Strollad An Deskadurezh Eil Derez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 20:
Echu e oa gant Strollad An Deskadurezh Eil Derez e-korf ar bloavezhioù dek-ha-tri-ugent hogen chomet eo feal outañ ti-embann [[Preder]] a spered dre ma krou gerioù nevez diwar gwriziennoù keltiek ha dre ma embann levrioù uhel o danvez. Krog eo Preder da embann kentelioù S.A.D.E.D. en o fezh : graet eo evit a sell ar c'hentelioù a grennvrezhoneg hag a yezhadur.
 
Gant [[Diwan]] ez eus klasket ober gant ur c'heriaoueg etrebroadeloc'h hep ober gant gwriziennoù keltiek ha neuze leuskel a reas kinnigoù S.A.D.E.D. a-gostez, paneve un nebeut anezho. Daoust da se e ra lod eus gopridi [[Diwan]] gant kement ger bet krouet gant S.A.D.E.D.
 
Mui ouzh mui a dud a denn korvo eus labourioù S.A.D.E.D. : An ti-embann [[Aber]], ar gelaouenn [[Nidiad]], ar geriadurour [[Martial Ménard]], troerien evel [[Alan Monfort]] (bandennoù treset embannet gant [[Yoran embanner]]), [[Yann-Varc'h Thorel]], [[Ronan An Deroff]]... ha darn eus re [[Ofis Publik ar Brezhoneg]] ivez...
 
==Notennoù==