Frazenn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: ms:Ayat
e gaver → e kaver (kavet gant LanguageTool brezhonek)
Linenn 1:
Er [[yezhoniezh]] e vez implijet an termen '''frazenn''' (diwar ar [[gresianeg]]: φράση, ''frazenn, lavarenn''; ([[Saozneg|saoz]]: [[:en:Sentence (linguistics)|''sentence'']]) evit komz eus un unanenn [[yezh]] pe lavar ennañ peurliesañ ur [[verb termen]] (saoz. [[:en:Finite verb|''finite verb'']]).
 
En ur frazenn glok eeun e gaverkaver ur [[rener]], peurliesañ un [[anv-kadarn|anv]] pe ur ger anvheñvel, mui ur [[prezegad]], peurliesañ ur [[verb]] pe ur ger verbheñvel. Gant ar yezhoù [[Amrenererezh|amrenererel]] e c'heller sevel frazennoù hep rener ebet avat.
 
Tammoù frazennoù diglok enne un elfenn bennañ nemetañ a reer "[[Rannfrazenn|rannfrazennoù]]" (saoz. [[:en:Phrase|''phrase'')]]) anezhe, da skouer ur [[rannfrazenn verb]] enni ur [[verb]] da elfenn bennañ hag a c'hell talvezout da [[Prezegad|brezegad]] ur frazenn glok pe ur [[rannfrazenn anv]], enni un [[Anv-kadarn|anv]] da elfenn bennañ hag a c'hellfe talvezout da [[rener]] ur frazenn glok.