Strollad An Deskadurezh Eil Derez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 2:
 
==Istor==
Krouet eo bet e 1962. Labourat a reas ur paot-mat a ouizieion e S.A.D.E.D. : [[Guy Etienne Abanna]], [[Goulven Pennaod]], [[René Le Gléau]], [[Gwilherm Dubourg]], [[Paol Kalvez]], [[Gab Chérel]], [[Remont Jestin]], [[Hubert Jestin]]...
 
E 1963 ez embanne e gentelioù kentañ. Roet e veze ar re-mañ dre lizher e-doug ar bloavezh ha da-geñver devezhioù studi e-kerz an hañv. Berzh a reas diouzhtu ar skol. Deraouet gant pevar rummad : Lennegezh, Istor, Fizik, Douaroniezh, goude pemp bloaz e tiraeze ur raklun a 150 kentel war 12 danvez, en o zouez ar Vevoniezh, ar Ventoniezh, ar Gimiezh, ar Yezhadur hag, en derez skolveurel, ar C’hrennvrezhoneg, an Armerzhouriezh, an Ensavadurioù politikel, ar Gwir bonreizhel.
 
Ijinañ a reas tudGant S.A.D.E.D. uneo doarebet nevezdiazezet an doare da intent ha kompren ar gramadeg dre an orioù, elese dibenn ar verboù displeget ele-eclec'h ar yezhadur klasel a-orin gall : "Bonragor, Bongevor, Bonator" e lec'h "Amzer-dremenet strizh, amzer a-vremañ, amzer da zont". Kentelioù yezhadur ha gramadeg S.A.D.E.D. a gaver el levr ''Gramadeg ar verb'' embannet gant [[Preder]] <ref>[http://www.preder.net/index.php?option=com_content&view=article&id=1315:gramadeg-ar-verb&catid=34:levriou&Itemid=55&lang=en Pajenn-ginnig Gramadeg ar verb gant Preder]</ref>
 
Ar gerioù kinniget gant S.A.D.E.D. a oa a-orin keltiek ha splet a denne ar re o c'hinnige eus enklaskoù hag imbourc'hoù graet war ar c'hembraeg, an henvrezhoneg, ar c'hrennvrezhoneg, ar c'herneveureg hag ar yezhoù gouezelek nevez pe gozh. Kement-se a venne ober pennoù bras S.A.D.E.D. evit chom hep arverañ gwriziennoù latin ha gresianek ar galleg.