat pe reizhañ ur pennad savet en un doare-skrivañ n'anavez ket. Ret e vo en em zizoberzibab eta, ha dreist-holl displegañ e zibaboù/choazoù ha diskouez doujañs d'ar re all.